Dielloù evit gouennelouriezh

Nous étions les ennemis

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Genver 28, 2024 by geekezig

Kontañ a ra Nous étions les ennemis istor familh George Takei, an aktour, ha dreist-holl e vugaleaj p’eo bet kaset e familh en ur c’hamp bac’h evit Amerikaned a orin eus Japan goude Pearl Harbor.
Diskouez a ra sell ur bugel na gomprene ket dre ret pegen spontus e oa pezh a c’hoarveze met ivez sell un den bras war e dud, kalz war-lerc’h. Pa oa krennard e oa kounnaret George ha ne gomprene ket penaos o doa gallet kement a dud asantiñ bezañ gwallgaset evel-se. Dedennus eo e darempred gant e dad, ar c’hoant bezañ mouezh ar re all a voe ivez evit tud heñvelreviad da c’houde. Nebeut a draoù a ouien diwar-benn an darvoudoù-se ha displeget int en un doare simpl, efedus ha fromus ivez gant an dibab dezrevell ken personel.

Tout simplement noir

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 14, 2023 by geekezig

Kalzik rakvarnioù am boa diwar-benn Tout simplement noir a-raok klevout a bep seurt alioù mat, a-berzh tud am eus fiziañs en o sell ha dreist-holl tud du. Aon am boa e vefe ur film gouennelour e fin ar gont oc’h ober goap eus an dud du pe un dra evel-se met tamm ebet.
Ur fals teulfilm eo Tout simplement noir. Heuliet e vez Jean-Pascal Zadi, komedian, en deus poan o kavout labour. Klasket en deus ober un tamm sonerezh hag e fin ar gont e tap un tamm brud gant videoioù YouTube e lec’h ma glask lakaat an dud da brederiañ diwar-benn ar sklavelezh. Divizout a ra aozañ ur gerzhadeg evit ar baotred du met evit brudañ e darvoud e rank kaout skoazell digant tud brudet…
Ur bern tud brudet a gemer perzh er film e perzhioù n’int ket pozitivel bepred! Nerzh ar film a zo ivez diskouez dislavar Jean-Pascal Zadi met ivez an holl reoù all : ur youl difenn an dud du ha stourm met ivez arabat klask jeu evit kaout arc’hant ha brud. En e enklask evit kavout tud da sikour anezhañ e tesk ivez Jean-Pascal ur bern traoù diwar-benn istor ar stourmoù pe sell ar merc’hed du pe c’hoazh kumuniezhioù all ha n’em sant lakaet a-gostez gant e raktres. Fentus eo ar film met prantadoù start ha fromus a zo ivez. Ur souezhadenn a-feson hag ur raktres onest ha kaset mat da benn evidon-me.

Film sevenet gant Jean-Pascal Zadi ha John Wax. Frañs, 2020, 1e30.

Queen & Slim

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 25, 2022 by geekezig

Kregiñ a ra ar film gant ur pred etre daou den yaouank. Ne dremen ket mat-tre, santet e vez ne blij ket ar paotr d’ar plac’h. Emañ ar paotr o kas anezhi en-dro d’ar gêr pa vezont harzet gant ar polis. Alvokadez eo hi ha klask a ra tallañ ouzh ar poliser a seblant gwall dagus. Ur poliser gwenn eo, an dud yaouank a zo du. Pa denn ar poliser war ar plac’h e krog un emgann, mervel a ra ar poliser. Dav eo d’an daouad tec’hout kuit.
Ur road movie doare Bonnie and Clyde mod 2020 eo Queen & Slim. Prantadoù stegn ha prantadoù sioul, war an hentoù, daou zen n’int ket gwall domm an eil ouzh egile hag eben hag a zizolo egile hag eben, tamm-ha-tamm. Dav chom kreñv met n’eo ket aes bepred. Dav kaout disfiz rak an holl met goulenn sikour digant reoù all ivez. Ur film brav eo Queen & Slim, filmet brav-kenañ, kontet brav.

Film sevenet gant Melina Matsoukas. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 2e12.

If Beale Street Could Talk

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Du 1, 2022 by geekezig

Ur film gorrek-tre eo If Beale Street Could Talk. Start eo ivez met brav war memes tro.
Er bloavezhioù 70 e New York emañ Tish ha Fonny o klask ur ranndi a-benn bevañ asambles. Fonny a vo harzhet gant ar polis ha kaset d’an toull-bac’h daoust dezhañ pas bezañ kablus. D’ar mare-se e oar Tish eo dougerez… Killselloù war istor karantez ar c’houblad ha stourm familh Tish evit sikour Fonny a lusk ar film. Brav eo ar sonerezh, prantadoù emgomz kreñv-tre a zo ivez, filmet brav eo an dud ivez. E gwirionez e lak da soñjal e Moonlight da vareoù zo, pezh a zo normal peogwir int bet savet gant memes sevener. Un tem all penn-da-benn eo ar wech-mañ avat hag azasadenn levr James Baldwin n’am eus ket bet lennet. Ur film bamus eo.

Film sevenet gant Barry Jenkins, diwar romant James Baldwin. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e57.

Le chemin de Jada

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 26, 2022 by geekezig

lechemindejadaLe chemin de Jada a zo ur gontadenn diwar-benn div c’hoar. Unan anezho a zo teñvaloc’h he c’hroc’hen eget eben ha ne blij ket se na d’he familh, na d’an dud tro-dro dezhi.
Difennet eo d’ar merc’hed mont da bourmen er c’hoadoù met un deiz e chom Jada diwezhat, dont a ra he c’hoar war he lerc’h, met ne gav ket sikour digant an Heol peogwir ne wel ket ar plac’hig ken du eo he c’hroc’hen.
Anat eo an albom diwar-benn an dispriz liv (colorisme) : pegen gwelet brav eo ar c’hroc’hen sklaeroc’h ha disprizet ar c’hroc’hen teñval. Ur sujed dedennus ha ral en istorioù evit ar vugale ‘m eus aon.
Koant eo ar c’hlozadur. Mat eo kaout albomoù evit ar vugale a seurt-se!
Le-chemin-de-JadaIstor gant Laura Nsafou ha tresadennoù gant Barbara Brun. Embannet gant Cambourakis, d’an 8 a viz Genver 2020 en dastumad “Sorcières”.

The Half of It

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , , , on Genver 6, 2022 by geekezig

Ellie a glask ober he seizh gwellañ. Start eo saviad he ziegezh : marvet he mamm pa oa 13 vloaz, tapet eo he zad en ul lagenn kañv ha keuz, dibosupl dezhañ kavout ul labour a live gant e varregezhioù ijinour abalamour d’e daol-mouezh. Evit sikour da baeañ ar fakturennoù e skriv Ellie deverioù he c’hamaladed. Un deiz bennak e c’houlenn ar sportour jentil Paul sikour diganti evit skrivañ ul lizher karantez da Aster. En desped dezhi e asant Ellie. Kregiñ a raio etrezo ur c’henlabour iskis a-benn merc’heta Aster.
Ur film krennarded klasel-tre eo The Half of It. Prantadoù a ya re bell ganti a zo evel-just (en iliz da skouer) met ur bern prantadoù brav-kenañ a zo ivez (etre Ellie hag ar gelennerez prederouriezh, Paul o prientiñ boued gant tad Ellie, an tren o kuitaat ar gêriadenn hag all).
Evidon-me e oa kalz muioc’h ur film diwar-benn mignoniezh Ellie ha Paul eget an doare “tric’horn karantez”. Aster o vezañ hi ivez tapet gant he istorioù familh, diaesterioù arc’hant hag ar c’hoant da guitaat ar saviad-se, ne oa ket evidon-me dedennusañ tudenn ar film. Ur bern temoù a zo er film : an identelezh, ar ouennelouriezh evel-just hag an heñvelreviadelezh.
Ur film plijus ha speredek en deus roet din c’hoant gouzout hiroc’h diwar-benn e sevenourez.

Film sevenet gant Alice Wu. Stadoù-Unanet Amerika, (skignet gant Netflix abaoe ar 1añ a viz Mae) 2020, 1e44.

Shangri-La

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Here 15, 2021 by geekezig

Shangri-La a felle din lenn abaoe pell met ne oan james kroget e-barzh. Goude an Utopiales 2019 ha bezañ selaouet Mathieu Bablet ha gwelet an diskouezadeg dispar a oa e-pad ar festival e oa dav din e lenn!
Shangri-La a zo un istor o tremen en dazont, n’emañ ket an denelezh ken war an Douar met e-barzh ul lestr/planedenn renet gant un embregerezh. An haroz a zo e darempred gant ur strollad emsaverien ha tamm-ha-tamm e kompren e vez kuzhet traoù gant an embregerezh-se d’an dud.
Netra souezhus e gwirionez e red an istor hag eeunik eo ar sell war ar c’hapitalouriezh, ar ouennelouriezh hag all. Plijet on bet gant an emsaverien o vezañ dipitus ivez (e mod Hunger Games 3). Brav eston eo an tresadennoù avat, un drugar. N’eo ket ul levr fall neuze met marteze e rankfe Mathieu Bablet soñjal e kenlabourat gant tud all evit an istor zoken ma n’eus anzavet e felle dezhañ mestroniañ bepred an istor e-kerzh an taolioù-grenn am boa klevet…Istor ha tresadennoù gant Mathieu Bablet. Embannet e ti Ankama éditions d’an 2 a viz Gwengolo 2016.

BlacKkKlansman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Gouere 24, 2021 by geekezig

blackkklansmanUr gwir istor eo hini BlacKkKlansman, istor ur poliser du a zo deuet a-benn da intrañ strollad ku klux klan e lec’h annez. Un istor digredus a-walc’h ha kentelius. Daoust da aktourien varrek n’on ket deuet a-benn da vont dreist an tu “pounner” a zo gant ar film, ober dave da d/Trump bepred (tremen a ra ar film e 1978), betek ur prantad gant film Birth of a Nation a oa re bounner e gwirionez. Echuiñ a ra ar film gant skeudennoù ouzh Charlottesville. Kompren a ran ar youl da zihuniñ stadoù-Unanet hirie an deiz evit gwelet n’eo ket cheñchet (pe eo aet war gil zoken) traoù zo met e gwirionez e oa graet en un doare na oa ket soutil tamm ebet er film-mañ d’am meno. Domaj eo rak mod all e oa kaset brav an traoù ha dedennus an istor.

Film sevenet gant Spike Lee. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 2e15.

Ouvrir la voix

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 16, 2021 by geekezig

Un teulfilm eo Ouvrir la voix. E-pad div eur e ro ar gaoz da verc’hed du o chom e Frañs. Merc’hed bet ganet e Frañs, reoù all n’int ket, merc’hed heñvelreviat, merc’hed arallreviat, merc’hed a gav a-bouez o feiz, reoù all nebeutoc’h hag all hag all. Temoù a bep seurt a vo gwelet ivez : an deskadurezh, an identelezh, ar revelezh, ar relijion…
Un teulfilm simpl e stumm ha kreñv spontus koulskoude. A-bouez e seblant selaou ouzh ar merc’hed-se, a lâr n’em santout treuzwelus a-wechoù. Pegen start e oa bet klevout anezho o kontañ e rankont bezañ direbech gant aon e vefe soñjet eo an holl dud du kablus ma reont an disterañ fazi, dizenelaet gant paotred a fell dezho “kaout darempredoù gant ur plac’h du” (personelezh ar plac’h na seblant ket bezañ kemeret e kont), skouerioù tud bet heñchet fall er skolaj hag el lise abalamour da liv o c’hroc’hen ha me oar me. Kontet eo plaen, sioul, en un doare don ha prevez. Un oberenn a-bouez.

Teulfilm sevenet gant Amandine Gay. Frañs, 2016, 2e.

Midsommar

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Meurzh 16, 2021 by geekezig

Heñveloc’h eo Midsommar ouzh Get Out eget ouzh filmoù spont a ra aon. Ur film brav eston eo, gant kalz labour tro-dro d’ar gouloù, d’ar gweledvaoù, d’an dilhad, hag all. Ur film euzhus eo ivez, leun a feulster.
Familh Dani a zo n’em lazhet. He mignon ne gred ket reiñ he sac’h dezhi abalamour d’an darvoud spontus-se. Kinnig a ra dezhi dont gantañ hag e vignoned e Sveden, da welet ur gouel hengounel e kumuniezh Pelle, unan eus paotred ar strollad.
Brav eston eo al lec’h, jentil an dud, pinvidik ar c’hredennoù/hengounioù. Buan a-walc’h avat e krog an traoù da vezañ iskisoc’h-iskisañ, nec’husoc’h-nec’husañ.
Pinvidik-mor eo Midsommar, hir eo ivez met n’am eus ket kavet hir ma amzer. Sebezus eo Florence Pugh (ur wech ouzhepnn). Niverus eo an temoù meneget er film : hini an disparti, ar c’hañv, ar familh, darempredoù trenk etre an dud, sektennoù, kredennoù, gouennelouriezh. Ur bern traoù a zo diskouezet en un doare soutil, da zivinout hepken. Abaoe pell ne oan ket bet ken fromet/souezhet/entanet gant ur film, o vont da lenn teoriennoù a bep seurt war ar rouedad ha gwelet traoù am boa c’hwitet warno hag all. Un director’s cut 2e50 a vez kavet e Blu-Ray. Spi ‘m eus e c’hallin gwelet anezhañ un deiz bennak 😀

Film sevenet gant Ari Aster. Stadoù-Unanet Amerika ha Sveden, 2019, 2e27. Difennet d’ar re dindan 12 vloaz.