Spinning

Ur pikol levr eo Spinning. Istor Tillie eo, da vare ar skolaj. Gwelet e vo hec’h embregadennoù ruzikat dreist-holl met ivez he darempredoù gant he familh, he c’hudennoù gant merc’hed all er skolaj ha dreist-holl he c’harantez evit ar merc’hed a oar a rank kuzhat. Fromus eo Spinning. Un istor krennardiezh, ur plac’h yaouank o klask teneridigezh a vank dezhi digant he zud hag a gav a-wechoù, gant kelennerien pe embregerien. Poan he deus gant ar merc’hed all, ne blij ket dezhi pegent “gwregel” eo bed ar ruzikat ha war memes tro e plij kalz dezhi ar sport-se. An hollad-se, santadoù kontrol a-vil-vern a zo diskouezet brav. Klask a rin heuliañ labour Tillie Walden rak donezonet eo, evit kontañ un istor hag evit tresañ.

Istor ha tresadennoù gant Tillie Walden. Embannet e galleg e ti Gallimard, d’an 2 a viz Du 2017.

Ur respont to “Spinning”

  1. […] e plij din a-walc’h bed ar ruzikat (pezh am boa diskleriet deoc’h dija diwar-benn Spinning) hag em boa klevet kalz tud o lavar pegen mat e oa labour Margot Robbie er film. Anzav ran ne […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.

%d bloggers like this: