L’histoire de Nintendo (vol 1) : 1889-1980 des cartes à jouer aux Game & Watch

L_Histoire_de_Ni_4de22d2150b7fUr raktres divent a zo gant Florent Gorges : kontañ istor embregerezh Nintendo. Iskis eo evel-se met dedennus kenañ eo e gwirionez. Ma lâran Nintendo deoc’h e respontfet Super NES, Game Boy, Mario ha Zelda, neketa? Ma, kaaaalz traoù a zo c’hoarvezet a-raok me lâr deoc’h!
Kregiñ a ra istor embregerezh Nintendo e Kyōtō e fin an XIXvet kantved. Degaset eo bet ar c’hoarioù kartoù gant ar Portugaliz e bro Japan e deroù ar pezh a vez galvet prantad meiji (pa tigor en-dro harzoù Japan goude prantad edo) met kêr kenañ eo lakaat degas c’hoarioù kartoù neuze perak ket ober anezho er vro? Doareoù all a vo da c’hoari neuze hag en o-zouez ijinañ c’hoarioù broadel levezonet gant ar c’hartoù estren.
Da c’houde he deus ranket an embregerezh ledanaat he zachenn labour (ne vezet ket prenet hanter kant c’hoari kartoù gant pep familh) ha setu penaos int kroget da sevel c’hoarioù, c’hoarioù-taol, c’hoarioù elektronek ha goude-se c’hoarioù video.
Un embregerezh familh eo ivez hag a bep seurt traoù a zo c’hoarvezet (merc’hed a oa gant ar renerien setu e oa ret dimeziñ anezho gant implijidi a-feson a gemerfe penn an embregerezh, tremenet eo mat ha fall…).
Dedennus-kenañ eo lenn istor an embregerezh (ha c’hoazh, n’eus kaoz nemet eus lodenn Japan! Levrioù all diwar-benn Nintendo of America a zo bet skrivet ivez!). Lenn an traoù o deus graet berzh, an divizoù risklus, ar prantadoù ekonomikel start hag all… Un doare katalog eo ivez gant ur bern skeudennoù eus ar c’hoarioù kartoù ha c’hoarioù, c’hoarielloù a bep seurt. Un doare da “zastum” hep re a riskl. Un drugar eo da lenn, ur bern skeudennoù a zo hag hast ‘m eus kenderc’hel da lenn hag e kendalc’hfe Florent Gorges gant e labour a galite (tri levr a zo dija met seizh a zo raktreset en holl!) !
Ma fell deoc’h gwelet un tamm penaos eo kinniget al levr ez eus tu da welet ar pajennoù kentañ amañ

Skrivet gant Florent Gorges gant kenlabour YAMAZAKI Isao. Embannet e miz Kerzu 2010 gant an embannadurioù Pix ‘n love. (skeudenn diwar lec’hienn an embanner)

Advertisements

2 Respont to “L’histoire de Nintendo (vol 1) : 1889-1980 des cartes à jouer aux Game & Watch”

  1. kerfall Says:

    triste e vefe bet ma vuhez ma ne vefe ket bet deus Nintendo. Big N en deus levezonet milionou a vugale er bed holl hag e kendalc’h c’hoazh!

    • Oh ya, anat!
      Brav ‘m eus kavet dizoloiñ penaos eo kresket an embregerezh, an darempredoù iskis a-walc’h etre renerien hag implijidi zo, ur seurt politikerezh “kinnig ar produ marc’had-matañ” war ar marc’had a gendalc’h c’hoazh a-benn ar fin (ar software ‘zo pouezusoc’h evit an hardware. Ar pezh a zo emañ bremañ un tamm o vont da get)…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: