Dielloù evit loened

Al louarn bras drouk ha kontadennoù all…

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 23, 2024 by geekezig

Ne oa ket bet lennet Le grand méchant renard ganin ha n’am boa ket bet tro da welet ar film kennebeut. Laouen e oan neuze o tizoloiñ anezhañ e brezhoneg!
Al louarn bras drouk a zo ur film rannet e teir lodenn e gwirionez. Tri film berr ma fell deoc’h. An holl anezho a dremen kostez un ti-feurm gant al loened. Kalz kalz fent a zo er film ha brav eo an tresadennoù hag ar bevaat.
Dudius bras eo ha c’hoarzhet am eus kalzik. Ur film evit an holl, ur film a galite da zizoloiñ e brezhoneg war-eeun evit ar re a zo dale ganto eveldon !

Elin la charmeuse de bêtes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 25, 2023 by geekezig

Ur manga a oa bet aliet din meur a-wech eo Elin la charmeuse de bêtes. Bevañ a ra Elin en ur gêriadenn gant he mamm. He mamm a zo e karg eus yec’hed an Tôda, erevent a vez desavet evit emgannoù. Gwelet eo fall ar vaouez avat peogwir e teu eus ur bobl kantreerien. Goude marv kevrinus al loened e vez tamallet ha kastizet d’ar marv gant tud ar gêriadenn. Elin he deus tec’het kuit d’ar mare-se ha degemeret eo gant un den a zo o vevañ er vro e-kichen.
Dedennus-kenañ eo bed Elin. Diazezet eo ar manga war ur romant ha plijet bras on bet, laouen e vin o lenn pelloc’h!

Cats

Posted in Filmoù with tags , , on Gouere 16, 2023 by geekezig

Ma. Ne blij ket Cats din. Bet e oan o welet an arvest e Pariz ha dirollet e oan da c’hoarzhin ken lu e kaven.
Raktres ar film-se ne roe ket c’hoant din neuze estreget goude bezañ klevet kement a dud o lavar pegen null a oa. Un doare kuriusted euzhus a voe neuze evidon gwelet ar film!
Da zigentañ : vil euzhus eo. Ne oan ket evit krediñ er munutennoù kentañ zoken. Boaziañ a reer avat.
Goude-se eo rik evel an arvest orin d’am meno : n’eus ket kalz danvez ha droch a-walc’h eo gwelet tud gwisket e kizhier o tañsal. Ar c’hanaouennoù o deus plijet din kazi muioc’h eget ar wech kentañ e-pad an arvest, pe neuze em boa soñj un tamm outo. Hir-kenañ eo, droch, vil, n’on ket evit aliañ ar film-mañ deoc’h estreget ma fell deoc’h gwelet unan eus “flop” brasañ ar bloavezhioù diwezhañ! Bamus eo un tamm en ur stumm.

Film sevenet gant Tom Hooper, diazezet war an arvest songomedi. Rouantelezh-Unanet & Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e50.

Dolittle

Posted in Filmoù with tags , , on Even 15, 2023 by geekezig

Skritelloù Dolittle n’o doa ket roet c’hoant din gwelet ar film, ket er sinema bepred. Met evit un nozvezh sioul, perak ket? Ar filmoù evit ar vugale a seurt-se a blij din a-walc’h.
Dolittle a zo ur mezeg barrek-kenañ a oar komz gant al loened. Goude marv e wreg war vor avat eo chomet bac’het en e di, pell eus an dud. Daou vugel a zeuio d’e welet : ur paotrig kollet goude bezañ gloazet ur gwiñver ha Lady Rose, merc’h ar rouanez. Dav e vo d’ar mezeg kuitaat e di ha mont en dro da bareañ tud ha loened neuze.
Ur film birvilh ha faltazi klasel a-walc’h eo Dolittle met pounner eo ar fent ha skuizhus taol-mouezh kembreat Robert Downey Jr. Gallet en defe bezañ kalz dudiusoc’h ha bamus me gav. Al lodenn bevaat e digoradur ar film a oa kazi a live uheloc’h eget ar peurrest d’am meno. Ouzhpenn ur bern aktourien vrudet evit ober mouezhioù al loened a oa ezhomm evit reiñ un tamm blaz ha personelezh d’ar film-mañ. Domaj eo.

Film sevenet gant Stephen Gaghan. Diwar oberenn Hugh Lofting. Stadoù-Unanet Amerika, 2020, 1e41.

Le cercle du Dragon-Thé

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Mae 29, 2023 by geekezig

Ul levr moutik tout eo Le cercle du Dragon-Thé. Greta a zesk goveliañ gant he mamm. En ur ober prenadennoù e kav un aerouant bihan gloazet war he hent. Ur wech pareet an aerouant e kas anezhañ en dro d’e berc’henn a zesk d’ar plac’hig ez eus “erevent-te”. Erevent bihan kizidik gant delioù/bleunioù warno. Ur sapre labour eo ober war-dro al loened-se. Deskiñ a ra Greta e kerzh ur bloavezh ober war-dro an erevent-te. Ober a raio anaoudegezh ivez gant Hesekiel (he mestr) met ivez Erik, gwaz Hesekiel ha Minette ur plac’hig kollet he memor ganti.
Koant kenañ eo an tresadennoù, dous tout. Brav ‘m eus kavet ivez istor an erevent-te, ar skiant evit ober war o zro, o galloudoù hag all.
Aliañ a ra digudenn al levr bannoù-treset-mañ d’ar vugale evit ur prantad dudi moutik.

Istor ha tresadennoù gant Kay O’Neill. Embannet e galleg gant Bliss, d’ar 14 a viz C’Hwevrer 2020.

Le discours de la panthère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Mae 1, 2023 by geekezig

Un heuliad istorioù berr eo Le discours de la panthère, diwar-benn red ar vuhez, ar marv, ar bed, ar memor…
Dre istorioù loened ez eus ur preder dedennus ha fromus me gav. Start eo lavarout muioc’h…
Brav eo an tresadennoù ouzhpenn. Ur souezhadenn a-feson eo bet evidon!

Istor ha tresadennoù gant Jérémie Moreau. Embannet gant 2024, d’an 22 a viz Here 2020.

L’odyssée de Choum

Posted in Filmoù with tags , on C'hwevrer 13, 2023 by geekezig

Tri film berr evit ar vugale yaouank a zo strollet war DVD L’Odyssée de Choum.
Nest a zo berr-tout, gant dañs parañ un evn. Brav eo an tresadennoù met n’on ket bet dedennet kement-se gant an istor.
The Bird and the Whale, kalz bravoc’h, barzhoniel kenañ, gant ur valum bamet rak traoù, en o-zouez un evn a gouezh en dour. Trist eo met brav.
Ha L’odyssée de Choum neuze. Ur film hiroc’h diwar-benn ur gaouenn vihan e kreiz ur gorventenn. Kuitaat a ra he neizh gant he breur a zo un û c’hoazh hag a bep seurt skoilhoù a gavo war he hent. Brav-tre eo.
Un dastumad filmoù-berr bevaat a galite.

Filmoù sevenet gant Sonja Rohlede, Alamagn, 2019, 4 munutenn / Carol Freeman, Iwerzhon, 2019, 7e munutenn / Julien Bisaro, Frañs ha Belgia, 2019, 36 munutenn.

Thoroughbreds

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Gwengolo 18, 2022 by geekezig

thoroughbredsKentañ film Cory Finley eo Thoroughbreds. Goude un digoradur iskis gant ur marc’h hag ur gontell e vo heuliet Lily hag Amanda, div blac’h yaouank en ur metou pinvidik-mor.
Amanda a zo gwelet gant an holl evel ur sodez, ur darempred souezhus a zo etre an div blac’h. Lily a seblant mont mat met buan e verz Amanda n’hall ket he mignonez gouzañv Mark, gwaz he mamm.
Rannet e chabistroù a lak ar film da gaout un neuz film Wes Anderson nec’hus, Thoroughbreds a zo savet evit mont pelloc’h pellañ ganti, en un doare sius ha skoemp.
Ur seurt fent du a zo a-hed an amzer hag un aergelc’h a lak diaes ar seller-ez met a zo hoalus ha sorc’hennus war un dro. Kavout a rae din em boa amprestet ar film peogwir e plij Anya Taylor-Joy din met a-greiz-holl eo deuet da soñj din e oa ivez ur film gant Anton Yelchin, vad en deus graet din e welet en-dro.

Film sevenet gant Cory Finley. Stadoù-Unanet Amerika, 2017, 1e32.

La fameuse invasion des ours en Sicile

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 24, 2022 by geekezig

la-fameuse-invasion-des-ours-en-sicileNe anavezen ket an albom/kontadenn La fameuse invasion des ours en Sicile, setu ne ouien ket petra oa an istor. Ur film kontet e doare commedia dell’arte eo.
Meur a daolenn a zo, a bep eil, gant prantadoù “kinnig” gant tudennoù konterien.
Brav eo ar film, met n’eo ket dre ret brav ar bevaat d’am meno, ha n’on ket deuet a-benn da chom war evezh evit heuliañ aketus an istor. Domaj eo, marteze ne oan ket imoret mat evit sellet, re glasel eo evidon, re eeun.

Film sevenet gant Lorenzo Mattotti diwar kontadenn Dino Buzzati. Frañs hag Italia, 2019, 1e25.

Entre Neige et Loup

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Meurzh 19, 2022 by geekezig

entreneigeetloup
Ur gontadenn eo Entre Neige et Loup, istor ur plac’hig a glask war-lerc’h he zad en ur bed leun a erc’h. Komprenet e vo tamm-ha-tamm abalamour da betra ez eus erc’h e pep lec’h ha penaos he deus krouet ar plac’hig doanioù en he fenn.
Koantik eo met n’on ket deuet a-benn da vezañ fromet pe tizhet e gwirionez.

entreneigeetloupdiIstor gant Agnès Domergue, tresadennoù gant Hélène Canac. Embannet e ti Jungle d’ar 16 a viz Here 2019.