Ur video eus Enjoy Phoenix a gomze diwar-benn al levezon fall en deus bet YouTube war he buhez an hini en doa lakaet da soñj din e oa Miss Americana e-touez ar filmoù a felle din sellet.
Un teulfilm diwar-benn Taylor Swift eo, a ziskouez kalzik a draoù evit kompren anezhi hag he dibaboù a feur ma tremene an amzer.
Souezhus e oa un tamm peogwir em boa selaouet eizhtez a-raok ouzh pladenn Kanye West, My Beautiful Dark Twisted Fantasy evit ar wech kentañ. Savet e oa bet an oberenn-mañ goude “istor”/reuz ar VMA a zo meneget evel-just en teulfilm. Kanye West a oa difoupet e-pad ur bloaz ha savet ar bladenn-se evit klask un doare da vezañ pardonet gant an dud.
Un toullad bloavezhioù goude e vo Taylor Swift a raio memestra gant istor/reuz kanaouenn Kanye West a veneg anezhi gant ar frazenn “I made that bitch famous”, an naer, tout se (re hir eo displegañ pep tra e gwirionez). Goude-se e tifoupas Taylor Swift e-pad ur bloaz, a-raok pladenn Reputation.
D’am meno, Kanye ha Taylor a zo o daou arzour donezonet hag a labour kalz, met n’o deus ket memes doare da vont en-dro. An heñvelderioù en o buhezioù a zo souezhus-kenañ (mamm Kanye a oa marvet nepell a-raok, mamm Taylor he deus bet ur c’hrign bev, an daou anezho o vezañ tost-tre eus o mamm).
Ma, siwazh eo start chom hep komz eus an “dramaoù”-se diwar-benn an eil pe egile.
Miss Americana a ziskouez neuze penaos eo kroget Taylor da son ha da ganañ abred-tre sonerezh country. Penaos he deus desket e oa arabat reiñ hec’h ali politikel (skouer an Dixie Chicks diwar-benn brezel Irak a zo roet er film), ne oa ket he rol, ar pezh a zo bet tamallet dezhi alies-kenañ (bezañ re davedek). Reiñ a ra tro da gompren pep tra. Ar gaozeadenn gant he skipailh, he zad zoken, a oa start da selaou, dre fellout dezho gwareziñ anezhi o deus mouget ha maget kaozioù. “Haters gonna hate.”
Plijus eo an teulfilm, gwelet e vez tammoù abadennoù skinwel, tammoù abadennoù live, prantadoù skrivañ kanaouennoù hag all. Taylor Swift a seblant, evel ur bern tud vrudet, bezañ nec’het bras gant ar fed pas bezañ karet ha levezonet bras gant ali an holl. Goude he frosez eo he deus bet c’hoant kregiñ da reiñ muioc’h hec’h ali ez politikel, pezh n’eus degaset brud fall dezhi evel-just met brud mat ivez hag un tamm sederidigezh war a seblant. Un teulfilm en deus plijet din neuze, met a vag ar c’heuz am eus e vefe bet nullet he zroiad e 2020 pa oan sañset da vont da welet anezhi e Belgia…
Teulfilm sevenet gant Lana Wilson. Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e25.
Ha fellout a ra deoc'h reiñ da lenn ar pennad-mañ da dud all ?