El método

el-metodoNec’het e oan e penn-kentañ El método, peogwir e vez gwelet an holl dudennoù asambles, troc’het ar skramm en un doare ne blije ket din. E gwirionez ne bad ket evel-just peogwir e tremen pep tra en ur sal emvod da c’houde.
Santet e vez a-walc’h eo diazezet ar film war ur pezh c’hoari met n’eo ket grevus kement-se, efedus e chom.
Seizh den a gemer perzh en un emgav tutañ en un embregerezh (a ijiner b/) vras evit ur post uhel. Buan e vo lâret dezho ez eus en o-zouez ur psikologour hag e vezont lakaet da ober poeladennoù a bep seurt (kavout piv eo, dilenn ur chef, difenn pep hini d’e dro e blas e istorioù…). Tamm-ha-tamm e vez skarzhet an dud neuze hag e starta ar “c’hoari”.
Un aergelc’h stenn-tre a zo ha c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h, da welet petra ‘vo ar poeladennoù o tont ha piv a “c’hounezo” (ar post). Spontus eo ha trellus war memestro ar mennozh ober seurt traoù evit tutañ…
Hegaset on bet un tamm gant an tu “sexy” (ha romantel) tro-dro da dudenn Nieves (a zo dispar e-pad tout lodenn gentañ ar film, betek fin an istor e-lec’h ma rankont skarzhañ unan en ur bed distrujet), evidon-me eo gwander ar film. An tu goap, merc’heta/paotreta na vefe ket ken pouezus ma c’hoarvezfe seurt emvod e gwirionez. Un tamm aes eo neuze me gav.
Ma, mod all on bet tapet penn-da-benn hag e kavan eo ur film teñval, kriz hag efedus-tre!

Advertisements

2 Respont to “El método”

  1. Roet en deus da bennad c’hoant din da sellout ouzh ar film-se en-dro. (Ar santimant am boa bezañ e welet dija o lenn ac’hanout). Plijet hag atizet on bet ivez betek abadenn ar privezioù a zistruj penn-da-benn kredusted ar senario. Mod all eo fentus klevout dirollañ perzhioù ekonomikel a-feson ar broioù evel Spagn (abadenn ar volotenn) pa weler o stad un nebeut bloavezhioù goude. Dres, un evezhiadenn a denn d’az purutelladennoù filmoù : ha tu ‘vefe dit menegiñ ar bloavezh m’eo bet sevenet ar film pa n’eo ket nevez. M’am eus soñj mat em eus dija sellet ouzh ar program sine en aner !

    • Ya, na gomprenan ket perak ez eus an “diskoulm”-se. Ma oa dija er pezh c’hoari (ar pezh a zo gazi sur) eo droch pout.
      Gwir eo, n’em boa ket komzet eus al lodenn-se met fentus-tre eo klevout-se hirie an deiz gwir eo… (peadra da c’hoarzhin un tamm glaz avat)
      Oh, ur mennozh mat-kenañ eo! Marteze ne rin ket evit ar pennadoù bet skrivet dija (pe pas diouzhtu) met evit ar re o tont, sur! Trugarez evit da evezhiadenn ha digarez da vezañ lakaet ac’hanout da goll amzer :$

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: