Dielloù evit Meurzh, 2024

よこがお (Yokogao / L’infirmière)

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 21, 2024 by geekezig

Ichiko a labour evel klañvdiourez. Emañ o vont da zimeziñ a-benn nebeud. Tremen a ra mat an traoù gant ar familh a sikour, e diavaez he eurioù labour e sikour ar merc’hed da bleustriñ o arnodennoù zoken. Un deiz eo skrapet ar verc’h yaouankañ. An den en deus skrapet anezhi a zo niz Ichiko, adalek ar mare-se e vo distrujet buhez Ichiko.
A bep eil e vez gwelet buhez Ichiko da vare an darvoud ha kalz war-lerc’h, komprenet e vez buan neuze he deus ranket cheñch buhez. Penaos eo erruet d’ar poent-se a erru dousik-dousik avat. Souezhus-kenañ e seblant Ichiko, troet da sodez pe dost goude bezañ kollet he buhez a oa ken plaen. Mokoto he deus plijet kalz din, un dudenn a cheñch er filmoù japanat, he darempred gant Ichiko am befe bet c’hoant gwelet muioc’h er film. Ne respont ket ar film d’ar goulennoù met diskouez a ra splann pegen spontus e c’hall ar mediaoù bezañ. N’eo ket kenkoulz Au revoir l’été evidon met kalz gwelloc’h eget Harmonium bepred !

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Magic Friends

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Meurzh 11, 2024 by geekezig

E 6vet klas emañ Danielle bremañ. Siwazh dezhi n’emañ ket e memes klas hag he mignonezed ha poan he deus o kavout mignoned all. Goude marv ur dintin gozh souezhus e kav ur c’haier-hud. Pa dres traoù e-barzh e teuont da wir. Da gentañ e tres penn tudenn ur stirad a blij dezhi hag a ro kuzulioù dezhi. Da c’houde e tiviz tresañ ur vignonez eviti. Pezh a zo, Madison he deus he fersonelezh ha c’hoantoù dezhi. Dav vo da Danielle kompren penaos kaout mignoned hep hudouriezh !
Ul levr bannoù-treset fentus eo Magic Friends diwar-benn ar c’hoant da gaout mignoned, koshaat ha cheñch boazioù. Kontet eo en un doare dudius ha mat evit ar vugale. Un tamm dipitet on bet me, chom a ra un tamm simpl an traoù marteze.

Chère Justice League

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 7, 2024 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Chère Justice League. Pep ezel eus an Justice League a resev lizhiri ha posteloù digant “fan”-ed, bep chabistr a zo tro-dro d’un haroz-ez resis pe dost hag a ziskouez en un doare koantik ha fentus e c’hall an harozed faziañ, kaout kemplezhioù hag all. Ur gentel koant evit ar vugale. Brav eo an tresadennoù met kavet am eus an hollad un tamm re jentil hag arabadus. Evit ar vugale, da lenn a dammoù eo kalonekaus ha brav.

Diosphère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Meurzh 4, 2024 by geekezig

Daou vugel a zihun, hep kompren piv int ha petra reont aze. Unan anezho, aonik un tamm, a fell dezhañ gortoz e teufe unan bennak da gerc’hat anezho, egile, na fell ket dezhañ chom da c’hortoz. Kavout a reont boudoù disheñvel, a zo souezhet o welet anezho aze. Kerzhout a reont e-pad pell a-raok tizhout ur gêr. Aze e tizoloont ar c’hoariva met ivez an dramm. Aaran, an eil bugel, a fell dezhañ bepred klask displegadennoù all, goulenn a ra kalz traoù hag alies e feuk an dud pe e vez war-var da n’em lakaat e saviadoù fall.
Iskis-kenañ eo bed Diosphère. Dedennus eo Aaran, a glask kompren ar bed, hep doujañ d’ar reolennoù met digenvez eo ivez, ne gav lec’h ebet a blijfe dezhañ. Arz, relijion ha kredennoù, drouk d’ar spesadoù all gwelet evel izeloc’h, kalzik temoù sirius a zo en istor. Un tamm dipitet on bet avat, marteze eo re verr pe re amsklaer an traoù, n’on ket deuet a-benn da vont penn-da-benn er bed souezhus-mañ.