The Hunger Games : Catching Fire

hunger-games-catching-fireDisplijet-ker e oan bet gant film kentañ The Hunger Games. Daoust da bep tra e felle din gwelet an eil film, peogwir ez eus traoù a blij din en eil romant ha dreist-holl peogwir e ouien e oa ur sevener disheñvel e karg.
Ma, da zigentañ, ar frammer n’eo ket klañv ken gant Alzheimer, joa! Un doare da zezrevelliñ klasel a zo neuze en eil film, n’eo ket troc’het dibaouez gant selloù a-gil war un dra hon eus bet gwelet div vunutenn a-raok, un drugar anat.
Dibaboù a bep seurt a zo bet keñveriet gant al levr, daoust din soñjal ez eus kalz eus fent ha donnder al levr a zo bet tennet (Haymitch na vez ket gwelet kement-se ha traoù ‘zo na vezont ket komprenet, da skouer pegen spontus eo buhez Finnik pe ar re all o deus bet gounezet an Hunger Games, ar pezh a lak Johanna da seblantout just histerek er penn-kentañ) ez eus kalz muioc’h a from, ha dreist-holl eo anat e teu Katniss da vezañ kalz plijusoc’h a-drugarez da Jennifer Lawrence eget n’eo an dudenn el levr. Traoù ‘zo a zo deuet brav-tre, da skouer ar prantad “eñvorenn” p’emañ Katniss o chaseal er penn-kentañ, skrijus. Ur bern traoù a venegan aze a c’haller ijinañ/divinout/santout.
Un darn vras eus ar film a dremen a-raok ar c’hoari, ar pezh a zo reizh. Ur wech kroget ar c’hoari e ya buan an traoù met tro hon eus da welet ur bern traoù spontus a zo war an enezenn memestra. Ul lusk plijus a zo gant ar film ha n’am eus ket kavet hir ma amzer tamm ebet! Kalz gwelloc’h eo an efedoù ispisial e-barzh ar film-mañ. Divizet o deus mirout ar memes sell un tamm war an doare da aozañ ar c’hoarioù, hep diskouez tu an arvesterien (pe nebeut, er penn-kentañ lakaomp). N’eo ket ken kitsch an hollad ivez me gav. A-benn ar fin e kavan an hollad deuet kazi bravoc’h evit al levr…
Un tamm souezhet on bet gant ar fin avat, na lak ket tamm ebet ar pouez/souezh war memes traoù hag el levr ^^” (un elfenn bouezus a vez diskuilhet el levr adalek ar penn-kentañ n’eo ket bet lakaet er film da skouer. Ret ‘vefe gwelet gant petra e vez/vo souezhet yann seller nann lenner!). Aesoc’h eo kompren ar pezh a c’hoarvez er film met un draig a vank, n’eo ket tamm gwellañ ar film, pell alese. Un tamm aon ‘m eus rak an trede ha pevare film peogwir e oan bet dipitet gant al levr ha na welan ket penaos e vo graet div lodenn dioutañ… Ma, gwelet e vo. A-benn neuze e kuzulian an eil film-mañ, dudius ha brav, zoken d’ar re a oa bet displijet gant an hini kentañ eveldon!

Sevenet gant Francis Lawrence, Stadoù-Unanet, 2e26, (war skrammoù ar c’hec’hkorn abaoe ar 27 a viz Du) 2013.

Advertisements

3 Respont to “The Hunger Games : Catching Fire”

  1. […] em boa gant Hunger Games ne oa ket dre ret fall gwelet an eil film en desped d’an hini kentañ. Displijet e oa bet […]

  2. […] oan ket bet plijet kement-se gant trede lodenn levrioù The Hunger Games met souezhet brav-tre gant an eil film. Fellout a rae din gwelet ar film nevez neuze evit gwelet peseurt disoc’h e rofe. Evel an […]

  3. […] but you love me and you just can’t admit it», fin eo bet dibab an aktour (a oa Finn e-barzh The Hunger Games), anat! N’on ket bet kendrec’het penn-da-benn eus an hollad avat, dreist-holl e keñver […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: