Dielloù evit Breizh

L’inconnu me dévore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Here 28, 2022 by geekezig

Ul lizher d’e verc’hed eo L’inconnu me dévore. Xavier Grall a zisklêr e garantez d’e vugale met ivez e garantez da Zoue, d’ar feiz. Kalz barzhoniezh a zo, hag ul levr leun a vlizoni eo ivez.
Temoù start-tre a zo e-barzh, hini ar c’hañv da skouer met ivez kleñved pe kozhni, un doare da lârat kenavo ha da reiñ ur sell war pezh eo bet e vuhez. Personel-kenañ e seblant ha hollvedel war an dro.
Ul levr da lenn evel ur varzhoneg ha tenañ (h)e v/mad eus pezh a fromo pep hini.

Levr skrivet gant Xavier Grall. Embannet gant Des équateurs, d’ar 25 a viz Genver 2018.

pour te voir cinq minutes encore

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Gwengolo 21, 2021 by geekezig

pourtevoircinqminutesencoreAurélie Le Floch he doa kollet he zad e miz Genver 1994. Ur grennardez e oa d’ar mare-se. He zad a oa klañv gant ar sida. Trouver les mots pour te voir cinq minutes encore, pour garder ton image a zo un testeni berr ha fromus eus bugaleaj ur plac’h, he zud dispartiet pa oa bugel, he zad divreviat. A bep seurt eñvorennoù a zo en he zestenn : un darempred start gant he mamm, dilojadegoù, kalz traoù graet en desped dezhi hag ar blijadur bepred da vont da Roazhon e ti he zad pe he mamm-gozh, da vevañ traoù all, ur metou all. Nebeut a blas a gemer ar c’hleñved el levr, ken prim e seblant bezañ bet an traoù. N’eo ket al lodenn-se ar pep pouezusañ met kentoc’h an doare m’he deus ur plac’h da zegemer marv he zad. Ul levr bihan efedus ha kreñv.

Testeni gant Aurélie Le Floch. Embannet e ti Ateliers Henry Dougier, en dastumad Une Vie Une Voix, d’ar 7 a viz C’hwevrer 2019.

Plaire, aimer et courir vite

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , , on Gouere 26, 2021 by geekezig

plaireaimeretcourirviteDaoust hag eñ e felle din sellet ouzh Plaire, aimer et courir vite evit gwelet straedoù Roazhon war ar skramm ? Marteze ‘walc’h.
1993. Ur skrivagner parizian eo Jacques, klañv eo gant ar sida. Arthur a zo ur studier eus kreiz Breizh, studial a ra e Roazhon. E sal sinema an TNB e raio anaoudegezh an daou baotr.
Setu tout ar pezh a blij din hag en deus hegaset ac’hanon e memes frazenn. Romantel kenañ eo ar film ha koulskoude e seblant gwirion ha brav, n’eo ket re, met evit ar re o deus anavezet Roazhon er bloavezhioù 90 e oa poanius gwelet an TNB evel m’emañ hirie an deiz è_é (evit ar straedoù all mont ‘rae c’hoazh).
Farsal a ran evel-just rak n’eo ket grevus-tre. Hegaset on bet muioc’h gant hirder ar film. Brav eo koulskoude ha ral eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e gwirionez.

Film sevenet gant Christophe Honoré. Frañs, 2018, 2e12.

Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik ?

Posted in Levrioù with tags , , on Du 21, 2019 by geekezig

Erwan n’eo ket brezhoneger a-vihanik. Fellout a rafe dezhañ bezañ, fellout a ra dezhañ kavout un doare da vevañ e brezhoneg e kement tachenn zo. Ha dreist-holl kavout ur plac’h yaouank brezhonegerez a-vihanik a-benn c’hoari daou e brezhoneg…
Moarvat e vo distabilaet tud zo gant Penaos dont da vezañ brezhoneger a-vihanik?  Red soñjoù Erwan a vez heuliet, mont a ra buan an traoù, ne seblant ket urzhiet pep tra. Dres evel soñjoù forzh piv ac’hanomp. En ur gaozeal gant izili eus ma familh (brezhonegerien a-vihanik holl ac’hanomp) eo bet meneget ar stirad Bref gant ma breur. Gwir eo ez eus dra heñvel, ur startijenn, ul lusk, gwir eo.
D’am meno emañ nerzh romant Erwan Hupel en e fent. Ral eo em befe c’hoarzhet kement en ur lenn ur romant na lennet traoù ken gwir, am eus bet soñjet dija, me ivez. Ma soñj en ur serriñ al levr a oa : perak ‘ta n’eus den oc’h ober stand-up pe abadennoù fent a seurt-se e brezhoneg? Anna a vefe gouest d’ober, kement a “vunchline” a lâr a-hed an istor!
Trumm am eus kavet ar fin avat (goude mont da welet tud-kozh Anna lakaomp), evel ma vankfe un dra bennak pe ma vefe bet ret kavout ur c’hlozadur d’un hent evit Erwan a seblant difin din.
Daoust ha gwelet e vo en-dro e istorioù all? (Anna a blijfe din gwelet e istorioù all :D)

Kuzuliañ a ran deoc’h lenn ivez ali pevarlagad war ar romant.

Romant skrivet gant Erwan Hupel. Embannet gant Al Liamm, d’ar 14 a viz Du 2018.

 

Les princes maudits de l’histoire de Bretagne

Posted in Levrioù with tags , on Ebrel 26, 2019 by geekezig

Les princes maudits de l’histoire de Bretagne a zo ur romant istorel pe ul levr istor romantelaet. Dedennus eo da lenn, ur bras-sell eus istor Breizh, roueed ha duged a vez roet buan. Fentus eo an ton, a-drugarez da istor ar film a vez savet gant Kaorintin gant sikour Eisenstein. Al lodenn-se avat eo he deus seblantet din un tamm pounner, un tamm faos. Met hep an dra-se n’eo ket ur romant ken… Ul levr souezhus neuze. Na mat na fall. Marteze eo kenkoulz lenn ul levr istor war-eeun avat.

Romant skrivet gant Étienne Gasche. Embannet gant Coop Breizh, d’an 19 a viz Mae 2019.

Le Rire de Xavier Grall

Posted in Levrioù with tags , , , , , , on Ebrel 7, 2019 by geekezig

Ur skrivagner eo Paul. O klask awen emañ. Divizout a ra sevel ur romant, awenet gant buhez ha skridoù Xavier Grall.
Huñvreoù e lec’h ma teu Paul e buhez Xavier Grall pe ar c’hontrol, evezhiadennoù diwar-benn skridoù Xavier Grall, ijinañ prantadoù buhez, santadoù Xavier Grall hag e verc’hed pe e wreg, lizhiri etre Paul hag e garedig… A bep seurt a zo er romant-mañ, iskis un tamm e framm hag e lusk.
Brav ‘m eus kavet taolennadur darempred Xavier Grall gant e wreg Françoise. Fromus ivez marv Yann-Kel Kernalegenn evel-just. N’ouzon ket m’on bet plijet gant ar romant drezañ e-unan pe kentoc’h gant ar c’hoant a ro da vont da c’houzout hiroc’h, da vont da lenn oberenn Xavier Grall.

Romant skrivet gant Gaëtan Lecoq. Embannet gant La Part Commune, d’an 12 a viz Meurzh 2018.

Le Cœur mendiant

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Genver 14, 2019 by geekezig

Kregiñ a ra ar romant-mañ e 2015. Emañ Muriel o chom e bro Sant Brieg, prientiñ a ra da vont da welet hec’h amezeg en ospital.
Adsoñjal a ra en hec’h istor karantez gant un troour pa oa hi 17 vloaz, o chom e Nancy.
Al lodenn vrasañ eus ar romant a zo e gwirionez sell Muriel war an istor-se, he mignoned d’ar mare-se, he zud. Diwezhatoc’h e vo un darempred iskis etre Muriel ha gwellañ mignon André, an troour.
Ur romant diwar-benn sekredoù, traoù n’int ket bet kaset da benn, lennegezh, faltazi, savboentoù disheñvel, an amzer o tremen, ar marv…
N’on ket sur da vezañ komprenet pep tra (dreist-holl er fin) met brav-tre ‘m eus kavet, ur gwir varzhez eo ar skrivagnerez. Ur sapre dizoloadenn eo bet evidon stil Mérédith Le Dez.

Romant skrivet gant Mérédith Le Dez. Embannet gant la part commune, d’ar 17 a viz C’hwevrer 2018.
Priz romant kêr Karaez a zo bet tapet gant ar romant-mañ e kerzh gouel al levrioù 2018.

Pèlerinage pour un pylône et un pigeon

Posted in Levrioù with tags , , , , , on Kerzu 15, 2018 by geekezig

Pennad-stur ar romant-mañ a zispleg en un doare faeüs a-walc’h pegen leun a glichedoù e c’hall bezañ ar romantoù polis lec’hel, pezh n’eo ket ar romant-mañ, a-hervez.
Kregiñ a ra ar romant gant ur pennad a galite uhel-tre diwar-benn bronnoù ostizez an davarn. Partiet e oa mat.
Fromentin a zo ur poliser bet kaset da greiz Breizh. Emañ o klask tremen kenstrivadegoù evit kaout ur post gwelloc’h. Dre ma ne vez ket gwelet alies en e vurev ha kentoc’h oc’h evañ forzh pegement ne welan ket re penaos e teufe a-benn. Ma. Tremen a ra an traoù da vare diskar tour tele Roc’h Tredudon (e 1974 neuze). Anat neuze e c’hallfe kaout un tamm brud ma tiskoulmfe an afer. E plas klask e gwirionez e krog da vezañ sorc’hennet gant ar familh a ra war-dro al leti e-lec’h m’emañ o lojañ. Bep sizhun e vez pedet gant ar berc’hennez da evañ ur banne hag evel-se e klask gouzout hiroc’h diwar-benn he niz, nevez distro eus Libia.
Berr eo ar romant setu n’on ket chomet da c’houzañv e-pad re bell met n’on ket evit kompren. Displijus eo an holl dudennoù, Fromentin da gentañ penn (kendrec’het eo e plij d’an holl verc’hed a gav war e hent da skouer), mare roc’h Tredudon a seblant un digarez hepken ken nebeut e vez lakaet ar gaoz war an darvoud pe an endro politikel a-benn ar fin.
Ouzhpennomp kudennoù pajennaozañ ha vioù koukoug… N’on ket evit kuzuliañ ar romant-mañ deoc’h. Spi ‘m eus e tisoñjin anezhañ buan.

Romant skrivet gant Herve Le Borgne, embannet gant Institut de documentation bretonne et européenne (IDBE), 2017-2018 (n’eo ket resisaet war lec’hienn an embanner).

Finis terræ

Posted in Filmoù with tags , , on Gwengolo 20, 2016 by geekezig

finisterraePa oan studierez em boa kentelioù gant ur c’helenner a oa sot gant filmoù Jean Epstein. Gantañ eo am eus klevet komz eus Finis terræ (bet danvez-studi dezhañ ma ‘m eus soñj mat, peogwir en doa savet ur studiadenn diwar-benn skeudenn an dour e sinema frañs ar bloavezhioù 20). Goude-se em boa klevet komz en-dro eus ar film e-kerzh an diskouezadeg ‘oa bet diwar-benn ar filmoù bet filmet e Breizh e Mirdi Breizh ha c’hoazh en ur lenn romant Goulc’han Kervella. Setu me o soñjal e oa poent sellet ouzh ar film-se memestra!
Ur film mut eo Finis terræ (1929, na zisoñjomp ket) bet filmet e gwirionez e Banneg, Eusa ha tro-dro. Un neuz teulfilm a zo gant al lodennoù diwar-benn an dastum bezhin (sell ‘ta!), buhez tud Eusa d’ar mare-se hag all. Un istor faltazi a zo ivez : Ambroise, unan eus ar pevar bezhinaer, a gouezh klañv goude un tabut gant Jean-Marie. Start eo distreiñ da Eusa er stad-se (hag abalamour d’ar Fromveur evel-just) ha du-hont emañ ar mezeg…
Simpl e seblant an istor hirie an deiz evel-just met un testeni brav eo eus ur vicher, ul lec’h hag ur mare, a c’haller neuze lakaat da glotañ gant N’eus ket a garantez eürus. Brav eo e c’hallfemp c’hoazh gwelet ar film-se e 2016, en un doare dereat-tre (renevezet eo bet e 2007). Plijus eo ivez gwelet ur sell gwirheñvel ha n’eo ket folkorel eus Breizh hag Eusa ar bloavezhioù-se. Daoust ha prest on neuze da sellet ouzh filmoù all Jean Epstein bremañ (en o-zouez La chute de la maison Usher en doa sikouret ac’hanon da dapout un notenn a-feson e kerzh un arnodenn) ? 😀

Film sevenet gant Jean Epstein. Frañs, 1929, 1e20.

Udora

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gouere 3, 2016 by geekezig

golo_udoraUr romant « diskiant faltazi » (kavet mat !) eo Udora pe afer an ed-du. Ur romant fentus-tre gant neuz ur “buddy-levr” fliked. Savet eo a chabistroù berr, lennet e vezont buan, lusket-tre an enklask, an dec’hadenn… Ijinañ a raen mat an endro pa oan o lenn, levezonet marteze gant filmoù brudet evel Star Wars. Evidon e rafe ur film skiant-faltazi a-feson!
Plijet on bet gant ar gerioù bet ijinet gant Paskal an Intañv : « skeuden », « robotud »…
A-wechoù e seblante din personelezhioù Bob ha Mike meskañ met marteze e oa abalamour d’am evezh kentoc’h eget traoù all. Jennifer he deus plijet kalz din avat ^^
Dic’hortoz ‘m eus kavet lenn seurt romant e brezhoneg, laouen vefen o kaout muioc’h a seurt-se, gant ijinadennoù geriaoueg ha fent ha birvilh forzh pegement.

Romant bet skrivet gant Paskal an Intañv. Embannet gant Al Liamm d’ar 16 a viz Du 2015. Aet eo 1añ priz al levr faltazi e Prizioù dazont ar brezhoneg (Frañs 3 & Ofis publik ar brezhoneg) gantañ.