120 battements par minute

Ral eo gwelet filmoù diwar-benn kevredigezhioù ‘benn ar fin. 120 battements par minute a ziskouez ur prantad eus buhez kevredigezhel Act up Pariz. Ur gevredigezh a-enep ar sida, evit difenn ar re glañv gant ar c’hleñved-se ha dilezet gant ar servijoù foran. Ur bern prantadoù emvodoù a zo, pezh a zo dedennus, gwelet e vez mat e ya en dro evel forzh peseurt kevredigezh all ^^ met kazi re e oa evidon me a-benn ar fin. N’ouzon ket ma felle d’ar sevener diskouez an niver a sujedoù pe betra met re a brantadoù heñvel a oa evidon. Eil lodenn ar film a zo kentoc’h diwar-benn marv un dudenn resis a-benn ar fin, ha penaos e c’hall marv un ezel kaout un efed war an holl izili all. Fromus ha gwirheñvel ‘m eus kavet ar prantad en ti da skouer. Ur film pouezus eo neuze, evit istor ar stourm-se e Frañs, evit lakaat da soñj pegen start e oa evit ar re glañv, an doare tabou eo bet d’ur mare zo er gevredigezh (hag a chom c’hoazh?). Mat e oa ivez gwelet prantadoù oberoù (el labourva, el lise met ivez d’ar 1añ a viz Kerzu) ha prantadoù buhez a-stroll, gouelioù, plijadur. Domaj eo e vefe ken hir ar film a-benn ar fin (gant traoù zo adlavaret me gav) rak mod all ez eus mennozhioù brav, prantadoù kreñv ha reoù sioul, prantadoù foran ha reoù brevez, tud klañv hag a glask doareoù da chom bev pe da gaout respontoù hag aesaat buhez ar re all, ar re a gar anezho o sikour anezho.

Film sevenet gant Robin Campillo. Frañs, 2017, 2e23.

Ur respont to “120 battements par minute”

  1. […] eo un testeni ken “personel” eus tud o vervel gant ar sida er bloavezhioù 90 e Frañs (120 battements par minute na oa ket ken personel lakaomp). Aliañ a ran ar film deoc’h e […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.