Dielloù evit rouedad

ぼくらの七日間戦争 (7 jours / 7 Days War)

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Du 5, 2023 by geekezig

Mamoru a zo ur paotr e-unan. Plijout a ra an istor dezhañ met poan en deus o kaout mignoned. En em glevout a ra mat gant Aya, merc’h ur politikour lec’hel. Emañ hi o vont da ziloj peogwir emañ he zad o vont da genderc’hel e vuhez politikel e Tokyo. Kinnig a ra Mamoru dezhi tec’hout kuit, un abeg evitañ da lavar dezhi e kar anezhi ha profañ dezhi he frof deiz-ha-bloaz. Pezh a zo e kinnig Aya da dud all dont ivez. Ur strolladig souezhus a vo neuze o vont da gampiñ en ur vengleuz dilezet. Ne oant ket evit krediñ e oa unan bennak all o vevañ aze dija, ur bugel dibaper eus Thailand. Tud eus servijoù an emvroañ a zo o klask war-lerc’h ar bugel. Ur sez a grogo ar grennarded evit difenn anezhañ ha kregiñ a raio ur brezel etrezo hag an “dud vras”, war ar lec’h ha war ar genrouedad.
Adalek munutennoù kentañ ar film e vez santet un doare rekipe mod Your Name. Un tamm hegaset on bet neuze o soñjal e vefe poent d’ar filmoù kaout ur bersonelezh e plas trevezañ en un doare dister ar filmoù o deus graet berzh bras (betek dont da vezañ heugus aze). Torr-penn eo tuioù zo eus ar film met koulskoude e lak ar gaoz war temoù ral er filmoù bevaat : an emvroañ evel-just hag ivez itrikoù politikel lec’hel (embregerezhioù o klask chom bev a-drugarez da gevratoù foran), pe c’hoazh implij ar rouedadoù sokial evit lakaat ar c’heleier hag an dud da cheñch ali.
Ur film gant sioù neuze, dreist-holl en e stumm hep personelezh hag en defe gallet bezañ dedennus bras a-drugarez d’e demoù. Domaj un tamm !

Effacer l’historique

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Eost 5, 2023 by geekezig

Poanius ‘m eus kavet penn-kentañ Effacer l’historique, gant ur bagad mignoned souezhus a seblante kontañ gaou ha kuzhat traoù bepred. Tamm-ha-tamm e teu da vezañ sklaeroc’h an traoù hag an tri anezho a gont d’ar re all pezh n’a ket : Marie a zo harellet gant ur paotr yaouank a fell laerez arc’hant diganti gant ur sextape outo, Bertrand a glask sikour e verc’h harellet el lise ha Christine a fellfe dezhi notennoù gwelloc’h gant he arvalien evit he labour VTC.
An tri anezho o deus techoù fall, dle forzh pegement met asambles e klaskfont tallañ ouzh mont en dro an traoù er gevredigezh a-vremañ.
Start eo bet din kavout plijus ar penn-kentañ met tamm-ha-tamm ez on bet tapet gant prantadoù fentus-tre er film (Christine oc’h anzav he sujidigezh da skouer, pe Marie en data center). Farsadennoù zo a oa kavet mat rak ez eus kaoz eus pakadennoù sac’het e kanol Suez, pezh a zo c’hoarvezet nepell war-lerc’h e gwirionez !
Ma, ur film dudius ha fentus eo, hep na vefe eus ar gwellañ tout, n’eo ket soutil tamm-ebet ha n’eo ket marteze ken foll ha filmoù all gant Delépine ha Kervern. A live un tamm izeloc’h e-touez o filmoù me gav.

Selfie

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Gouere 10, 2023 by geekezig

Ur film “sketchoù” eo Selfie. Skignet e oa bet en Utopiales en a-raok met ne oan ket bet o welet anezhañ.
Un doare Black Mirror gall e seblante bezañ met kalz skañvoc’h eo an ton d’am meno.
5 istor a zo : hini ur familh a ra videoioù YouTube tro-dro d’ar mab yaouankañ klañv gant ur c’hrign-bev. Adalek ar mare ma pare ar bugel e krogont da goll sellerien hag ar bruderezh hag all…
Hini ur gelennerez c’halleg a zizolo Twitter. En ur skrivañ traoù drouk en un doare dizanv d’ur c’homedian a ra berzh bras e krog un darempred gantañ…
Ur paotr yaouank lent a glask un doare da vont e darempred gant ur genseurtez he deus piket e galon. Evit-se e klask pignet e notenn war un arload kejañ.
Istor un den a heul kuzulioù prenañ an “treol” en un doare kazi relijiel.
Hag un eured war un enezenn hep rouedad e lec’h ma krog tout an dud da vezañ nec’het gant un doare tec’h roadennoù prevez.
Traoù heñvel-tre neuze ouzh Black Mirror pe c’hoazh Assassination Nation evit an hini diwezhañ met an ton a chom skañv-kenañ me gav. C’hoarzhet ‘m eus meur a wech. Tudennoù zo a vez gwelet en istorioù all met hep liamm resis ebet etre an istorioù. Kavet am eus kempouez ar filmoù hep diforc’hioù seveniñ pe ton re vras (soñjal a ran e filmoù sketch all gant traoù disheñvel mat evel ar film spagnol Relatos salvajes, n’em boa ket merzet zoken e oa sevenet gant tud disheñvel. Ur film plijus neuze a lak da c’hoarzhin kentoc’h eget prederiañ pe kaout aon/nec’hamant.

Film sevenet gant Thomas Bidegain (Vlog), Marc Fitoussi (Le Troll), Tristan Aurouet (2,6/5), Cyril Gelblat (Recommandé pour vous) ha Vianney Lebasque (Smileaks). Frañs, 2019, 1e37.

#JeSuisLà

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 2, 2023 by geekezig

E penn ur preti emañ Stéphane, e bro Euskadi. O paouez dimeziñ emañ e vab Ludo. Ur vuhez sioul en deus met n’eo james dimezet en-dro goude e disparti. Tamm-ha-tamm e krog un darempred gant ur plac’h e Korea ar Su dre Instagram. A-greiz-holl e tiviz mont da welet anezhi.
Ur film sioul eo #JeSuisLà, n’eo ket ur gomedienn romantel nag ur film fentus met ur film skañv ha koant diwar-benn un den a verz diwezhat n’en deus ket profitet eus e vuhez. Prantadoù brav-tre a zo etre Stéphane hag e vibien da skouer met ur film diwar-benn ar veaj eo ivez, penaos e c’haller bezañ “un den all” ha bevañ e gwirionez gant traoù diazez, hep kompren pep tra, reiñ a ra c’hoant da vat mont da Gorea ar Su! Kavet ‘m eus ne oa kentel ebet o lavar pegen spontus eo ar rouedadoù sokial pe traoù evel-se, e gwirionez eo ur film skañv, simpl ha brav.

Film sevenet gant Éric Lartigau. Frañs ha Belgia, 2020, 1e37.

Searching

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Genver 9, 2023 by geekezig

16 vloaz eo Margot. Bevañ a ra hec’h unan gant he zad, David, abaoe m’eo marv Pam, he mamm, abalamour d’ur c’hrign-bev. Ne gomzont ket kalz ken met tremen a ra mat an traoù etrezo. Un nozvezh bennak emañ Margot o studial e ti mignoned, da 11e e klask pellgomz d’he zad a zo kousket. Adalek ar mare-se ne tistroio ket ar grennardez d’ar gêr ken. David a bellgomz d’ar polis hag a grog da sikour evit an enklask, en ur furchal e urzhiataer e verc’h. Dizoloiñ a ra ne anaveze ket anezhi ken…
Evel Cybernatural eo savet ar film, tro-dro d’ur skramm urzhiataer : posteloù, pellgomzadennoù Facetime, ivinelloù en ur merdeer, skeudennoù ha videoioù enrollet en urzhiataer hag all. Ur wech ouzhpenn e ya mat-kenañ en-dro an doareoù-se da zezrevellañ me gav. Tapet on bet penn-da-benn en enklask, levezonet marteze gant an istorioù “true crime” ha podskignad Distorsion a blij din kement met fellout a rae din gouzout hiroc’h war an istor. Ur film efedus, leun a “easter eggs” evit ar re a fell dezho, santet e vez eo bet graet gant kalz youl ha kalon.

Film sevenet gant Aneesh Chaganty. Stadoù-Unanet Amerika & Rusia, 2018, 1e42.

C’est pas ma faute

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , , , , on Kerzu 22, 2022 by geekezig

Ur romant diwar-benn div blac’h eo C’est pas ma faute. Lolita he deus ur chadenn YouTube ha berzh bras a ra. Pezh a zo, un deiz e paouez he chadennoù ha kontoù a-greiz-holl. Prudence eus he zu a ra war-dro ur gont fan ha nec’het bras eo.
Heuliet e vo a bep eil an div blac’h evit klask kompren petra ‘zo c’hoarvezet.
Lolita a zo kollet-mik gant bed YouTube, bevañ a ra gant he mamm, paour int, ne gompren ket neuze e c’hall difenn he labour ha bezañ beuzet gant alioù an holl. Prudence a zo ur plac’h yaouank sirius, plac’h du nemeti ar skol dañs klasel ha nec’het gant he sekred : heñvelreizh eo.
Temoù start a zo el levr, re kazi. Traoùigoù gant pezh a c’hoarvez da Lolita o deus hegaset ac’hanon : dave da vMarina Joyce, bec’h an dagadenn revel hag ar c’hudennoù bred/boued, un tamm re en deus seblantet din, gwelloc’h vefe bet din ma vefe bet un dra hepken dija. Kudennoù Prudence am eus kavet mestroniet gwelloc’h. Spi a zo el levr avat met n’on ket bet kendrec’het da vat, marteze peogwir eo re heñvel ouzh traoù bet c’hoarvezet e gwirionez? Piv oar. Ar c’hlozadur a welan evel un dave da vBilly Elliot ha ket da vBlack Swan… Ne oa ket displijus da lenn avat!

Romant skrivet gant Anne-Fleur Multon ha Samantha Bailly. Embannet e ti Pocket Jeunesse, d’an 12 a viz Meurzh 2020.

Anonyme 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gwengolo 26, 2022 by geekezig

anonymeEr skolaj emañ Takashi pa c’hoarvez un darvoud spontus : nec’het gant temz spered izel ur gamaladez e tizolo eo bet gwallet ar plac’h gant ur c’helenner. Evit sikour anezhi e tag ar c’helenner gant e vaz base-ball, betek lazhañ anezhañ. Difenn Takashi a vo dister da c’houde peogwir ne fell ket dezhañ lakaat bec’h ouzhpenn war chouk Yui.
Goude daou vloaz en ur skol evit an defallidi e tistro Takashi da vevañ er gevredigezh. Buan a-walc’h e vez dizoloet piv eo ha taget en-dro e familh, e genseurted hag an holl tro-dro dezhañ. Kompren a ra neuze eo bet startoc’h c’hoazh buhez e familh eget e hini, war ar rouedadoù sokial emañ an dud o klask e chomlec’h hag o harellat e familh…
Dedennus-tre eo Anonyme peogwir e tiskouez tuioù spontus ar rouedadoù sokial, e Japan dreist-holl (soñjal a ran aze e emlazh KIMURA Hana eus Terrace House e miz Mae 2020 abalamour da-se), met ivez sell ar gevredigezh war distro un den kablus er gevredigezh hag ar vuhez evit e re, chomet er gevredigezh. Temoù ral a-walc’h benn ar fin.
Un tamm tort eo an doare da gontañ gant ar mareoù disheñvel met hast ‘m eus gouzout hiroc’h ha gwelet penaos e troio an traoù hag ar pezh a vo dizoloet tamm-ha-tamm moarvat.

anonymedIstor gant KIMIZUKA Chikara ha tresadennoù gant HIOKA Yen. Embannet e galleg gant Soleil, d’an 3 a viz Even 2020.

Ralph Breaks the Internet

Posted in Filmoù with tags , , , on Here 3, 2021 by geekezig

Wreck it Ralph en doa plijet din kalz. Fellout a rae din gwelet Ralph Breaks the Internet neuze.
Staliet e vez ar wifi er sal c’hoarioù e lec’h m’emañ Ralph hag ar re all. D’ar mare-se ivez e vo torret dornell bonn c’hoari Vanellope. Divizout a ra Ralph mont e diabarzh ar genrouedad da glask un dornell war eBay, pezh a zo e vo ret dezhañ kavout arc’hant, klask a ra evit se dont da vezañ brudet war YouTube.
Droch e seblant bezañ an istor met un doare fentus eo da lakaat war wel memoù pe arouezioù bras eus ar genrouedad. Tudenn Shank, e bed ar c’hoari Slaugther Race a zo cheuc’h ha brav am eus kavet c’hoazh emdroadur darempred Ralph ha Vanellope : an aon bezañ digenvez, an aon da zilezel ur mignon ma cheñchez boazioù ha c’hoantoù. Ur souezhadenn a-feson ur wech ouzhpenn !

Film sevenet gant Rich Moore & Phil Johnston. Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e52.

Cam

Posted in Filmoù with tags , , , , on Eost 12, 2019 by geekezig

Camgirl eo Alice. Labourat a ra gant al lesanv Lola. War al lec’hienn a implij emañ etre an 60vet hag an 50vet plas, fellout a ra dezhi neuze mont uheloc’h. A bep seurt mennozhioù he deus evit hec’h abadennoù, en o-zouez ober van en em lazhañ war-eeun. Tapout a ra brud abalamour da se. Goude bezañ bet en un ti gant meur a g/camgirl evit un abadenn a-stroll ne teu ket a-benn ken da vont war he c’hont, prennet eo pep tra met unan bennak a ra abadennoù memestra, dres heñvel outi. Nec’het spontus eo.
Ur film spont liammet gant ar roadennoù eo Cam. Un tem diouzh ar c’hiz hag a glot gant doanioù ar mare. Dedennus eo ivez gwelet mont en-dro ar vicher camgirl (sell an dud all, prientiñ an abadennoù hag all). Ur wech kuitaet al lec’hienn hag an abadennoù e vo gwelet ivez penaos e c’hall tud zo reiñ kalz arc’hant evit gallout komz hepken gant ur plac’h pe zoken sachañ hec’h evez er sal kaozeal. Plijet en deus din gwelet un dudenn eürus en he labour, daoust da sell an dud all tro-dro dezhi (mignoned he breur, he mamm).
N’eus displegadenn ebet er fin (na teknologel, na faltazi na mann ebet), siwazh. Pezh a ro ur blaz un tamm trenk d’an hollad, rak mod all e oa savet mat ha stignet-tre aergelc’h ar film. Ur souezhadennig a-feson daoust d’an dipit-se.

Film sevenet gant Daniel Goldhaber. Stadoù-Unanet Amerika, (abaoe ar 16 a viz Du) 2018 (war Netflix), 1e35.

Les petites reines

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Kerzu 6, 2018 by geekezig

Mireille Laplanche a zo o chom e Bourg-en-Bresse. Evel boaz, eo bet dilennet “boudin” he lise gant div blac’h all. Un dilennadeg aozet war facebook gant tud all eus he lise eo.
Kalz fent a zo gant Mireille, hec’h arm eo evit dont a-benn da c’houzañv seurt goapadennoù. Ar merc’hed all bet dilennet a zo kizidikoc’h, unan anezho a ya da welet Mireille ha divizout a reont mont da welet eben asambles. E-kerzh ar gaozeadenn e teu ur mennozh sot nay dezho (evit meur a abeg) : gwerzhañ gwadigennoù war an hentoù etre Bourg-en-Bresse ha Pariz ha klask mont tre e “garden party” an Elysée da vare gouel ar republik.
Kontet eo an istor gant Mireille hag he doare da welet an traoù. Start eo bet din ijinañ ur plac’h 15 vloaz gant un ton evel-se met plijus e oa da lenn memestra. Gwelet e vo ar merc’hed o prientiñ ar boued, an dafar, pleustriñ gant ar marc’h-houarn, beajiñ da c’houde, ha tamm-ha-tamm gwelet ar berzh a ra o raktres war ar rouedad hag er c’helaouennoù, betek tizhout ar pal…
Ul levr pozitivel kenañ eo a ziskouez penaos e c’hall krennardezed gwallgaset gant o c’hamaladed cheñch penn d’ar vazh hag implij an dra-se evel nerzh evit krouiñ traoù brav ha kreñv. Ur sapre kentel! Un istor mignoniezh a-feson eo ivez. Ur romant plijus ha fentus neuze, gant techoù un hegasus a-wechoù (liammet gant an dezrevellez) met n’eo ket grevus.

Romant skrivet gant Clémentine Beauvais. Embannet gant Sarbacane, d’ar 1añ a viz Ebrel 2015.