Dielloù evit manga

Dans les pas de Nietzsche 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , on Du 30, 2023 by geekezig

Ur shojo gant prederourien ? Petra an diaoul? Azasaet eus ur romant a felle kinnig d’an dud un hent aes davet ar prederouriezh eo Dans les pas de Nietzsche.
Arisa KOJIMA a zo nec’het bras. Krediñ a rae e oa karedig ur paotr met gwelet he deus anezhañ gant ur plac’h all. Adalek ar mare-se e fell dezhi cheñch hag e ra un het.
Ur paotr souezhus-kenañ a zeuio da welet anezhi goude o lavar eo Nietzsche! Ar plac’h yaouank ne gred ket anezhañ. Kaozeal a reont asambles ha reiñ a ra ar paotr boued spered dezhi, traoù da vagañ etre div “gentel” betek dont da vevañ ganti evit sikour anezhi da wellaat buanoc’h.
Fentus-kenañ eo gwelet ar prederouriezh dre sell ur gomedienn romantel! Ur manga dudius neuze ha moarvat leun a draoù dic’hortoz evel m’eo ret en ur shojo. Ur mennozh souezhus ha fentus bepred.

Luminous Blue 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Here 29, 2023 by geekezig

Kô a zo nevez erru en ul lise nevez. Entanet eo rak el lise-se ez eus ur c’hlub skeudenniñ brudet. Sot eo ar grennardez gant tapout skeudennoù, pezh na sikour ket anezhi devezh an distro-skol. Gwelet eo fall gant he c’helennerez diouzhtu. Keloù fall ouzhpenn : n’eus ket eus ar c’hlub skeudenniñ ken.
Div blac’h eus he c’hlasad a zeu da vezañ mignonez ganti avat ha kregiñ a ra da skeudenniñ anezho. Skeudennoù brav a dapo ha diskouez a raio anezho da bresidantez-bet ar c’hlub skeudenniñ. C’hoant o deus da gemer perzh en ur genstrivadeg vroadel ha marteze e c’hallo ar c’hlub kregiñ en-dro.
Ur manga “yuri” eo Luminous Blue : ur manga gant istorioù karantez etre merc’hed. Buan a-walc’h en deus seblantet din kaout fan service evit netra met ne oa ket re spontus hag ar pep splannañ a oa : tudenn paotr ebet. An holl dudennoù a zo merc’hed estreget marteze un den pe zaou a-dreñv na gomzont ket. Souezhus ! N’on ket sur da belec’h ez a an istor na bezañ dedennet bras e gwirionez avat.

Elin la charmeuse de bêtes 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 25, 2023 by geekezig

Ur manga a oa bet aliet din meur a-wech eo Elin la charmeuse de bêtes. Bevañ a ra Elin en ur gêriadenn gant he mamm. He mamm a zo e karg eus yec’hed an Tôda, erevent a vez desavet evit emgannoù. Gwelet eo fall ar vaouez avat peogwir e teu eus ur bobl kantreerien. Goude marv kevrinus al loened e vez tamallet ha kastizet d’ar marv gant tud ar gêriadenn. Elin he deus tec’het kuit d’ar mare-se ha degemeret eo gant un den a zo o vevañ er vro e-kichen.
Dedennus-kenañ eo bed Elin. Diazezet eo ar manga war ur romant ha plijet bras on bet, laouen e vin o lenn pelloc’h!

Men’s Life 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gwengolo 18, 2023 by geekezig

Mio he deus poan gant an darempredoù sokial. Studial a ra er gêr. He bed a zo hini ar radio, kas a ra kemennadennoù d’un abadenn a blij kalz dezhi. He breur gevell Yûta a zistro e-pad ar vakañsoù, emañ eñ diabarzhiad en ul lise. Ur paotr leun a startijenn, gant kalz mignoned, sportour hag all. Fellout a ra dezhañ mont kuit da Aostralia da heul e garedig setu e c’houlenn digant e c’hoar kemer e blas el lise. Ar plac’h yaouank a ranko neuze lakaat da grediñ eo ur paotr…
Ur framm istor klasel-kenañ “eskemm buhez” a zo aze. Rediet da vat eo Mio da zeskiñ penaos bevañ gant ar re all hag ober van bezañ en he aes. Dudius eo met re glasel evit poent, n’on ket dedennet kement-se gant ar pezh a c’hoarvezo, kavet em befe dedennusoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a lake Mio da gaout dudi en he buhez digenvez.
Ma!

Nos C(h)œurs évanescents 2

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Gouere 24, 2023 by geekezig

Ar wech-mañ e vo heuliet muioc’h Betsuyaki. Mont a ra war-raok al labour evit laz-kanañ ar skolaj hag hini ar gêr met Betsuyaki ne oar ket mat penaos ren al laz-kanañ ha reiñ youl d’ar grennarded. An holl a lâr dezhañ goulenn sikour digant ar c’helenner. Santet e vez ivez pegen start eo da vBetsuyaki eskemm gant tud deuet.
Plijet en deus kalz din gwelout sell ar c’hrennard-se ha kavout a ran komprenus e santadoù. Ur manga brav bepred a ziskouez fromoù gwirheñvel.

Istor ha tresadennoù gant KAMATANI Yuhki. Embannet e galleg gant Akata, d’an 28 a viz Mae 2020.

Je ne suis pas un gay de fiction

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Gouere 18, 2023 by geekezig

Ul lisead japanat keitad eo Jun. Ur sekred en deus avat. Heñvelreviad eo. Un darempred kuzh en deus gant ur paotr kalzik koshoc’h egetañ. Goude un emgav gantañ e kej gant Miura, ur gamaladez, gwelout a ra anezhi o prenañ ur manga Boy’s Love, manga gant istorioù karantez etre paotred. Ar plac’h a c’houlenn digantañ pas komz diwar-benn an dra-se el lise.
Heuliet e vo Jun e kerzh e vloavezh skol. Mont a ra ingal en un davarn dalc’het gant ur saozez hag a zo un davarn LGBTQ+. Eskemm a ra gant ur paotr klañv gant ar sida dre ar rouedad ha prederiañ diwar-benn e blas er gevredigezh. Divizout a ra kaout un darempred romantel gant Miura evit gwelet ma c’hallfe bevañ ur vuhez “ordinal” gant familh ha bugale…
Lusket eo ar romant gant kanaouennoù Queen. Ur paotr yen a-walc’h eo Jun, barn a ra kalz an dud all ha start eo gantañ e-unan ivez. A feur ma tremen an amzer e tiwan mignoniezh ha teneridigezh evit Miura avat. Dedennus a-walc’h eo-se.
An titl avat a lak da soñjal e vo lakaet ar gaoz war penaos eo diskouezet an dud heñvelreizh en oberennoù faltazi. Un tammig e vez graet pa lenn Jun manga prestet gant Miura met kalz klichedoù a zo er romant ivez : ar sida, an darempredoù gant un diforc’h oad bras, an emlazh… N’eo ket displijus ar romant ha dedennus eo bepred gwelet prederiadennoù war ar sujed-se dreist-holl en ur gevredigezh evel hini Japan met an titl a gavan touellus un tamm pa n’eo ket faeüs. Eil-tudennoù plijus a zo tro-dro da Jun (e vignon bugaleaj, Miura, Kate, Mr Farenheit, e vamm zoken pe e amourouz) a sikour da reiñ un tamm from rak Jun ne zegas ket kement-se. Prantadoù droch a zo o deus lakaet ac’hanon da c’hoarzhin ket sod e oant met dre vras eo ur romant plijus ha ral a-benn ar fin.

Romant skrivet gant ASAHARA Naoto. Embannet e galleg gant Akata, d’ar 24 a viz Here 2010.

Graineliers 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , on Even 22, 2023 by geekezig

Graineliers a zo ur manga faltazi en ur bed lec’h m’eo reolennet strizh ar greun. Lucas a zesk penaos gounit greun-zo evit gwerzhañ anezho. Barrek eo. E dad a zo barrek-tre ivez met cheñchet eo kalz e demz spered abaoe marv mamm Lucas. Un deiz bennak e teu ar polis da glask war-lerc’h e dad. Lucas a lonk greun war ali e dad. Pa tihun daou vloaz warlerc’h eo deuet da vezañ ur boud na den na plantenn. Savetaet eo bet gant e vignon Abel hag e dad. Asambles e klaskfont gouzout hiroc’h diwar-benn ar greun hag ar raktres iskis a zo gant Gilles Nicolas.
Un aergelc’h plijus a zo da Graineliers, klasel-kenañ evit un dra gant neuz europat un tamm. N’eo ket bet gwelet c’hoazh kalz an tudennoù hag o fersonelezhioù met kavout a ran kevrinus ar bed tro-dro d’ar greun setu e klaskin gouzout hiroc’h!

Istor ha tresadennoù gant TAKARAI Rihito. Embannet e galleg gant Ototo, d’an 18 a viz Genver 2019.

Sayonara Miniskirt 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , on Mae 15, 2023 by geekezig

Nina a zo an hini nemeti en he lise o wiskañ ur bragoù. Ur plac’h gouez hag a gostez eo un tamm. Koulskoude ez eus tud tro-dro dezhi a glask kompren perak eo evel-se. 6 miz zo e oa “leader” ur strollad idol. E kerzh un emgav gant faned eo bet taget ha gloazet. Kuitaet he deus ar bed-se ha soñjal a ra dezhi eo abalamour m’eo ur plac’h eo bet taget, fellout a ra dezhi neuze kuzhat an elfennoù gwelet evel gwregel eus he neuze diavez.
Ur manga dedennus-tre eo Sayonara Miniskirt, bed an idol a zo souezhus-tre da gentañ ha preder Nina diwar-benn he identelezh ivez. Eil-tudennoù dedennus a zo tro-dro da Nina (Sarah a oa ganti er strollad idol, pe Hikaru, kamalad klas Nina) ha kevrinoù a zo. Ul levrenn digeriñ a galite!

Istor ha tresadennoù gant Makino. Embannet e galleg e ti Soleil, d’an 11 a viz Meurzh 2020.

The first love melt in ultramarine

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , on Meurzh 13, 2023 by geekezig

N’on ket plac’h ar yaoi pe boy’s love kement-se. Dre zegouezh on kouezhet war hemañ ha soñjet perak ket?
Bez ez eus e klasad Kengo ur paotr na zeu ket d’ar c’hentelioù. Koshoc’h eo eget ar reoù all. Un deiz e wel ar paotr-se gant e eontr, kelenner sonerezh el lise. Tamm-ha-tamm e tiwan mignoniezh etre an daou baotr ha Yoshioka a zispleg perak ne teu ket d’ar c’hentelioù ha petra ‘zo c’hoarvezet gantañ.
Ur manga start eo peogwir ez eus kaoz eus feulster, harellerezh, gwall zoken. Spi a zo eüruzamant met start eo heuliañ an holl darvoudoù a-wechoù (pe kompren piv eo an tudennoù) hag an tresadennoù ‘m eus kavet a live etre. Ur manga etre daou.

Istor ha tresadennoù gant Yuki Ringo. Embannet e galleg gant Taifu Comics, d’an 13 a viz Gouere 2017.

Aromantic (love) story 5

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Kerzu 26, 2022 by geekezig

Emañ fin “At Love” o tostaat, disammet eo Futaba. Mont a ra da welet he zud, pezh a lak anezhi da brederiañ war he dazont. Divizoù a bep seurt a vo kemeret gant an dud.
Darempredoù brav ha yac’h a zo gant an tudennoù evit klozañ ar manga. Kavout a ran eo dibabet mat ar fin, onest eo.
Ur rummad berr gant kalz fent eo e fin ar gont hag a lak ar gaoz war sujedoù ral a-walc’h en oberennoù faltazi. N’am eus ket keuz bezañ bet betek ar penn !

Istor ha tresadennoù gant ONO Haruka. Embannet e galleg e ti Akata, d’an 9 a viz Mae 2019.