Dielloù evit kontadennoù

Peau d’Homme

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Kerzu 5, 2022 by geekezig

Dibabet eo bet danvez gwaz Bianca gant he familh. Fellout a rafe da Vianca anavezout anezhañ a-raok an eured, trist eo abalamour d’an hengounioù. He moereb a lavar dezhi sekred o familh, ur c’hroc’hen paotr a zo ganto. Gallout a ra d’ar merc’hed dont da vezañ Lorenzo ha bevañ e bed ar baotred evit kaout un tañva. Bianca a gompreno piv eo he danvez gwaz hag e karo anezhañ tamm-ha-tamm. Pezh a zo, eñ a gar Lorenzo, ket Bianca… E keit se emañ ar gêriadenn o strishaat he reolennoù abalamour da vreur Bianca, beleg strizh.
Ur gontadenn eo Peau d’Homme, ur gontadenn enep speredoù strizh relijiel, evit frankiz pep hini, frankiz revel, arzel, gwiskañ, bevañ.
Un istor kontet mat ha koant eo. Speredek.

Istor gant Hubert ha tresadennoù gant Zanzim. Embannet e ti Glénat d’an 3 a viz Even 2020.

Heroines Game 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Gouere 25, 2022 by geekezig

heroinesgameUn doare Battle Royale eo Heroines Game : harozezed ar c’hontadennoù (en un doare ledan-kenañ) a rank kemer perzh en ur c’hoari e lec’h ma rankont lazhañ an eil re ar reoù all betek ma chomfe unan hepken a welo he hetoù dont da wir. Alice a vez heuliet dreist-holl, a seblante bezañ e penn ur strollad idol en ur vuhez all.
N’on ket bet evit kompren mat petra oa ar jeu gant Alice : daoust hag ur plac’h wirion eo en hor bed, perak eo erruet er c’hoari ma n’eo ket Alice bed ar Marzhoù? An holl elfennoù-se a oa dizispleg. E fin al levrenn e seblant bezañ heñveloc’h eus ar Rouanez a Galon eget eus Alice…
Tudennoù ar merc’hed all n’int ket dedennus-tre evit poent, estreget Poucelina marteze.
Poan ‘m eus bet o welet pal ar manga-mañ e gwirionez ha me plac’h ar Battle Royale koulskoude !

heroinesgame1Istor ha tresadennoù gant TABASA Iori. Embannet e galleg gant Kana, d’ar 6 a viz Gwengolo 2019.

Le chemin de Jada

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 26, 2022 by geekezig

lechemindejadaLe chemin de Jada a zo ur gontadenn diwar-benn div c’hoar. Unan anezho a zo teñvaloc’h he c’hroc’hen eget eben ha ne blij ket se na d’he familh, na d’an dud tro-dro dezhi.
Difennet eo d’ar merc’hed mont da bourmen er c’hoadoù met un deiz e chom Jada diwezhat, dont a ra he c’hoar war he lerc’h, met ne gav ket sikour digant an Heol peogwir ne wel ket ar plac’hig ken du eo he c’hroc’hen.
Anat eo an albom diwar-benn an dispriz liv (colorisme) : pegen gwelet brav eo ar c’hroc’hen sklaeroc’h ha disprizet ar c’hroc’hen teñval. Ur sujed dedennus ha ral en istorioù evit ar vugale ‘m eus aon.
Koant eo ar c’hlozadur. Mat eo kaout albomoù evit ar vugale a seurt-se!
Le-chemin-de-JadaIstor gant Laura Nsafou ha tresadennoù gant Barbara Brun. Embannet gant Cambourakis, d’an 8 a viz Genver 2020 en dastumad “Sorcières”.

La fameuse invasion des ours en Sicile

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Meurzh 24, 2022 by geekezig

la-fameuse-invasion-des-ours-en-sicileNe anavezen ket an albom/kontadenn La fameuse invasion des ours en Sicile, setu ne ouien ket petra oa an istor. Ur film kontet e doare commedia dell’arte eo.
Meur a daolenn a zo, a bep eil, gant prantadoù “kinnig” gant tudennoù konterien.
Brav eo ar film, met n’eo ket dre ret brav ar bevaat d’am meno, ha n’on ket deuet a-benn da chom war evezh evit heuliañ aketus an istor. Domaj eo, marteze ne oan ket imoret mat evit sellet, re glasel eo evidon, re eeun.

Film sevenet gant Lorenzo Mattotti diwar kontadenn Dino Buzzati. Frañs hag Italia, 2019, 1e25.

The Nutcracker and the Four Realms

Posted in Filmoù with tags , , , , on C'hwevrer 25, 2021 by geekezig

Anzav a ran n’anavezan ket istor kontadenn Nußknacker und Mausekönig. Dedennet e oan o welet ur film Disney nevez avat, dreist-holl unan ne oa ket remake ur film bevaat.
D’ar 24 a viz Kerzu e resev bugale ar familh Stalbhaum profoù digant o mamm, marvet nevez zo. Clara a resev un û, posupl eo digeriñ ar prof souezhus-se met n’emañ ket an alc’hwez ganti. E kerzh ar bal lec’h m’eo pedet he familh e vo kaset en ur bed meurdezus e lec’h ma oa rouanez he mamm. Peder rouantelezh a zo er bed-se hag unan a zo a-gostez, ur brezel a zo o tostaat. An diskoulm a zo kavout an alc’hwez…
Brav eo The Nutcracker and the Four Realms, ar skeudenn, an dilhad… Ur film klasel-kenañ eo mod all, hep souezhadenn ebet e gwirionez. Un dudi familh plijus.

Film sevenet gant Lasse Hallström ha Joe Johnston. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e39.

Yûrei Station

Posted in C'hoarioù video with tags , , on Eost 23, 2017 by geekezig

Ur c’hoari bihan tout eo Yûrei Station. Eeun-kenañ eo ha berr-tre (20 munut ‘m eus me lakaet).
War vourzh un tren e krog an traoù. Dizoloet ‘vez kemennadennoù souezhus hag an harozez a zo o klask kavout ur respont bennak.
Ur c’hoari bet savet gant Atelier Sentô eo hag an tresadennoù ‘zo bet graet e korf 2 devezh stal-labour gant 25 lisead eus Naoned e miz Meurzh 2017.
Santet e vez ul levezon eus istorioù tasmantoù japanat. Daoust d’an doare eeun da vont war-raok (klikañ hepken, un nebeut “luziadelloù” simpl-tre) on bet souezhet meur a-wech ha nec’het un tamm gant an aergelc’h. Peadra da dremen ur prantadig a-feson ma plij seurt aergelc’h deoc’h en tu-hont d’ar raktres dedennus.

C’hoari point-and-click evit ur c’hoarier, diorroet hag embannet gant Atelier Sentô. Da bellgargañ hepken war Windows, Mac ha Linux, digoust, abaoe ar 6 a viz Mae 2017 : https://ateliersento.itch.io/yurei-station

Beauty & The Beast

Posted in Filmoù with tags , , on Ebrel 28, 2017 by geekezig

Ur genseurtez/mignonez he doa bet kement a blijadur gant Beauty & The Beast e felle dezhi e welet en-dro ha bet on ganti.
Ret eo gouzout emañ Beauty & The Beast e-touez ar filmoù bevaat Disney a blij ar muiañ din.
Kregiñ a ra ar film nevez hep gwerennoù livet ar film bevaat, ma, n’eo ket gwall dra (zoken ma plije din è_é). Tamm-ha-tamm avat e kav din sellet ouzh un eilenn divlaz. Mankout a ra ar pezh a blij din er film bevaat ha n’eus ket kalz a draoù disheñvel hag a vefe dedennus. Ar cheñchamant brasañ a zo tudenn Gaston. Luke Evans a zo bamus a-walc’h er roll-se met deuet eo da vezañ kazi plijus pe d’an nebeutañ en deus doujañs evit Belle hag he fersonelezh, ne ra ket goap outi gant he levrioù da skouer, ar pezh a zo iskis un tamm (met n’eo ket ken simpl hag a oa er film bevaat, pezh n’eo ket fall kennebeut). An daouad gant Le Fou am eus kavet fentus.
Er c’hastell avat… Tudennoù ar “skipailh” a ra kazi aon gant an efedoù ispisial. Memes efed ha penn-kentañ The Jungle Book hep na paouezfe ar santad james. Ul lodenn evel kanaouenn “Be My Guest” en deus lakaet ac’hanon un tamm diaes da skouer. Taol-mouezh gall Ewan Mc Gregor n’eo ket deuet brav kennebeut…
Eus e du, ar priñs a zo “fentus” met perak ‘ta e ra goap eus al levrioù a blij da v/Belle? Traoù nevez a zo bet ouzhpennet d’an istor diwar-benn bugaleaj Belle hag hini ar priñs am eus kavet dister (ha kanaouennoù nevez savet = PERAK? Pell int eus live ar re orin ha n’am eus ket komprenet c’hoazh da betra e servijent). Un dra dedennus a zo bet ouzhpennet memestra : liamm ar c’hastell gant ar gêriadenn, o tiskouez splann en doa ar mallozh un efed war an dud all e diavaez ar c’hastell, se oa kavet mat me gav.
N’on ket bet heuget dirak ar film, plijadur ‘m eus bet zoken met ur c’hwitadenn eo evidon e-keñver ar film diazez.
Kresket eo c’hoazh ma c’harantez evit ar film bevaat neuze ha dreist-holl evit an dibaboù kamera dedennus a oa (Belle war skeul ar stal levrioù, robenn Belle o tremen dirak ar c’hamera e-pad dañs “Tale As Old As Time”).
Ur c’hevrin : perak eo gwisket ar baotred gant chupennoù a lak da soñjal e reoù Eliant er fin? 😀

Film sevenet gant Bill Condon. Stadoù-Unanet Amerika, (e sinemaoù Frañs abaoe an 22 a viz Meurzh) 2017, 2e09.

Cinderella

Posted in Filmoù with tags , , , on Ebrel 10, 2016 by geekezig

cinderellaSouezhet mat e oan bet gant Maleficient (zoken ma n’am eus james skrivet ma fennad!) am boa sellet er c’harr-nij. Dedennet a-walc’h e oan o welet Cinderella neuze, ma oa savet un tamm war memes skouer. Pezh a zo, ne gont ket ar film un istor nevez, adkontañ rik kontadenn Luduennig an hini a ra, hep kanaouennoù ha gant neuz “sirius” tud a seblant neuze un tamm lu gant o doareoù.
Fent a zo er film (dre dudenn ar c’habiten, kuzulier ar priñs, da skouer) met digempouez e seblant bezañ (traoù zo a zo “fentus” evit lakaat ar vugale da c’hoarzhin ha traoù all a vo komprenet kentoc’h gant ar re vras) ha ne vir ket an hollad da gaout un neuz faos ha “too much” penn-da-benn. N’on ket bet displijet bras (un doare entan a zo gant an aktourien memestra ha gant Lily James dreist-holl) met un tamm diseblant on chomet rak n’am eus kavet ne zegase netra, gwelloc’h e vefe bet din sellet ouzh film bevaat 1950 e plas, anzav a ran.

Film sevenet gant Kenneth Branagh. Stadoù-Unanet Amerika & Rouantelezh Unanet, 2015, 1e45.

ラブ&ピース (Love & Peace)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Kerzu 26, 2015 by geekezig

love_and_peaceUr film iskis-kenañ eo Love & Peace a felle din gwelet abalamour da vrud e sevener. Ur gontadenn eo, ur gomedienn, ur film troet war ar sonerezh met ivez ur film kaiju! Nag a draoù!! Ouzhpenn-se ez eus ur film gant aktourien met kalz prantadoù bevaat a zo memestra abalamour ez eus kalz c’hoarielloù o kemer perzh en istor.
Ryo a zo ur paotr gant ul labour nul, a vev en ur ranndi bihan dister. Ne blij ket e vuhez dezhañ, an holl a ra goap outañ hag e hunvreoù sonerezh a zo aet da hesk tamm-ha-tamm. Un deiz bennak e pren ur vaot vihan hag un darempred mat a zo etrezo. Koulskoude pa vo graet goap outañ abalamour d’e vaot el labour hag e kaso anezhi kuit dre ar privezioù. Al loen a erruo en ul lec’h iskis, ul lec’h degemer evit al loened hag ar c’hoarielloù bet dilezet gant an dud. Adalek ar marv-se e krogo Ryo da gavout chañs ha da vont davet e hunvre, a-drugarez d’ur ganaouenn a skriv o soñjal e Pikadon (e vaot) hag a vo komprenet evel ur ganaouenn o komz eus ar bombezennoù nukleel (lesanvet evel-se e Japan).
Fentus eo ar film, plijus ar sonerezh, souezhus an emdroadur tro-dro d’an den kozh a zastum ar c’hoarielloù/loened dilezet… Ur film diwar-benn ar gevredigezh beveziñ (hag ar gizioù) ha metou ar sonerezh e Japan eo ivez. Pinvidik ha liesseurt eo da vat! Un tamm hir eo marteze hag ispisial an doare da c’hoari (japanat-tre) met plijet on bet kalz gant ar film, un dudi a-feson eo bet evit echuiñ festival Utopiales ar bloaz-mañ.

Film sevenet gant SONO Sion. Japan, (diskouezet e festivalioù hepken e diavaez Japan evit ar mare) 2015, 1e57.

Cendrillon

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Mae 2, 2015 by geekezig

cendrillon-cUr spin-off eus Fables eo Cendrillon. Daou istor a zo el levr : Bons baisers de Fableville ha Les Fables sont éternels. Heuliet e vez Luduennig neuze en hec’h avanturioù spierez. James Bond penn-da-benn, gant un tamm prantadoù o paotreta ha tout. Beajet ‘vez kalz, fentus ha dudius eo ar chabistroù-mañ. Gant pep istor e vez dizoloet ivez labourioù a oa bet kaset da benn gant Luduennig a-raok, da vareoù all. Ur spin-off efedus ha plijus!cendrillon-pl

Istor gant Chris Roberson (diwar tudennoù Bill Willingham), tresadennoù gant Shawn McManus. Embannet e galleg e ti Urban comics (dastumad Vertigo) d’ar 5 a viz Kerzu 2014.