La Sélection 2 : L’élite

la-selection-l-eliteNe teuan ket a-benn da genderc’hel gant ar romant emaon o lenn setu ‘m eus divizet ober un tamm ehan ha kregiñ gant L’élite e-pad ur veaj tren. Gouest a vefen bet da chom pelloc’h hep gouzout ar pezh a c’hoarveze gant America met un dra skañv hag aes a felle din. Anat deoc’h n’on ket bet dipitet war an dachenn-se. Dipitet bras on bet gant ur bern poentoù all avat… America a gaven torr-penn met dedennus memes tra a zo deuet da vezañ spontus el levrenn-mañ, o cheñch ali bep pemp munutenn hag o kemer divizoù diskiant, emgar en un doare lu na gavan ket plijus. Un dra a zo bet anat din, ‘m eus aon eo o skarzhañ tudenn Marlee buan a-walc’h e-penn kentañ an istor eo deuet war well an tu-se. En ur dennañ mignonez America eus an afer emañ hec’h unan penn ha kollet etre daou baotr. Dreist… Kalz re bounner eo lodenn an istorioù karantez el levrenn-mañ, ur spont.
Un nebeudig traoù dedennus a zo memes tra, e-pad tagadennoù ar palez dreist-holl (levrioù difennet da skouer pe feulster e diabarzh familh ar Roue…) met etre an daou pe dri brantad dedennus evel-se ne c’hoarveze netra estreget huanadennoù hegaset. Ar genstrivadeg zoken a goll he blaz me gav (marteze peogwir n’anavezer ket mat a-walc’h ar merc’hed a chom) hag an tu “skinwel” na vez ket gwelet pe dost. Dibaboù a baoura kalz steuñvenn an istor evidon-me. Ma, dudius e oa memes tra ma lennadenn ha c’hoant ‘m eus gouzout evel-just piv a vo ar Rouanez e fin ar gont pe ma ‘vo un dispac’h bras e Iléa pe me oar-me… Gwelet e vo an dra-se ar bloaz a-zeu!

Romant amerikan skrivet gant Kiera Cass. Embannadur c’hallek gant Robert Laffont en dastumad R abaoe an 18 a viz Ebrel 2013.

Advertisements

Ur respont to “La Sélection 2 : L’élite”

  1. […] levr nevez eus La sélection (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù a–vil–vern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. Emañ […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: