Entourage – bloavezh 8

ENTOURAGE-season-8Plijet ‘oan bet gant seizhvet bloavezh Entourage m’ho peus soñj mat met gortozet ‘m eus pell a-raok amprestiñ an DVD el levraoueg! Ma, graet eo. Lodennoù ‘zo eus ar bloavezh-mañ o deus plijet din (Vince a glask labourat en-dro, Drama hag e stirad bevaat) met traoù all a zo gwall bounner hag ar fin a zo ur vezh penn-da-benn. Plijet on bet gant ar gelaouennerez a lak Vince da soñjal war e darempred gant ar merc’hed met seblantout a ra pep tra kaset d’ar boubellenn da c’houde. E a zo c’hoazh gant e istorioù eured nullet hag all hag all. Ma, Drama hag Ari a zo pennoù bras ar bloavezh (evel boaz?). Siwazh ec’h echu pep tra en un happy ending droch a-walc’h. N’on ket bet plijet kement-se gant ar c’hameoioù kennebeut… Ma, tammoù fentus a zo evel-just ha c’hoant am bo da welet ar film a zo filmet er mare-mañ met n’on ket bet plijet gant ar fin evit ar stirad-mañ a zo dizingal da vat memestra!

Stirad amerikan, 8 rann tro 22 munut. Bet skignet gant HBO e 2011.

Advertisements

Ur respont to “Entourage – bloavezh 8”

  1. […] oan ket bet plijet gant fin Entourage met dedennet e oan gant ar film forzh penaos. Un darempred iskis ‘m eus gant Entourage, […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: