Dielloù evit lennegezh young adult

Star Daughter

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 12, 2024 by geekezig

Brav eston e kaven golo Star Daughter. Ur romant “own voices” e oa, hag ur romant Young Adult faltazi mesket gant sevenadur Indez a seblant ral!
Sheetal a zo merc’h un den hag ur steredenn. He mamm he deus dilezet anezho avat setu ne oar ket kalz a dra diwar-benn lodenn-se hec’h identelezh estreget e rank livañ he blev bepred evit ma chomfe kuzh he blev griz arc’hantet.
Un deiz bennak e gloaz he zad gant he galloudoù steredenn hag evit e sikour he deus ezhomm gwad ur steredenn.
Mont a ra neuze da welet familh he mamm, met pezh ne oar ket eo e vo implijet gant he zud-kozh evit kemer perzh en ur genstrivadeg evit ren war rouantelezh ar stered. Gwelet e vo fall gant ar berzhidi all, ret e vo dezhi deskiñ ur bern traoù buan-kenañ, doareoù da vezañ ha me oar me, ha souezhet fall e vo ouzhpenn gant he familh. Ne vo ket aes!
Ur romant plijus eo Star Daughter, brav eo ar bed kinniget hag ijinet, skeudennoù brav-tre a zeu e spered al lenner-ez.

La fiancée

Posted in Levrioù with tags , , , , on C'hwevrer 11, 2023 by geekezig

Golo La fiancée a blij kalz din. Laouen e oan o lenn ul levr nevez gant Kiera Cass. Soñjal a rae din da zigentañ e oa un istor all e bed La sélection met n’eo ket e gwirionez.
Heuliet e vez Hollis, ur plac’h yaouank o vevañ e palez Koroa. E-touez an aristokratelezh emañ he familh ha gwelet eo mat-tre gant ar Roue (yaouank) Jameson er mare-mañ.
Un tamm poan am boa bet o vont-tre en istor met tamm-ha-tamm pa c’houlenn Jameson ali Hollis evit kemer divizoù hag e rank ar plac’h yaouank deskiñ traoù diwar-benn an harzoù ha saviad politikel ar broioù all, kaout emglev gant tud all er palez ha traoù a seurt-se en doa seblantet dedennus din. Pezh a zo ne vefe ket ur romant evit ar grennarded hep un doare “tric’horn karantez” setu neuze tudenn Silas o tont. Adalek ar mare-se e krogo Hollis da gaout douetañs rak he santimantoù evit ar roue.
Re drumm o deus seblantet dibaboù Hollis din, evel ma vankfe ul lodenn bennak evit krediñ e c’hallfe cheñch he mennozh ken buan. Lodenn ziwezhañ al levr na oa ket fall met ne oa ket ar pezh a felle din lenn setu e oan hegaset. Ur pezh mell darvoud spontus a c’hoarvez er fin tout hag aze e oan hegasetoc’h c’hoazh. Da betra ? N’on ket laouen gant ar romant-mañ, n’eo ket a live gant romantoù La Sélection d’am meno. Dipitus!

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg gant R Jeunes Adultes, d’an 11 a viz Even 2020.

La couronne – La sélection 5

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Gouere 4, 2016 by geekezig

la-selection-tome-5---la-couronneBuan am eus lennet pempvet ha diwezhañ levr La sélection. Lârat a ran diouzhtu : gwellañ levr an dastumad eo evidon.
Eadly a rank kemer kargoù lezrouanez en ur c’hortoz e wellafe stad yec’hed he mamm. Kompren a ra ivez n’eo ket karet gant ar bobl hag e rank ober strivoù war an dachenn-se. Poent eo dezhi dibab unan eus ar baotred da zanvez-pried met kollet eo mik. Ouzhpennomp hêr Illéa o tont da sikour anezhi hag e vo sapre traoù! Divizoù politikel, preder diwar-benn pouez an eured en ur rouantelezh…
Me gav eo aet donoc’h ar skrivagnerez e temoù sirius, hep disoñjal lodenn «media» an afer. Prantadoù fromus a zo, prantadoù fentus, sell nevez ur plac’h yaouank war he zud, un darempred plijus etre ar baotred… Ur bern traoù o deus plijet din el levrenn-mañ ha laouen on gant an doare ma echu an traoù evit Eadley hag evit Illéa.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 12 a viz Mae 2016.

La Sélection – Histoires secrètes (2)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Meurzh 13, 2016 by geekezig

selection-histoires-secretes-reine-prefereeSetu un dastumad istorioù nevez tro-dro da La sélection. Div danevell a zo hag traoùigoù ouzhpenn, goulennoù gant ar skrivagnerez (tro-dro da L’héritière un tammig) ha poltredoù Nathalie, Elise ha Kriss goude darvoudoù L’élue.
An danevell gentañ, La reine, a ziskouez sell Amberly e-pad he frantad kenstrivadeg. Tro zo neuze da welet ar roue Clarkson pa oa yaouank, ur priñs c’hoazh. Dedennus-tre ‘m eus kavet gouzout penaos e oa bet an traoù eviti, eus peseurt metou e oa, hag all.
Un tamm dipitetoc’h on bet gant an eil danevell, La préférée, tro-dro da Varlee (a zo ma zudenn karetañ a-bell), re romantel hag un tamm sukr-ha-mel ‘m eus kavet. Gwelet vez penaos he deus graet anaoudegezh gant Carter ha petra ‘zo c’hoarvezet ganto a-raok bezañ jahinet ha goude. Ur prantad fentus un tamm a zo (gant America mezv) met mod all ‘m eus kavet un tamm divlaz rak ne gaven ket tuioù heverk Marlee e-barzh kement-se.
Berr-tre eo an traoùigoù ouzhpenn. Plijadur ‘m eus bet o lenn an div danevell-mañ, kavout a ran dedennus bepred pa glask ur skrivagner-ez gwelet darvoudoù gant sell un dudenn all pe lakaat ar gaoz war traoù c’hoarvezet a-raok pe goude an istor pennañ. Lennet am eus evel un tenn. Gwelloc’h ‘vo din gouzout penaos e tro an traoù evit Eadly avat…

Danevelloù gant Kiera Cass, embannet e galleg gant Robert Laffont en dastumad R, d’an 22 a viz Here 2015.

The Fault in Our Stars

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on C'hwevrer 29, 2016 by geekezig

The_Fault_in_Our_StarsGoude ar film em eus soñjet e vefe mat din lenn al levr, memestra. Ul levr aes eo da lenn e saozneg. Heñvel-tre eo ar film ouzh al levr, n’am eus bet souezhadenn ebet e gwirionez. Nerzh al levr a zo bepred diskouez ar re glañv evel tud evel ar re all, gant fent. Ur bern frazennoù brav a zo el levr ha prantadoù fromus-tre a zo evel-just. Brav eo bepred an darempred etre an tudennoù, d’am meno e vez meneget muioc’h saviad arc’hant ar gerent eget er film (jenet e oan bet gant se) o tiskouez splannoc’h ez eus traoù zo ne reont ket evit gallout ober war-dro o bugale, keit ma c’hallont en ober. Klask a rin lenn romantoù all gant John Green moarvat!

Romant skrivet gant John Green. Embannet gant Dutton Books d’an 10 a viz Genver 2012.

Ne t’arrête pas (Expérience Noa Torson #1)

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Genver 26, 2016 by geekezig

Experience-Noa-Torson-tome-1-Ne-tarrete-pasNoa a zihun en ul lec’h iskis. Oberataet eo bet war a seblant. Dont a ra a-benn da vont kuit met adalek bremañ e vo klasket war he lerc’h ha n’he do neblec’h evit kuzhat. Ur plac’h yaouank bet a di da di eo, emzivadez hag erru skuizh gant ar servijoù sokial a ra(e) war he zro. Barrek-spontus eo gant an urzhiataerioù ha mennet da c’houzout hiroc’h war ar pezh zo c’hoarvezet dezhi. Peter eus e du a zo ur paotr yaouank a vev en ur familh pinvidik. Marvet eo e vreur un toullad bloavezhioù zo met ne vez ket lakaet ar gaoz war se. Dizoloiñ ‘ra emañ eo liammet e dad gant un afer iskis. Klask a ra enklask met paouezet e vez gant tud a seblant bezañ en ur servij kuzh bennak. Asambles gant Noa e klaskfont gouzout hiroc’h…
Daoust hag e lak Noa da soñjal e Lisbeth Salander? Penn-da-benn. Siwazh n’on ket deuet a-benn da gavout anezhi ken plijus. Peter ‘m eus kavet plijusoc’h ha ret eo anzav eo kevrinus-tre ar pezh a c’hoarvez ganto (ur c’hleñved-red a dag ar grennarded hepken) setu n’am eus bet kudenn ebet o lenn Ne t’arrête pas. Ur romant efedus ha dudius. D’am soñj eo bet sirius ar skrivagnerez ha goulennet sikour evit al lodennoù a denn ouzh ar stlenneg. Santet e vez ivez karantez evit kêr Boston, hag anzav a ran e ro c’hoant pourmen e straedoù ar gêr da vareoù zo. N’ouzon ket ma fello din groñs lenn ar pezh a c’hoarvez goude, gwelet e vo!

Romant skrivet gant Michelle Gagnon. Embannet e galleg gant Nathan, d’an 29 a viz Genver 2015.

The Hunger Games : Mockingjay – part 2

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 8, 2016 by geekezig

Hunger-games-32Trede levr The Hunger Games n’en doa ket plijet din kement-se m’ho peus soñj mat ha ne oan ket gwall laouen gant an diviz ober daou film gant al levr-se. Ar film 3.1 en doa souezhet ac’hanon kentoc’h mat ha daoust din kavout eo an 3.2 an hini gwanañ eus an tri film diwezhañ (ar re nemetañ a gavan dedennus) em eus kavet ne oa ken sot-se an diviz-se. Kenderc’hel a ra gant tuoù mat ar filmoù all sevenet gant Francis Lawrence. Film diwezhañ The Hunger Games a zo ur sapre film birvilh. Soñj mat em boa eus ar pezh a c’hoarveze (souezhet on bet) met sklaeroc’h ha kreñvoc’h n’eus seblantet din war ar skramm. E gwirionez on bet bamet gant al lodennoù birvilh ‘m eus kavet efedus, savet mat ha lusket dispar. An tammoù psikologel n’am eus ket kavet ken dispar. Dipitet on bet gant ar fin a zo chomet rik ar memes hini met en ur gomz gant ar mignon a oa ganin (n’en deus ket lennet al levrioù) em eus merzet e oa kalz skoempoc’h da gompren war ar skramm eget el levr, neuze eo dedennusoc’h kalz (digoroc’h da doareoù all da ijinañ pe da gompren ar c’hlozadur-se, sur). Ur bern istudennoù plijus a zo er film (er strollad a gas an argad), ar pezh n’em boa ket santet kement en ul lenn al levr (pa adlennan ma fennad!) ha klozañ a ra mat an oberenn am eus kavet doujus en ur vezañ disheñvel ha kazi pinvidikoc’h. D’am soñj e oa pouezus gwelet ar film war skramm bras ivez, ken sebezus eo lodennoù zo.

Film sevenet gant Francis Lawrence. Stadoù-Unanet Amerika, (war skrammoù Frañs abaoe an 18 a viz Du) 2015, 2e17.

L’héritière – La sélection 4

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Du 4, 2015 by geekezig

selection4Souezhet on bet o c’houzout e oa ul levr nevez eus La sélection (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù avilvern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. Emañ merc’h henañ America ha Maxon o prientiñ da vezañ rouanez gentañ Iléa. Ne ya ket mat pep tra koulskoude, daoust d’ar sistem kastoù bezañ bet lakaet d’an traoñ e chom kalz kudennoù er gevredigezh ha dismegañs etre rummadoù-sokial, hêrezh ar c’hastoù-bet. Evit klask reiñ un tamm entan en-dro d’an dud e vez kinniget ur c’hoari nevez evit klask ur gwaz da Eadly.
Un tamm torr-penn eo Eadly (ket dres evel ma oa America avat!) met plijet on bet kalz gant he zu gwregelour, na gompren ket perak eo ret dezhi kavout ur gwaz padal en em sant barrek da ouarn hec’h-unan. Er penn-kentañ em eus bet ar santimant e oa kollet ar skrivagnerez etre America hag Eadly rak ur wech pe ziv e seblant Eadly ober fae war an dilhad evel ma rae America padal e plij-se dezhi kalz (tresañ a ra he dilhad hec’h unan ha tout, pezh zo kentoc’h cheuc’h!). A bep seurt traoù a vo tro da welet, en o-zouez eston ha doan ar plac’h, divoaz da doareoù zo, pa vez taget gant paotred zo. Gwirheñvel e seblant din neuze e-touez an niver a baotred e vefe reoù o klask ober drouk dezhi. Ur bern reoù all a zo dereat, jentil, fentus, lent, pabor, faëus… En ur stumm e kavañ splannoc’h personelezhioù ar baotred gant sell Eadly eget na oa personelezhioù ar merc’hed gant sell America. Ma. E-keñver politikerezh ha familh en deus seblantet din dedennusoc’h ivez, fromus da vareoù zo zoken. Un tu Long Live The Queen (ma vefen sirius e vefe ul liamm davet ur pennad diwar-benn ar c’hoari) d’an hollad ^^
E gwirionez on laouen neuze gant an doare m’eo adlañset bed La sélection, da welet penaos e troio an traoù.

Romant skrivet gant Kiera Cass. Embannet e galleg e ti Robert Laffont en dastumad R, d’ar 7 a viz Mae 2015.

Eleanor & Park

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Genver 18, 2015 by geekezig

Eleanor-and-ParkFentus eo istor ar romant-se evidon. E brofet em boa d’am nizez evit he 13 vloaz hag e oa aet hi ivez da brenañ anezhañ evidon d’ar memes mare! Da Nedeleg he deus profet din al levr setu on kroget d’e lenn en treñ da Bariz disul.
Tremen a ra ar romant er bloavezhioù 80 er Stadoù-Unanet en ur c’harter un tamm paour. Park a zo ur c’hrennard ordinal, n’eo gwelet na mat na fall met e vamm a zo Koreanez ha kemplezhiet eo un tamm gant e neuz diavaez. Eleanor a zo ar plac’h nevez er skol, blev ruz rodellet ganti ha kentoc’h tevik, buan e vez an dud oc’h ober goap outi. N’eo ket ar gwashañ eviti koulskoude peogwir eo kentoc’h er ger n’a ket, gant mignon he mamm, Richie.
Park & Eleanor a grogo un darempred didrouz, just o vezañ azezet kichen-ha-kichen er c’harr boutin. Goude ur mare e lennont bannoù-treset asambles, goude-se e selaouont sonerezh ha setu penaos e krog ar garantez etrezo. Moutik-tre eo o darempred ha meur a wech am eus kavet gwir-tre ar pezh a c’halle soñjal pe ober an tudennoù, an traoù droch a c’haller ober d’an oad a 16 vloaz just a-benn gwelet an den a garer. Dodennoù all a zo evel-just, gouennelouriezh, identelezh, feulster (er skol, er gêr) ha paourentez dreist-holl. Buan ‘m eus lennet ar romant ha plijus-tre ‘m eus kavet e gwirionez ha fromus ken-ken. Iskis eo peogwir ne kont netra dreistordinal met se an hini ‘zo kreñv : deskrivadennoù ken resis eus ar santadoù kreñv a c’haller kaout en ur stokañ dorn unan bennak a garer pe o kavout brav traoùigoù resis, o karout un doare da lârat an traoù… Gwir-tre, kaerderioù simplañ ar garantez.
C’hoarzhet ‘m eus ivez gant ar prantad tro-dro d’ar fardañ, da Han Solo… Pep hini a c’hall kavout traoù heñvel e Eleanor hag e Park moarvat. Deuet brav eo ar romant-mañ evidon-me, un drugar eo bet e lenn.
Ha peseurt gerioù a vefe bet skrivet gant Eleanor war ar gartenn-post? 🙂
Evit ar re a zo bet plijet gant al levr eveldon ez eus ur bern fan art brav da gavout war ar rouedad ^^

Romant amerikan skrivet gant Rainbow Rowell. Embannet e galleg gant Pocket Jeunesse d’ar 5 a viz Even 2014.

The Hunger Games : Mockingjay – part 1

Posted in Filmoù with tags , , , , on Kerzu 25, 2014 by geekezig

Mockingjay-Part-1Marteze ho peus soñj ne oan ket bet plijet kement-se gant trede lodenn levrioù The Hunger Games met souezhet brav-tre gant an eil film. Fellout a rae din gwelet ar film nevez neuze evit gwelet peseurt disoc’h e rofe. Evel an holl filmoù diouzh ar c’hiz eo bet rannet an trede e div lodenn, neuze e kont The Hunger Games : Mockingjay – part 1 gwellañ lodenn al levr, pa zizolo Katniss doareoù an distrikt 13. An dra kentañ tout ‘m eus merzet a oa “o ya gwir eo, film diwezhañ Philip Seymour Hoffman eo” 😥 Plijus eo gwelet anezhañ en-dro met un tamm fromus ‘oa. Deuet eo brav taolennadur ar vuhez er bunker me gav daoust din kavout n’eus ket trawalc’h a bersonelezh gant familh Katniss keñveriet gant al levr. Katniss ‘zo dedennusoc’h bepred ha plijet ‘n eus din gwelet e oa A-BENN AR FIN ur c’hoari gant ar sevel filmoù a drugarez da dudenn Cressida, ar sevenourez. Prantadoù fromus-tre a zo ha kalz plijadur ‘m eus bet o sellet ouzh ar film daoust din kavout ne oa ket ur “souezhadenn” a-live gant an eil film. N’eo ket bet re drouk an dibab evit troc’hañ ar film (echuet em befe-me war an doare cliffhanger, pemp munutenn a-raok neuze). Gwelet e vo al lodenn a chom, marteze e vin souezhet brav, dreist-holl n’am eus tamm soñj ebet eus petra c’hoarvez war-lerc’h!

Film sevenet gant Francis Lawrence. Stadoù-Unanet Amerika, 2014, 2e03.