Dielloù evit Istor

Escape From Pretoria

Posted in Filmoù with tags , , , , on Meurzh 2, 2023 by geekezig

N’anavezen ket istor an tri den-mañ : Tim Jenkin, Stephen Lee ha Leonard Fontaine (a zo diazezet war Alex Moumbaris e gwirionez). E Afrika ar Su, e 1979, e voe harzhet Tim ha Stephen, a gemere perzh er CNA evit stourm a-enep an apartheid. Barnet int ha kaset d’un toull-bac’h evit ar baotred wenn e Pretoria. Du-hont e reont anaoudegezh gant prizonidi politikel all ha dreist-holl e krogfont da sevel ur raktres evit tec’hout kuit. Ur film tec’hout kuit eo da vat, n’eus kazi mann all ebet estreget prientiñ ar raktres-se. Nebeut a draoù diwar-benn ar vuhez diavaez, ar pezh a c’hoarveze e keit-se hag all. Savet eo en un doare efedus-tre evit ar re a zo plijet gant seurt filmoù. Tapet on bet da vat ha nec’het gant pep degouezh a c’hoarveze ganto, ouzhpenn bezañ bet desket traoù.

Film sevenet gant Francis Annan. Rouantelezh-Unanet & Aostralia, 2020, 1e46.

Werk ohne Autor

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on C'hwevrer 6, 2023 by geekezig

Div lodenn a zo da Werk ohne Autor, film nevez Florian Henckel Von Donnersmarck. Ar film kentañ a dremen e-pad yaouankiz an haroz, Kurt. Ur bugel dedennet bras gant an arz eo hag e voereb Elisabeth a gas anezhañ d’ar mirdi da glask awen. Elisabeth a vo kaset d’ar c’hampoù bac’h ha lazhet er c’hambroù-gaz peogwir e oa gwelet evel skizofrenek. Ur wech bras e labour Kurt en un embregerezh panellerezh, e rener a ali dezhañ mont d’ar skol arzoù. Deskiñ a ra neuze livañ evit brudañ ar mennozhioù komunour. Un istor karantez a grog gant Elisabeth, merc’h ar Professor Seeman, ginekologour ha bet eñ uhel-kenañ e-touez an nazied o deus kaset tud da vezañ lazhet…
An eil lodenn a dremen dreist-holl er C’hornog. Kurt hag e wreg a ya da Düsseldorf ha Kurt a zistro d’ar skol arzoù-kaer. Tamm-ha-tamm e kavo e awen.
Domaj eo a-benn ar fin e vefe troc’het ar film e daou, ar pezh a ro un neuz film skinwel dezhañ padal e c’hallfe bezañ ur film hir hepken. Souezhus evel dibab. N’am eus ket kavet a live gant Das Leben der Anderen met ur film brav eo memestra diwar-benn levezon buhez pep hini war an arz, roudoù an amzer dremenet, darvoudoù bras Istor Alamagn e buhez hiniennoù.

Film(où) sevenet gant Florian Henckel Von Donnersmarck. Alamagn, 2018, 3e08 (en holl).

Adults in the Room

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , on Eost 22, 2022 by geekezig

adultsintheroomAdults in the Room a ginnig heuliañ Yánis Varoufákis, ministr an ekonomiezh gresian pa ranke marc’hata gant unvaniezh Europa diwar-benn an dle gresian.
Emvodoù, komzoù dre guzh hag ar c’hontrol-mik dirak ar gelaouennerien, ur gwir troiad a ra Yánis evit klask kendrec’hiñ ar broioù all e vefe ret lezel tro da vro C’hres (ha dreist-holl d’ar C’hresianed) da vevañ dereat en ur restaol an dle.
Un tamm hir ha hegasus e gwirionez eo itrikoù ar politikerien, ha souezhus-tre eo ar fin, re drumm evidon, goude ur prantad “arzel” disheñvel a-grenn eus ton peurrest ar film. Bamet a-walc’h on bet gant an aktour Chrístos Loúlis met jenet on bet gant ar film, dreist-holl abalamour d’ar fin, rak mod all e oa dedennus ha lusket mat peogwir e klote gant pezh a gave Yánis torr-penn e doareoù d’ober Unvaniezh Europa. Souezhus.

Film sevenet Costa-Gavras. Frañs ha bro C’hres, 2019, 2e04.

The Promise

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Eost 6, 2022 by geekezig

thepromiseKentañ tra a c’haller lavar diwar-benn The Promise eo ez eo anat eo rouez ar filmoù diwar-benn lazhadeg an Armenianed. Na vefe ken abalamour da se e kavan a-bouez e vefe eus ar film.
Mikael, apotiker eus Siroun a ya da studial e Konstantinopl. Du-hont e raio anaoudegezh gant Ana, un Armenianez bet desavet e Frañs, hag he c’haredig, ar c’helaouenner amerikan Chris. Buan a-walc’h e trenko an traoù…
Ur film hollywoodian eus ar c’hlaselañ eo The Promise, an Amerikaned a zo gwir harozed, an holl a gomz saozneg (gant un taol-mouezh), ha lipet brav eo ar skeudennoù hag all. Gallout a rafe bezañ hegasus met n’eo ket, dreist-holl a-drugarez d’ar bagad aktourien varrek a zo er film. Prantadoù start ha fromus-tre a zo evel-just. Eüruzamant ez eus tudenn Emre evit diskouez un Turk plijus mod all ez int euzhus tout. Techoù a zo gant The Promise a c’hallo tud zo kavout torr-penn met ret eo anzav eo un dra vat e vefe eus ar film-mañ.

Film sevenet gant Terry George. Stadoù-Unanet Amerika, 2016, 2e14.

Hibakusha

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Eost 2, 2022 by geekezig

hibakushaKlasket he deus Thilde Barboni ijinañ roud piv a c’halle bezañ war ur maen e park ar peoc’h e Hiroshima. Re vras eo evit bezañ ur Japanad hag Alamaned a oa o labourat er Genbaku dom d’ar mare-se.
Istor ur jubennour ha troer he deus ijinet, un alaman a vo kaset da labourat e Hiroshima evit treiñ teuliadoù. Un istor karantez a vevo du-hont a-raok bezañ e-touez reuzidi ar vombezenn atomek.
Dedennus eo ijinañ istor an den-se, un den a rae e labour hep kompren da zigentañ pegen grevus e oa stad an traoù.
N’eo ket dreistordinal al levr bannoù-treset-mañ met fromus ha brav eston eo ar pajennoù liammet gant darvoudoù ar 6 a viz Eost 1945. Lakaet en deus da soñj din er pezh am boa gwelet e mirdi ar peoc’h e Hiroshima.planche-bd-hibakushaIstor gant Thilde Barboni (diwar un danevell savet ganti), tresadennoù gant Cyril Cinna. Embannet gant Dupuis, d’ar 5 a viz Mae 2017.

J’accuse

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , on Mae 19, 2022 by geekezig

jaccuseUr mennozh mat e oa sevel ur film diwar-benn afer Dreyfus. Ur mennozh ken mat all a oa sevel ar film dre sell Marie-George Piquart, a zizoloas e oa bet trapet Alfred Dreyfus.
N’eus ket kalz a vennozhioù mat all er film avat, d’am meno. Brav eston eo an dilhad lakaomp. Mod all em eus kavet trist ha hir, kalz re hir. Un enklask a rankfe tapout hon evezh eo koulskoude! Evit unan nay gant ar filmoù prosez eveldon e oa souezhus kavout an disoc’h ken arabadus.
Souezhus eo ivez bezañ bet savet ur film ken hir ha koulskoude bezañ chomet hep gwelet pe dost efed an afer war ar gevredigezh (buan-ha-buan e vez gwelet tud o tagañ yuzevien) pe c’hoazh an efed war familh Albert Dreyfus, pe warnañ zoken goude e zistro eus Cayenne. Poan ‘m eus o kompren e gwirionez ha n’on ket evit aliañ ar film deoc’h, en tu-hont da abegoù anatoc’h c’hoazh da chom hep sellet outañ (e sevener da skouer).

Film sevenet gant Roman Polanski. Frañs hag Italia, 2019, 2e12.

Long Kesh

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Meurzh 27, 2022 by geekezig

longkeshUl levr bannoù-treset eeun eo Long Kesh : kontañ a ra bloavezhioù Bobby Sands e toull-bac’h Long Kesh. Adalek 1976 gant dispac’h ar palennoù betek harz-debriñ 1981 en ur dremen dre an harz n’em walc’hiñ.
Ne oan ket sot gant an doare da dresañ met kontet eo an istor gant nerzh ha from hag en un doare denel ha dedennus. Un doare tañva pe un diverradenn a galite.
longkeshdi
Istor ha tresadennoù gant Stéphane Heurteau. Embannet gant Les éditions du Long Bec, d’an 18 a viz Gwengolo 2019.

군함도 (Goonhamdo) / The Battleship Island

Posted in Filmoù with tags , , , , , , on Genver 30, 2022 by geekezig

goonhamdoDa vare aloubadeg Korea gant ar Japaniz e voe kaset kantadoù a dud da labourat e mengleuz glaou Gujanjima (enezenn batimant brezel). Heuliet e vo meur a dudenn met dreist-holl un tad, soner hag e verc’h. E 1945 e krog an disfiz e-touez annezidi an enezenn : moarvat e kollo Alamagn ar brezel hag e vo barnet ar re a-du ganto, an Amerikaned a vefe o prientiñ ur vombezenn ivez…
Ur film pinvidik-kenañ eo Goonhamdo. Meur a film e memes film : tud a glask n’em zibab en ur metou start ha didruez da gentañ, itrikoù politikel da c’houde, un emsavadeg hag un dec’hadeg da echuiñ. Fromus-tre eo, lusket mat, filmet mat, dedennus-tre. Un taol-dreist e meur a geñver d’am meno.

Film sevenet gant Ryoo Seung-Wan. Korea ar Su, 2017, 2e12.

The Favourite

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Kerzu 28, 2021 by geekezig

thefavouriteFellout a rae din gwelet The Favourite abaoe pell, kement a veuleudi am boa klevet diwar-benn ar film.
The Favourite a ziskouez an darempred kevezerezh a vo etre div vaouez evit bezañ hini karetañ ar Rouanez Anne e 1711.
Bamus a-walc’h eo an teir aktourez pennañ ha plijus a-walc’h eo lusk ar film (rannet e chabistroù) ha gwelet troioù kamm pep hini. Plijus eo ar film neuze daoust din bezañ bet jenet un tamm gant dibab an talennoù “fish-eye” ur wech an amzer. N’am eus ket kavet ken kreñv ha The Lobster a alifen aesoc’h, daoust d’an istor hag a zo kalz souezhusoc’h.

Film sevenet gant Yorgos Lanthimos. Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon ha Stadoù-Unanet Amerika, 2018, 1e59.

1917

Posted in Filmoù with tags , , , on Kerzu 2, 2021 by geekezig

Dedennet e oan gant 1917 peogwir e oa sañset da vezañ un dalenn hepken ha peogwir e plij labour an aktour George MacKay din.
Daou soudard a rank treuziñ an dachenn vrezel a-raok an noz evit mirout ouzh un urzh da lazhañ 1600 soudard. Ur c’harg spontus ha kazi dibosupl d’ober.
Bamus eo lodenn gentañ ar film. D’ur mare zo avat ez eus un troc’h splann ha warlerc’h ur cheñchamant aergelc’h trumm. Distabilaet on bet penn-da-benn gant an dibab-se, evel m’eo distabilaet an dudenn (a oa badaouet). Ma, n’eo ket ur gwall afer. Fin ar film a zo ken bamus all pe dost (ar skeudennoù brudetañ a zo tennet kentoc’h eus al lodennoù-se), domaj eo ec’h echufe dre ret war un dra un tamm pounner padal e oa fromus dija e kavfe Will breur Tom war an dachenn.
Ur film sebezus eo daoust d’an traoùigoù-se, o pismigañ emaon penn-da-benn. Ur blaz kontadenn a zo d’an hollad, ur film brezel disheñvel-mat eus pezh a vez gwelet da gustum.

Film sevenet gant Sam Mendes. Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika, 2019, 1e59.