Dielloù evit XXvet kantved

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

OVNI(s) – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Genver 29, 2024 by geekezig

E Tolosa e 1978, emañ ar fuzeenn Cristal o tibradañ… Met tarzhañ a ra. An ijinour Didier Mathure en doa jedet pep tra a zo lakaet kablus. Ne gompren ket petra zo c’hoarvezet. Goulennet e vez digantañ mont d’ober war-dro ar GEPAN, ul lodenn eus ar c’hCNES a ra war-dro an UFO. Ur spont evitañ. Erruout a ra en ur burev meret forzh penaos gant kenseurted iskis. Tamm-ha-tamm avat, e krog darvoudoù souezhus da lakaat anezhañ da welet an traoù en un doare all.
Ijinit ur meskaj etre The X-Files hag Au service de la France, e-pad ar bloavezhioù 70. Ur meskaj dispar fent ha kevrin, tudennoù plijus, iriennoù an arme…
Un drugar e oa bloavezh kentañ OVNI(s) e pep keñver evidon : aergelc’h, dilhad ha lec’hioù, sonerezh, aktourien…
Hast bras ‘m eus gwelet an eil bloavezh gant ar spi e vo ken dudius !

Nous étions les ennemis

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 28, 2024 by geekezig

Kontañ a ra Nous étions les ennemis istor familh George Takei, an aktour, ha dreist-holl e vugaleaj p’eo bet kaset e familh en ur c’hamp bac’h evit Amerikaned a orin eus Japan goude Pearl Harbor.
Diskouez a ra sell ur bugel na gomprene ket dre ret pegen spontus e oa pezh a c’hoarveze met ivez sell un den bras war e dud, kalz war-lerc’h. Pa oa krennard e oa kounnaret George ha ne gomprene ket penaos o doa gallet kement a dud asantiñ bezañ gwallgaset evel-se. Dedennus eo e darempred gant e dad, ar c’hoant bezañ mouezh ar re all a voe ivez evit tud heñvelreviad da c’houde. Nebeut a draoù a ouien diwar-benn an darvoudoù-se ha displeget int en un doare simpl, efedus ha fromus ivez gant an dibab dezrevell ken personel.

Play

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 12, 2023 by geekezig

E 1993 e resev Max ur c’hamera da Nedeleg. 13 vloaz eo. Adalek ar mare-se e krog da filmañ bepred : e familh, e vignoned, er skolaj, darvoudoù bihan ha bras. Jeu gant e c’hoar, e darempred gant e vamm, e strollad mignoned o kreskiñ/digreskiñ, ar baotred o klask mont e toulloù-noz, o soñjal en o darempredoù kentañ gant merc’hed, er studioù, er beajoù, el labour, er vuhez familh… 25 vloaz a zo diellet e filmoù Max. Heuliet e vo anezhañ hag an dud kar dezhañ a-hed ar bloavezhioù-se.
Ur film fromus evit bugale ar bloavezhioù 80, leun a hiraezh. Ur gomedienn romantel hag ur film mignoned war memes tro, filmet evel ur c’hozh film vakañsoù ha koulskoude e c’hoarvez un dra bennak, kreñv.
Ur souezhadenn a-feson ha plijus er sinema gall, gwirheñvel ha simpl.

Can You Ever Forgive Me ?

Posted in Filmoù with tags , , , on Even 29, 2023 by geekezig

Lee Israel a skriv buhezskridoù. Start eo dezhi paeañ he fakturennoù avat ha kalz kudennoù he deus, alies abalamour d’he emzalc’h. Un deiz bennak e teu ar soñj dezhi sevel lizhiri faos bet kaset gant skrivagnerien vrudet evit gwerzhañ anezho da dud a zastum anezho. Sikouret eo gant Jack, ur saoz cheuc’h a seblant dido.
Tamm-ha-tamm e savo douetañs e stalioù levrioù New York hag e teuio an FBI da glask war he lerc’h zoken…
Ur sapre istor a zo kontet er film-mañ, bamus a-walc’h! Diazezet eo war levr Lee Israel hec’h-unan. Chom a ra un tamm re “blad” ar film avat met vad a ra gwelout Melissa McCarthy en ur perzh all estreget “ar plac’h tev fentus”.

Film sevenet gant Marielle Heller. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e47.

La Bombe

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Ebrel 24, 2023 by geekezig

Ur pikol levr eo La Bombe. Kazi ur miz on bet o lenn, a dammoù, ken stank m’eo.
Istor ar vombezenn atomek eo. Ar raktresoù e pep bro (URSS, Alamagn, SUA), ar skiantourien o labourat war ar raktresoù, ar sekred, an arc’hant dispignet evit ar raktres, ar skiantourien oc’h enebiñ ouzh an arme, marc’hata ar plutonium (ha trevadenniñ broioù evit kaout an danvez), spierezh, arnodoù efedoù ar plutonium war paourkaezh tud gloazet…
Leun a ditouroù eo al levr, kazi re a-wechoù, mont a ra buan red an darvoudoù koulskoude ha start eo heuliañ pep tra ken buan e tremener deus ul lec’h d’egile da skouer. Ur bern traoù ‘m eus desket ha sebezus e chom ken pell war-lerc’h al labour skiantel ramzel, an dispac’h a fed gouiziegezh evit krouiñ gwashañ arm a zo.
N’eus tudenn dispar ebet, zoken ar skiantourien a glask lakaat da gompren ne vo ket dav implij ar vombezenn e gwirionez o deus tuioù fall, n’eo ket kuzhet kennebeut tu broadelour ar Japaniz, na netra.
Gwenn-ha-du ha sirius-tre eo an tresadennoù, un dibab displeget e fin al levr hag a gomprenan a-walc’h met a c’hallo d’am soñj bezañ startoc’h c’hoazh evit lenn.
Fromus-spontus ‘m eus kavet ar chabistr fin peogwir en deus lakaet da vev en-dro eñvorennoù mirdi ar peoc’h e Hiroshima, pezh a seblant din yac’h e fin ar gont. Dedennus-tre ‘m eus kavet lenn penaos e oa ganet ar raktres-se ha dibab ar skipailh kontañ kentoc’h penaos eo bet ganet ar vombezenn nukleel (ez skiantel, ez politikel) ha ket kement-se an efedoù da c’houde, a zo bet studiet muioc’h. Un dibab souezhus ha “yen” marteze met dedennus hag a lak ivez ar gaoz diwar-benn lodennoù eus an eil brezel bed a oa dianav din (moc’hatadur an “dour pounner” e Norge hag ar vag US Navy McVay). Ur raktres levr bannoù-treset ramzel neuze, savet gant doujañs hag en un doare speredek d’am meno.

Istor gant Alcante & LF Bollée, tresadennoù gant Denis Rodier. Embannet gant Glénat d’ar 4 a viz Meurzh 2020.

Escape From Pretoria

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 2, 2023 by geekezig

N’anavezen ket istor an tri den-mañ : Tim Jenkin, Stephen Lee ha Leonard Fontaine (a zo diazezet war Alex Moumbaris e gwirionez). E Afrika ar Su, e 1979, e voe harzhet Tim ha Stephen, a gemere perzh er CNA evit stourm a-enep an apartheid. Barnet int ha kaset d’un toull-bac’h evit ar baotred wenn e Pretoria. Du-hont e reont anaoudegezh gant prizonidi politikel all ha dreist-holl e krogfont da sevel ur raktres evit tec’hout kuit. Ur film tec’hout kuit eo da vat, n’eus kazi mann all ebet estreget prientiñ ar raktres-se. Nebeut a draoù diwar-benn ar vuhez diavaez, ar pezh a c’hoarveze e keit-se hag all. Savet eo en un doare efedus-tre evit ar re a zo plijet gant seurt filmoù. Tapet on bet da vat ha nec’het gant pep degouezh a c’hoarveze ganto, ouzhpenn bezañ bet desket traoù.

Film sevenet gant Francis Annan. Rouantelezh-Unanet & Aostralia, 2020, 1e46.

Werk ohne Autor

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 6, 2023 by geekezig

Div lodenn a zo da Werk ohne Autor, film nevez Florian Henckel Von Donnersmarck. Ar film kentañ a dremen e-pad yaouankiz an haroz, Kurt. Ur bugel dedennet bras gant an arz eo hag e voereb Elisabeth a gas anezhañ d’ar mirdi da glask awen. Elisabeth a vo kaset d’ar c’hampoù bac’h ha lazhet er c’hambroù-gaz peogwir e oa gwelet evel skizofrenek. Ur wech bras e labour Kurt en un embregerezh panellerezh, e rener a ali dezhañ mont d’ar skol arzoù. Deskiñ a ra neuze livañ evit brudañ ar mennozhioù komunour. Un istor karantez a grog gant Elisabeth, merc’h ar Professor Seeman, ginekologour ha bet eñ uhel-kenañ e-touez an nazied o deus kaset tud da vezañ lazhet…
An eil lodenn a dremen dreist-holl er C’hornog. Kurt hag e wreg a ya da Düsseldorf ha Kurt a zistro d’ar skol arzoù-kaer. Tamm-ha-tamm e kavo e awen.
Domaj eo a-benn ar fin e vefe troc’het ar film e daou, ar pezh a ro un neuz film skinwel dezhañ padal e c’hallfe bezañ ur film hir hepken. Souezhus evel dibab. N’am eus ket kavet a live gant Das Leben der Anderen met ur film brav eo memestra diwar-benn levezon buhez pep hini war an arz, roudoù an amzer dremenet, darvoudoù bras Istor Alamagn e buhez hiniennoù.

Film(où) sevenet gant Florian Henckel Von Donnersmarck. Alamagn, 2018, 3e08 (en holl).

Fresh Dressed

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Kerzu 30, 2022 by geekezig

Un teulfilm diwar an dilhad eo Fresh Dressed. Diwar-benn an dilhad “streat wear” zoken.
Penaos eo kroget gizioù e karterioù Harlem, Queens, Bronx, liammet alies gant ar sonerezh hip hop hag o levezon kenetrezo, o levezon war ar sevenadur hollek ha bedel ivez, a-hed ar bloavezhioù.
Ur bern tud a desteni er film : krouerien dilhad, arzourien. Ur film dedennus-kenañ eo, gant skeudennoù dielloù a-vil-vern ha prantadoù “treset” ivez evit degas un tamm lusk. Savet eo mat-tre d’am meno ha desket am boa ur bern traoù! Un teulfilm a galite.

Teulfilm sevenet gant Sacha Jenkins. Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e30.