La sélection

la_selectionTro am boa bet da glevet komz eus al levr-mañ e-barzh abadenn Rêves et cris met evel boaz ne oan ket aet pelloc’h evit notenniñ an anv. Met ma nizez a zo ur plac’h a-feson ha setu e tizoloan e oa al levr ganti! Profitet ‘m eus evit amprestañ diganti…
Tremen a ra an istor en Amerika, a-benn 300 vloaz bennak met distrujet eo bet pep tra hag ur vonarkiezh a zo e Ilea (anv ar rouantelezh) met n’ouzer ket re peseurt stadoù-hent a zo e-barzh. Ur vonarkiezh diazezet war kastaoù eo : familh ar roue 1, tud pinvidik ha soudarded 2, kelennerien 3, labourerien-douar 4 hag all hag all. America, an harozez, ha he familh a zo arzourien (kasta 5) ha karout a ra ur paotr a gasta 7 (ar gasta 8 a zo ar glaskerien-vara neuze ijinañ a rit).
Ar familh roueel a zimez he merc’hed da familhoù gouarnamantoù all hag ar baotred a vez dimezet d’ur plac’h eus ar bobl. Evit kavout ur wreg dezhañ e vez aozet un doare abadenn skinwel ouzhpenn a-benn reiñ spi d’ar bobl ha tout. America a c’hall kemer perzh, peogwir eo etre 16 hag 20 vloaz hag eo erru poent da v/Maxon, ar priñs kavout ur wreg.
Divinout a rit e vo dibabet ar plac’h da gemer perzh en abadenn skinwel.
Dedennus-tre eo ar bed ijinet gant Kiera Cass, ur bern elfennoù a zo, pinvidik eo war an dachenn-se. Ur c’hempouez mat he deus kavet etre titouroù ha traoù laosket da ijin al lenner a gav din. Dedennus ‘m eus kavet ivez an tu politikel a gemer an abadenn (dre ret) hag ar pouez a vez gant ar c’hameraoù, ar genstrivadeg etre ar merc’hed hag all. Un tamm dipitet on na vefe ket muioc’h a bouez gant tout-se a-benn ar fin evit chom war santimantoù America a zo rannet he c’halon etre daou baotr… Un tamm torr-penn ha re aes an dibab-se d’am meno.
Evel-just e lak da soñjal e The Hunger Games ha kalzik traoù heñvel a zo, anat deoc’h. Met disheñvel a-walc’h eo an tudennoù hag ar bed evit ma chomfe al lenner hep keñveriañ bep pemp munutenn.
Ma, anzav a ran ‘m eus kavet plijus ha dudius al lennadenn, pas ken niañ-niañ hag ar pezh a seblante din da zigentañ hag e lennin an traoù all a zo tro-dro d’ar bed-se gant plijadur memes tra!

Romant amerikan skrivet gant Kiera Cass. Embannadur c’hallek embannet d’an 12 a viz Ebrel 2012 gant Robert Laffont en dastumad “R”.

Advertisements

3 Respont to “La sélection”

  1. […] Prince a zo un danevell liammet gant levr La Sélection. En un 40 pajennad bennak e kinnig ar skrivagnerez gwelet sell Maxon war penn-kentañ ar […]

  2. […] ul levr nevez eus La sélection (am boa lennet kentoc’h aketus m’ho peus soñj ^^, s.o. al liammoù a–vil–vern-mañ). Ar wech-mañ e tremen an traoù 20 vloaz warlerc’h. […]

  3. […] un dastumad istorioù nevez tro-dro da La sélection. Div danevell a zo hag traoùigoù ouzhpenn, goulennoù gant ar skrivagnerez (tro-dro da […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: