La vie d’Adèle : chapitres 1 & 2

la_vie_dadeleA bep seurt em boa klevet diwar-benn La vie d’Adèle. Plijet e oan bet gant Le bleu est une couleur chaude m’ho peus soñj mat em boa kavet gwirheñvel ha fromus. La vie d’Adèle a zo awenet gant al levr bannoù-treset met… ne teuan ket a-benn da gompren an dibaboù a zo bep graet e keñver istor. Adèle a seblant sorc’hennet da vat gant Emma (al lodenn er c’hafedi er fin a zo spontus) ha war memes tro e fin ar film ‘m eus bet ar santimant e oa Adèle ur plac’h arallreviad he deus karet ur plac’h all hepken a-benn ar fin. Ne seblant ket bezañ dedennet gant merc’hed all (estreget e penn-kentañ tout ar film), hec’h holl darempredoù all a zo gant paotred, koulskoude eo splann e tap plijadur gant Emma nemetken. Petra n’eus fellet d’ar sevener lârat? Ar prantadoù start hag heverk e barzh levr Julie Maroh a zo bet tennet (n’eo ket splann er film n’he deus Adèle darempred ebet ken gant he familh da skouer) hag ouzhpennet ‘z eus bet kaaaaaalz re a draoù, hir spontus eo!! (Tout al lodennoù er skol da skouer!) Kavet ‘m eus e oa un tamm pounner da skouer an tu metou an arz a oar ur bern traoù ha metou «izel». Koulskoude e oa un dra a veze santet e levr Julie Maroh en ur stumm, dreist-holl gant kerent Clémentine (Adèle) met aze e tap ivez kalz pouez en darempred etre an div blac’h. Ur sapre kudenn ‘m eus bet ivez gant ar paourkaezh Adèle Exarchopoulos hag he beg digor war nav eur a-hed ar film, neuz diot da vat ganti. Poan ‘m eus o welet penaos e kav tout an dud anezhi brav eston. Souezhet on bet ivez gant an nebeut a vlev a vez gwelet er film, pa vefe Adèle pe Emma e seblantont divlev da vat, n’eo ket kement-se «olala merc’hed heñvelreviad a rank kaout blev» met kentoc’h e klot gant ur skeudenniñ porno kentoc’h eget film arz. Ar gwashañ mare a oa evidon taolenn Emma e lec’h ma lak da Adèle ur bragoù bihan du (padal eo noaz dirazi) e plas livañ blev. N’eo ket gwall dra ha marteze e klot gant personelezhioù an tudennoù (ha c’hoazh) met re “brop” e seblante din. Ma, hir ‘m eus kavet ma amzer hag evidon-me eo bet tennet perzhioù kreñv al levr bannoù-treset evit sevel un oberenn na gomprenan ket tamm ebet. Hag anzav a ran n’ouzon ket petra eo ivez tout an afer gant ar spaghetti bolognaise (hag an dud a zebr hep torchañ o genou), klevet ‘moa komz eus se en ur farsal met gwir eo eo iskis memestra ^^.
Kinnig a ran deoc’h kentoc’h mont da lenn ali pevarlagad war levr Julie Maroh 😉

Film sevenet gant Abdellatif Kechiche, awenet gant levr bannoù-treset Le bleu est une couleur chaude gant Julie Maroh. Frañs, Belgia & Spagn, 2013, 2e59.

Advertisements

6 Respont to “La vie d’Adèle : chapitres 1 & 2”

  1. Dister a-grenn eo ar film-se : ar c’hoarierien, ar filmañ, ar senario, ar munudoù ‘p eus meneget…
    Met petra gortoz a-berzh ur sevener evel Kechiche, a-benn ar fin ?
    Filmoù all zo a-zivout an heñvelreviadezh, kalz dedenusoc’h an tamm anezho : “Brokeback moutain”, “Harvey Milk”, da skouer…

    • N’ouzon ket m’eo ken dister-se ar c’hoarierien? N’ouzon ket avat, gwir eo n’en doa ket plijet din La vénus noire kennebeut, met marteze e plij din gouzañv hag e fell din gwelet ‘pezh c’hall kinnig ar sevener-se en desped d’e filmoù a-raok!
      Ya evel-just ez eus filmoù all diwar-benn heñvelreviadelezh met ar skouerioù a roez a zo diwar-benn paotred nemetken! Ral eo c’hoazh gwelet merc’hed heñvelreviat war ar skrammoù… Dec’h e oan o komz en-dro eus ar film “The Kids are Alright” gant ur mignon, a zo da vezañ lakaet er filmoù a-feson, gant ur c’houblad merc’hed.

      • Kred ac’hanon hardi’, ne dalvez ket ar boan mont pelloc’h gant Kediche. Ouzhpenn bout ur sevener a drede renk ‘z eus un den displijus a-grenn anezhañ (s.o testenioù an aktourezed en doa lakaet da c’hoari er film-mañ). D’ar blotoù !
        Ouzhpenn-se, ne blij ket din feson ar film : kollet a-walc’h e vez ar yaouankizoù en o spered e-giz-se : hej-dihej ar mare, diaes an oad-se (krennardiezh) : Perak kement a vruderezh evit un dister a film seurt-se, gant tost ar mediaoù holl ?
        Doare ur meni sevenadur kaoc’h ofisiel sponsorizet a zo gant kement-se, a gav din, un tammig evel seurt ‘oa kont en Unvaniezh Soviedel n’eus ket keit-se zo c’hoazh. Da lakaat keñver-ha-keñver gant traoù loudour all a glasker plantañ e programmoù an Deskadurezh Stad (Gender hag all, hag all…).
        Da vomisañ !

  2. Din da vout pisoc’h : Perak senennoù “revr” lous, porno pa lârin mat, pa ne oa ket anezho er Bd ? Heugus ! Ha pelec’h emañ an “diversite” santel er film : perak div blac’h gwenn o c’hroc’hen : perak pas unan du pe unan eus Nord Afrika, kement hag azasaat ha pellaat diouzh senario ar Bd ? Me zo skuizh gant ur sistem a seblant din bourrañ o louzañ c’hoazh hag adarre skeudenn ar vaouez a Europa, o lakaat anezhi e renk ar pennoù skañv pe ar gisti. Na te ? kavout ‘ra dit eo brav ar skeudenn-se ?

    • Ya, ur sevenour displijus a-walc’h e seblant bezañ, hervez ar pezh a vez lennet gant an dud a zo bet o labourat evitañ se ‘zo gwir. L’esquive ne oa ket ken fall-se avat ha n’am eus ket bet tro da welet e filmoù all setu, n’hallan ket lârat “d’ar blotoù” ken krenn-ha-krak-se…
      Evidon-me e oa kement a vruderezh gant ar mediaoù peogwir e oa ur sapre dispac’h evit ar sinema gall. Ar wech kentañ gwelet ur c’houblad merc’hed pe dost. Se a gavan pouezus ivez, daoust din pas kavout mat ar film. Ne gav ket din e vefe loudour ha dreist-holl n’eus netra loudour evidon-me da zisplegañ d’ar vugale e rank kaout doujañs etre paotred ha merc’hed… Ma komzez diwar-benn programm ABCD de l’égalité.
      N’on ket a-du tamm ebet ganit war a seblant war an dachenn-se.

      Ar prantadoù revr a zo un neuz porno dezho (keñver gouleier hag all) met n’am eus ket kavet anezho lous. Me oar ez eus bet ur bern tud direnket ganto, met n’on ket bet kement-se (trawalc’h a draoù all a oa oc’h hegasiñ ac’hanon). Un tres tener a zo gant Julie Maroh en he levr met prantadoù fanstasmoù a zo memestra, darempredoù rev etre div blac’h ha korfoù merc’hed a zo diskouezet splann. Evel-just ez eus muioc’h a blas d’an ijin ha n’eus ket trouz evel en ur film, se zo sur!
      Da arguzenn diwar-benn liv kroc’hen ar merc’hed na gomprenan ket mat (met gwir eo vefe bet posupl, keit a pellaat eus al levr BT orin). Ne welan ket avat e peseurt stumm eo louzet skeudenn merc’hed Europa pe ar merc’hed dres vras gant ar film? Aze na heulian ket tamm ebet da breder, neuze n’on ket gouest da respont d’az koulenn met sur on pe dost n’on ket jenet gant ar skeudenn-se nann.

  3. Ur film (dister), senennoù porno ennañ, ha n’eo ket berzet ouzh ar yaouankizoù en tu all da…12 vloaz ! N’out ket lakaet diaes gant se ? Doareoù all a vefe da zisplegañ an darempredoù heñvelreviat dezho, ne gav ket dit, estreget diskouez pezh a c’hall c’hoarvezout dindan ar c’holc’hed ?
    Setu, ya… louzet eo skeudenn ar vaouez (a Europa), d’am meno : gant ar senennoù seks ha gant an divizoù a zo plantet e genoù an dremmourezed (“putain, putain, putain, conne, bouffe la chatte”, hag all, hag all…). Hag e-giz-se eo e komz da vugale pe e plijfe dit e rafent ? Na divalav !!
    Ur film gant ur sevener a drede renk, displijus a-grenn, a orin eus Tunisia, en doa gouezet implijout aktourien eus ar Maghreb en e filmoù kent (“La faute à Voltaire gant Sami Bouajila, a orin e familh eus… Tunisia !!!) : an doare-se ne blij ket din tamm ebet : kement ha bezañ lous (da’m meno), n’en doa nemet ober gant plac’hed eus e vro a orin. Lod a lavaro on “reak”, met e mod-se eo !
    Ha pebezh skouer d’ar re yaouank (12 vloaz !), dreist-holl pa vezont aliet-bountet da vont da sellout ouzh ar film, gant ar mediaoù pa ne ve ken… gant ar gelennerien ivez, marteze ?
    Hep krediñ betek re e “teorienn an irienn”, e rankan anzav zo traoù iskis a seblantont din en em gavout er C’hwec’hkorn abaoe un nebeut bloavezhioù.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: