Dielloù evit New York

Spirite 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Meurzh 17, 2024 by geekezig

E 1908 e Tunguska, Siberia e c’hoarvez un darvoud iskis. Ur c’houblad skiantourien a varv e-kerzh an darvoud hag ur skipailh tud a gav o flac’hig.
E 1931, e New York e labour Boris hag Ian asambles. Labourat a reont war tem ar speredoù, an tasmantoù, en un doare skiantel. Gwelet int evel triaklerion evel-just. En o labourva e vo drouklazhet Boris gant un den a seblant anavezout anezhañ a bell zo. Ian a gav sikour e burev ur gelaouenn n’eo ket gwall sirius war an temoù-se. Ur gelaouennerez yaouank a labour nevez zo du-hont, met ne gred ket tamm ebet en traoù-se. Asambles e klaskfont enklask, betek bezañ taget int ivez gant an den n’eus lazhet Boris…
Plijus eo Spirite, un nerzh film bevaat a zo gantañ me gav, darempredoù/startijenn o deus lakaet ac’hanon da soñjal e Anastasia da skouer. Dudius-tre eo hag echuiñ a ra gant ur c’hliffhanger spontus ! Gwelet e vo penaos e tro an traoù !

Motherless Brooklyn

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on C'hwevrer 24, 2024 by geekezig

Motherless Brooklyn a zo ur film “du” klasel. Dibabet en deus Edward Norton azasaat ur romant ha c’hoari ar perzh pennañ ouzhpenn seveniñ.
Er bloavezhioù 50 e New York emañ Lionel, klañv gant kleñved Gilles de la Tourette o labourat evit Frank Minna en ur burev enklaskerien prevez. Muntret e vez Frank. Da c’houde e glask Lionel kompren perak ha gant piv eo bet lazhet e rener ha mignon.
N’eo ket fall ar film ma fell deoc’h gwelet ur film polis/du neuze. Savet eo mat, skeudennoù brav a zo, elfennoù ret ar rekipe. Un tamm hir eo ar film avat ha disoñjet e vo buan a-walc’h ‘m eus aon.

Never Rarely Sometimes Always

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 11, 2024 by geekezig

17 vloaz eo Autumn. Ur plac’h yaouank trist ha digenvez eo ha n’em sant lakaet a-gostez gant he familh ha goapaet gant al liseidi all. Kompren a ra eo dougerez ha ne fell ket dezhi bezañ mamm evit poent. E Pennsylvania ne vo ket posupl dezhi diforc’hañ. Mont a ra neuze gant he c’henitervez Skylar betek New York. Dav eo dezho en em zibab er gêr vras, gant nebeut a arc’hant, lec’h ebet da lojañ, souezhadennoù an emgavioù a bep seurt evit Autumn.
Ur film start eo. A lak war-wel pegen luziet eo an traoù ha pegen digenvez e c’hall bezañ un diforc’hañ evit ur plac’h yaouank er Stadoù-Unanet. Eüruzamant emañ Skylar ganti. Brav eo an darempred etre an div blac’h.
Un tamm hir am eus kavet ar film avat ha yen en ur stumm. N’eo ket souezhus dre ret evit seurt dodenn.

Ocean’s 8

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Gouere 13, 2023 by geekezig

En toullbac’h emañ Debbie Ocean ha prientiñ a ra he gwalldaol a-zeu. Ur wech deuet er-maez e kav ar strollad merc’hed a sikouro anezhi da zont a-benn.
Ur film laeroñsi e mod filmoù all ar rummad Ocean’s eo Ocean’s 8. Ar wech-mañ e vo ur bagad merc’hed hepken avat ha tremen a ra an darvoudoù e-pad gala bloaziek ar Met. New York, dilhad brav eston ha mirdioù, un aergelc’h eus ar plijusañ! Dudius-tre ‘m eus kavet ar film, fentus ar bagad merc’hed, pep hini gant he barregezhioù hag ur sapre labour a zo bet graet war an dilhad evit ar gala evel-just met a-hed ar film ivez. Ur souezhadenn a-feson d’am meno.

Film sevenet gant Gary Ross. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e50.

Hustlers

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Kerzu 11, 2022 by geekezig

Awenet eo Hustlers gant traoù bet c’hoarvezet e gwirionez war a seblant. Istor ur strollad merc’hed eo, o labourat e kluboù strip-tease e Wall Street hag a ziviz profitañ eus arvalien didruez ar bed-se.
Heuliet e vo Dorothy/Destiny dreist-holl, a fell dezhi ober war-dro he merc’h ha sikour he mamm-gozh he deus desavet anezhi. Renet eo ar strollad gant Ramona, ha merc’hed all a gemer perzh. Un istor mignoniezh eo, un istor a dremen en ur bed hep paotred pe dost, mammoù o-unan, a glask sevel o bugale hag e c’hallfent bevañ emren. Ar baotred a zo kenseurted (me net vezont ket gwelet kalz) pe arvalien hepken, hep personelezh pe dost. Kenskoazell a zo etre ar merc’hed, prantadoù buhez a-stroll kreñv, evel ur familh. Plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh Hustlers, a ziviz pas barn ar merc’hed benn ar fin. Ral eo gwelet filmoù evel-se d’am meno.

Film sevenet gant Lorene Scafaria. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e50.

If Beale Street Could Talk

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Du 1, 2022 by geekezig

Ur film gorrek-tre eo If Beale Street Could Talk. Start eo ivez met brav war memes tro.
Er bloavezhioù 70 e New York emañ Tish ha Fonny o klask ur ranndi a-benn bevañ asambles. Fonny a vo harzhet gant ar polis ha kaset d’an toull-bac’h daoust dezhañ pas bezañ kablus. D’ar mare-se e oar Tish eo dougerez… Killselloù war istor karantez ar c’houblad ha stourm familh Tish evit sikour Fonny a lusk ar film. Brav eo ar sonerezh, prantadoù emgomz kreñv-tre a zo ivez, filmet brav eo an dud ivez. E gwirionez e lak da soñjal e Moonlight da vareoù zo, pezh a zo normal peogwir int bet savet gant memes sevener. Un tem all penn-da-benn eo ar wech-mañ avat hag azasadenn levr James Baldwin n’am eus ket bet lennet. Ur film bamus eo.

Film sevenet gant Barry Jenkins, diwar romant James Baldwin. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e57.

The Greatest Showman

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Here 20, 2022 by geekezig

Start eo bet bepred ar vuhez evit Phineas Barnum. Kollet en deus e dad abred ha ranket labourat ha bevañ er baourentez. Dimezet eo gant e garantez a viskoazh, Charity, merc’h un den pinvidik. Leun a hunvreoù eo PT Barnum ha sevel a ra ar c’hentañ arvest doare sirk er Stadoù-Unanet. Ul lec’h repu evit ur bern tud lakaet a gostez er gevredigezh, un arvest a lak an dud laouen met sorc’hennet eo PT gant bezañ gwelet mat gant lodennoù uhel ar gevredigezh, betek lakaat a gostez ar pep pouezusañ evitañ.
Ur film jentil eo The Greatest Showman, ur film dudius evit ar familh. Entanus eo ar c’hanaouennoù met faos a-walc’h e seblant pep tra (abalamour d’an implij betek re a efedoù ispisial). Dodennoù brav a zo met daoust da bep tra e chom re diwar c’horre, re brop pep tra.

Film sevenet gant Michael Gracey. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e45.

Someone Great

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 17, 2022 by geekezig

someonegreatSouezhus eo Someone Great. Sañset eo da vezañ ur film diwar-benn mignoniezh etre merc’hed, diskouez darempredoù en un doare modern hag all hag all. Faos a-walc’h en doa seblantet din al lodenn-se (estreget marteze er fin etre Blair hag Erin, hag en dibenn-tout etre an teir).
Roet eo bet he sac’h dezhi da Jenny dezhi gant Nate goude m’he defe bet ur post labour nevez er gelaouenn Rolling Stone, pezh a dalvez eo dav dezhi diloj e San Francisco. E-kerzh un devezh hag un nozvezh e fello da Jenny profitañ eus pezh a ra nerzh New York gant he mignonezed met ur bern lec’hioù ha degouezhioù a lako anezhi da soñjal e Nate.
Ar prantadoù etre Jenny ha Nate am boa kavet brav-tre. Ur gwir santad “dous-trenk” a oa a-hed ar film. Moutik oa ivez darempred Erin ha Leah.
Ur film digempouez a-walc’h eo neuze ha dedennusoc’h evel film “fin darempred karantez” eget evel film mignoniezh/engalloudadur ‘benn ar fin. Kavout a ran eo gwerzhet/brudet fall neuze. Met dedennus eo memestra, tuioù mat ha fromus a zo da Someone Great.

Film sevenet gant Jennifer Kaytin Robinson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e32.

Good Time

Posted in Filmoù with tags , , , , on Du 6, 2021 by geekezig

goodtimeAbaoe pell e felle din gwelet Good Time, film ar vreudeur Safdie.
Connie hag e vreur a laer arc’hant en un ti-bank, emañ ar polis war o lerc’h ha paket e vez buan Nick. Nec’het eo Connie evit e vreur a zo klañv a spered. A-hed an noz e glasko un diskoulm evit adkavout e vreur.
Un toullad mennozhioù mat a zo er film, talennoù a-feson ha prantadoù filmet brav. Digredus a-walc’h eo Robert Pattinson ivez met tudenn Connie a zo displijus spontus siwazh : kontañ ra gaou d’an holl, implij a ra an holl dud a groaz ha start eo neuze krediñ e fell dezhañ mad e vreur. Lakaet diaes on bet. Ne oa ket ur film evidon !

Film sevenet gant Josh ha Benny Safdie. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e41.

When Harry Met Sally

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Ebrel 18, 2019 by geekezig

N’em boa ket bet gwelet When Harry met Sally. Ur souezhadenn a-feson eo bet. Plijet en deus an istor-mañ din. When Harry met Sally a ziskouez un darempred etre daou zen o vont war-raok war un hir a brantad amzer (ouzhpenn 15 vloaz), pep hini o vont hag o tont gant o buhez a-raok n’em glevet. Fentus-tre eo ouzhpenn, a-drugarez d’an eil-tudennoù da skouer (Marie c’hoariet gant Carrie Fisher en o zouez) ha koshaet eo mat ar film me gav.
Kompren a ran perak eo gwelet evel klasel e-touez ar c’homediennoù romantel !

Film sevenet gant Rob Reiner. Stadoù-Unanet Amerika, 1989, 1e36.