Dielloù evit Frañs

OVNI(s) – bloavezh 1

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , , on Genver 29, 2024 by geekezig

E Tolosa e 1978, emañ ar fuzeenn Cristal o tibradañ… Met tarzhañ a ra. An ijinour Didier Mathure en doa jedet pep tra a zo lakaet kablus. Ne gompren ket petra zo c’hoarvezet. Goulennet e vez digantañ mont d’ober war-dro ar GEPAN, ul lodenn eus ar c’hCNES a ra war-dro an UFO. Ur spont evitañ. Erruout a ra en ur burev meret forzh penaos gant kenseurted iskis. Tamm-ha-tamm avat, e krog darvoudoù souezhus da lakaat anezhañ da welet an traoù en un doare all.
Ijinit ur meskaj etre The X-Files hag Au service de la France, e-pad ar bloavezhioù 70. Ur meskaj dispar fent ha kevrin, tudennoù plijus, iriennoù an arme…
Un drugar e oa bloavezh kentañ OVNI(s) e pep keñver evidon : aergelc’h, dilhad ha lec’hioù, sonerezh, aktourien…
Hast bras ‘m eus gwelet an eil bloavezh gant ar spi e vo ken dudius !

11 407 vues

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Gwengolo 28, 2023 by geekezig

Un dastumad istorioù bihan eo 11 407 vues, liammet gant krennarded e memes lise. Daou darvoud bras a zo : el lodenn gentañ ul lec’hienn internet gant skeudennoù ar merc’hed bet tapet e privezioù al lise hag en eil tagoù war mogerioù al lise evit brudañ an ekologiezh. Gwelet e vo sav-boent meur a grennard bewech.
Dudius eo, gant tudennoù a bep seurt, temoù liesseurt a vez meneget : rouedadoù sokial, stourmoù, met ivez entanoù pep hini, kudennoù familh, iriennoù…
Anzav a ran e seblant un tamm kentelius memestra, santet e vez ez eus ur c’hoant pedagogel a-dreñv (embannet eo bet an istorioù er gelaouenn Topo) ha ne ra ket naturel da vat, da skouer doareoù da gomz ar grennarded.
Ur raktres dedennus met dav gouzout petra eo neuze.

Play

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Eost 12, 2023 by geekezig

E 1993 e resev Max ur c’hamera da Nedeleg. 13 vloaz eo. Adalek ar mare-se e krog da filmañ bepred : e familh, e vignoned, er skolaj, darvoudoù bihan ha bras. Jeu gant e c’hoar, e darempred gant e vamm, e strollad mignoned o kreskiñ/digreskiñ, ar baotred o klask mont e toulloù-noz, o soñjal en o darempredoù kentañ gant merc’hed, er studioù, er beajoù, el labour, er vuhez familh… 25 vloaz a zo diellet e filmoù Max. Heuliet e vo anezhañ hag an dud kar dezhañ a-hed ar bloavezhioù-se.
Ur film fromus evit bugale ar bloavezhioù 80, leun a hiraezh. Ur gomedienn romantel hag ur film mignoned war memes tro, filmet evel ur c’hozh film vakañsoù ha koulskoude e c’hoarvez un dra bennak, kreñv.
Ur souezhadenn a-feson ha plijus er sinema gall, gwirheñvel ha simpl.

Mal briefée

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Eost 10, 2023 by geekezig

Sophie na fell ket dezhi chom er Mans hag ober he staj e embregerezh he moereb. Divizout a ra neuze mont da Bariz evit ur staj en ur pezh embregerezh bruderezh. Evel ur bern tud araozi e vo ret dezhi kompren mont en-dro ar vuhez e Pariz : ranndioù bihan-tout ha ker ruz, kerzhet buan, emzalc’h an engrouez hag all. E kerzh he staj ne dremen ket mat an traoù, ret eo dezhi labourat forzh pegement gant kiriegezh un den titlet. Buan e verz e kavfe gwelloc’h labourat evel arzourez. Kregiñ a ra studioù en-dro ouzhpenn he labour. He mignon a gav an dra-se torr-penn. Tamm-ha-tamm e teu Sophie da vezañ ur gwir Barizianez, betek koll hec’h ene…
Fentus eo Mal briefée, dreist-holl evit an holl re hag a zo bet o vevañ e Pariz, dre gaer pe dre heg. Kalz traoù gwirheñvel a zo, dreist-holl evit ur plac’h yaouank o kregiñ da labourat. En ur metou resis-kenañ e labour Sophie avat, ur metou hag a vez gwelet alies en istorioù, gant doareoù spontus, kevezerezh, nebeut a zoujañs evit ar stajidi… Start e teu da vezañ d’ur mare-se zo en istor. Echuiñ a ra mat an traoù eüruzamant.
Ul levr plijus eo ha grou hiraezh met pas re 😉

Effacer l’historique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 5, 2023 by geekezig

Poanius ‘m eus kavet penn-kentañ Effacer l’historique, gant ur bagad mignoned souezhus a seblante kontañ gaou ha kuzhat traoù bepred. Tamm-ha-tamm e teu da vezañ sklaeroc’h an traoù hag an tri anezho a gont d’ar re all pezh n’a ket : Marie a zo harellet gant ur paotr yaouank a fell laerez arc’hant diganti gant ur sextape outo, Bertrand a glask sikour e verc’h harellet el lise ha Christine a fellfe dezhi notennoù gwelloc’h gant he arvalien evit he labour VTC.
An tri anezho o deus techoù fall, dle forzh pegement met asambles e klaskfont tallañ ouzh mont en dro an traoù er gevredigezh a-vremañ.
Start eo bet din kavout plijus ar penn-kentañ met tamm-ha-tamm ez on bet tapet gant prantadoù fentus-tre er film (Christine oc’h anzav he sujidigezh da skouer, pe Marie en data center). Farsadennoù zo a oa kavet mat rak ez eus kaoz eus pakadennoù sac’het e kanol Suez, pezh a zo c’hoarvezet nepell war-lerc’h e gwirionez !
Ma, ur film dudius ha fentus eo, hep na vefe eus ar gwellañ tout, n’eo ket soutil tamm-ebet ha n’eo ket marteze ken foll ha filmoù all gant Delépine ha Kervern. A live un tamm izeloc’h e-touez o filmoù me gav.

Tout simplement noir

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Gouere 14, 2023 by geekezig

Kalzik rakvarnioù am boa diwar-benn Tout simplement noir a-raok klevout a bep seurt alioù mat, a-berzh tud am eus fiziañs en o sell ha dreist-holl tud du. Aon am boa e vefe ur film gouennelour e fin ar gont oc’h ober goap eus an dud du pe un dra evel-se met tamm ebet.
Ur fals teulfilm eo Tout simplement noir. Heuliet e vez Jean-Pascal Zadi, komedian, en deus poan o kavout labour. Klasket en deus ober un tamm sonerezh hag e fin ar gont e tap un tamm brud gant videoioù YouTube e lec’h ma glask lakaat an dud da brederiañ diwar-benn ar sklavelezh. Divizout a ra aozañ ur gerzhadeg evit ar baotred du met evit brudañ e darvoud e rank kaout skoazell digant tud brudet…
Ur bern tud brudet a gemer perzh er film e perzhioù n’int ket pozitivel bepred! Nerzh ar film a zo ivez diskouez dislavar Jean-Pascal Zadi met ivez an holl reoù all : ur youl difenn an dud du ha stourm met ivez arabat klask jeu evit kaout arc’hant ha brud. En e enklask evit kavout tud da sikour anezhañ e tesk ivez Jean-Pascal ur bern traoù diwar-benn istor ar stourmoù pe sell ar merc’hed du pe c’hoazh kumuniezhioù all ha n’em sant lakaet a-gostez gant e raktres. Fentus eo ar film met prantadoù start ha fromus a zo ivez. Ur souezhadenn a-feson hag ur raktres onest ha kaset mat da benn evidon-me.

Film sevenet gant Jean-Pascal Zadi ha John Wax. Frañs, 2020, 1e30.

Selfie

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gouere 10, 2023 by geekezig

Ur film “sketchoù” eo Selfie. Skignet e oa bet en Utopiales en a-raok met ne oan ket bet o welet anezhañ.
Un doare Black Mirror gall e seblante bezañ met kalz skañvoc’h eo an ton d’am meno.
5 istor a zo : hini ur familh a ra videoioù YouTube tro-dro d’ar mab yaouankañ klañv gant ur c’hrign-bev. Adalek ar mare ma pare ar bugel e krogont da goll sellerien hag ar bruderezh hag all…
Hini ur gelennerez c’halleg a zizolo Twitter. En ur skrivañ traoù drouk en un doare dizanv d’ur c’homedian a ra berzh bras e krog un darempred gantañ…
Ur paotr yaouank lent a glask un doare da vont e darempred gant ur genseurtez he deus piket e galon. Evit-se e klask pignet e notenn war un arload kejañ.
Istor un den a heul kuzulioù prenañ an “treol” en un doare kazi relijiel.
Hag un eured war un enezenn hep rouedad e lec’h ma krog tout an dud da vezañ nec’het gant un doare tec’h roadennoù prevez.
Traoù heñvel-tre neuze ouzh Black Mirror pe c’hoazh Assassination Nation evit an hini diwezhañ met an ton a chom skañv-kenañ me gav. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech. Tudennoù zo a vez gwelet en istorioù all met hep liamm resis ebet etre an istorioù. Kavet am eus kempouez ar filmoù hep diforc’hioù seveniñ pe ton re vras (soñjal a ran e filmoù sketch all gant traoù disheñvel mat evel ar film spagnol Relatos salvajes, n’em boa ket merzet zoken e oa sevenet gant tud disheñvel. Ur film plijus neuze a lak da c’hoarzhin kentoc’h eget prederiañ pe kaout aon/nec’hamant.

Film sevenet gant Thomas Bidegain (Vlog), Marc Fitoussi (Le Troll), Tristan Aurouet (2,6/5), Cyril Gelblat (Recommandé pour vous) ha Vianney Lebasque (Smileaks). Frañs, 2019, 1e37.

Flipette & Vénère

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Gouere 6, 2023 by geekezig

Arzourez eo Clara. Bevañ a ra en he bedig, hep klask heuliañ pezh c’hoarvez er bed. Torret he deus he c’hoar Axelle he gar. Mont a ra Clara da sikour anezhi, daoust dezho pas n’em glevout mat-tre. Dizoloiñ a ra neuze Clara doare da vevañ he c’hoar e Pariz, ar gevredigezh a gemer perzh enni, he mignoned a ya da vanifestiñ ganti…
Aonik eo Clara, leun a gounar eo Axelle. Hag aes kenañ eo kompren sav poent pep hini anezho.
Ul levr dedennus eo Flipette & Vénère, gant taolennoù prantadoù etre ar c’hoarezed met ivez gant tud all, a cheñch un tamm sav boent pep hini. Gwirheñvel-tre en deus seblantet din an darempred-se. Ul levr plijus.

Istor ha tresadennoù gant Lucrèce Andreae, embannet gant Delcourt d’an 19 a viz C’Hwevrer 2020.

Mes jours de gloire

Posted in Filmoù with tags , , on Mae 27, 2023 by geekezig

Plijout a ra din a-walc’h labour Vincent Lacoste ha fentus e seblante bezañ Mes jours de gloire, istor ur paotr kazi tregont vloaz, bet aktour brudet pa oa bugel ha deuet da vezañ un den bras kollet. Ijinañ a raen un istor diwar-benn levezon fall ar metou war ar vugale pe un dra evel-se.
Difoutre eo Adrien. Ne labour ket ken abaoe c’hwec’h vloaz ha klask a ra labourat en-dro hep bezañ sirius. Mont a ra da vevañ e ti e dud peogwir eo bac’het maez e di ha ne fell ket dezhañ paeañ un den da zigeriñ an nor dezhañ. Kendrec’het eo en do arc’hant bras a-benn nebeut ha klask a ra merc’heta ul liseadez.
Emgar spontus eo Adrien hag e du “den bras en deus poan o choukañ traoù sirius ar vuhez” a zo poanius, ket fentus. Hir ‘m eus kavet ar film hag hegasus-kenañ an dudenn, e fin ar gont em eus kavet trist ar film. Emmanuelle Devos a zo plijus e perzh mamm Adrien avat. Met ne gavan ket dedennus ar film, re c’houllo me gav.

Film sevenet gant Antoire de Bary. Frañs, 2019, 1e39.

Synonymes

Posted in Filmoù with tags , , on Meurzh 26, 2023 by geekezig

Gwelet am boa skeudennoù eus Synonymes e-touez bravañ talennoù filmoù 2019, dedennet e oan bet neuze gant ar film-se, daoust din gouzout nebeut a dra diwar e benn.
Yoav, israelat yaouank a erru e Pariz, gant ur sac’h kein hepken. Kavout a ra ur ranndi goullo evel goudor met laeret e vez tout e draoù digantañ p’emañ er strinkadenn. Emile ha Caroline, daou den yaouank pinvidik a seblant kavout hir o devezhioù a sikour anezhañ. Yoav a glask labourat, bezañ keodad gall, paouez a ra da gomz hebraeg…
Ur film souezhus-kenañ eo Synonymes. Mennozhioù mat a zo ennañ met start eo kompren pal ar film. Sod e seblant Yoav bezañ ha dont da vezañ ha start eo da c’houzañv goude ur mare. Daoust hag ur ster a zo d’an diforc’hioù doare da filmoù ha kamera? Un doare kemenn politikel a zo d’ar film pe get? Start da c’houzout, ur meskaj souezhus-kenañ eo. Estreget mantell trellus Yoav, ar peurrest n’en deus ket plijet din kement-se, re iskis evidon.

Film sevenet gant Nadav Lapid. Frañs, Israel hag Alamagn, 2013, 2e03.