The Jungle Book

thejunglebookDaoust din bezañ souezhet c’hoazh gant giz filmoù “live” Disney, ne gavan ket anezho ken fall-se evit ar mare. Sellet ‘m eus ouzh The Jungle Book neuze.
E-kerzh ar munutennoù kentañ e oan prest da baouez gant an DVD ken jenet ma oan gant an efedoù isipisial, ne oa netra gwir estreget Mowgli! Kendalc’het ‘m eus koulskoude betek bezañ o krenañ gant an aon dirak tudennoù zo, tapet da vat!
Plijet on bet gant doareoù Baloo a zo kalz skoempoc’h eget na oant er film bevaat (em eñvorennoù d’an nebeutañ!). Un drugar e oa ivez klevout an aktourien hag aktourezed a-feson a advouezh al loened.
Ur film plijus eo evidon-me, a ziskouez ur wech ouzhpenn eo soñjet kentoc’h mat ar rummad filmoù-mañ gant Disney. Marteze e oa gwelloc’h c’hoazh war skramm bras, neuz “vil” ha faos skeudennoù zo a oa marteze un efed eus ar pezh a oa lakaet war-wel e 3D? Piv ‘oar!

Film sevenet gant Jon Favreau. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 1e46.

 

Advertisements

Ur respont to “The Jungle Book”

  1. […] ar “skipailh” a ra kazi aon gant an efedoù ispisial. Memes efed ha penn-kentañ The Jungle Book hep na paouezfe ar santad james. Ul lodenn evel kanaouenn “Be My Guest” en deus lakaet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: