The Walking Dead (bloavezh 1) + 400 days

the_walking_dead_a_telltale_s_series_1Setu-me, a-benn ar fin, o c’hoari da The Walking Dead. Ur c’hoari diazezet war comics Robert Kirkman eo met distag da vat eus istor ar c’homics pe ar stirad skinwel. Ur c’hoari “a rannoù” eo, hag ur c’hoari dezrevelliñ kentoc’h.
Kregiñ a ra an traoù en un oto polis, c’hoari a reomp Lee Everett a vez kaset d’an toullbac’h. Ur gwallzarvoud a c’hoarvez ha tud iskis, doare zombied a zo tro-dro. Dont a raio Lee a-benn da vont betek un ti, e lec’h ma kavo ur plac’hig, Clementine. Goude-se ez aio an daoud asambles da glask war-lerc’h he zud gant sikour tud all kavet war o hent.
Pemp rann a zo d’ar bloavezh kentañ (A New Day, Starved for Help, Long Road Ahead, Around Every Corner ha No Time Left). Ne gontin ket re a draoù mod all n’eo ket dedennus-tre ar c’hoari.
Penaos e vez c’hoariet neuze? N’eo ket diaes ha n’eus ket kalz tra d’ober a-benn ar fin : ret e vo ober dibaboù : e-keñver respontoù en ur gaozadenn, pe traoù d’ober. N’eus ket kalz amzer evit kemer un diviz (ar pezh a c’hall bezañ un tamm start p’emañ e saozneg ar c’hoari ^^ Istitloù gallek a zo met n’int ket ordin a galite…). Tapet neuze gant ar strilh hag an anken e c’haller kemer divizoù droch evel ma c’hallfemp ober e gwirionez. QTE a c’hallfemp envel ar prantadoù-se ha prantadoù point ‘n’ click a zo mod all : ret eo sellet ouzh traoù, dastum reoù zo hag all. Da vareoù zo e vo traoù un tamm nerzhusoc’h d’ober : skeiñ gant ur zombi en deus dalc’het krog ennomp, tennañ war unan all, traoù a seurt-se. Met ral a-walc’h eo. twd_stril Steuñvenn an istor a chom ar memes hini met an dibaboù a reomp a c’hall cheñch traoùigoù (da skouer ma lârit un dra drouk d’unan bennak e c’hallo divizout kuitaat ar strollad d’ur mare all pa c’houlennfet sikour). Fentus eo komz gant unan bennak all diwar-benn e dibaboù. E-barzh mont en-dro ar c’hoari emañ ar spered “keñveriañ” rak e fin pep rann e vez stadegoù diwar-benn dibaboù ar c’hoarierien (skouer hep spoiler amañ)choicesNerzh ar c’hoari a zo evel-just lakaat ar c’hoarier da grediñ eo e dibaboù a lak an istor da cheñch penn-da-benn ha da gaout keuz pe da gavout spontus e dibaboù. Prantadoù start a vo, me lâr deoc’h! Ral eo em befe bet kement a boan o kemer un diviz e fin ar pempvet rann, hag o ouelañ a-hed a roll serriñ 😥
Plijus eo an aergelc’h a-drugarez d’ar sonerezh ha d’an dibab ober gant cell-shading.
Ur c’hoari a-feson eo, me lâr deoc’h ma plij deoc’h c’hoarioù a gont un istor kentoc’h eget traoù all. Ret eo kaout c’hoant bezañ spontet/fromet ivez evel-just. O c’hortoz emaon aze, n’ouzon ket ma krogin an eil bloavezh diouzhtu pe ma c’hortozin evit c’hoari d’am lusk(ur rann bemdez?!)…

C’hoari da bellgargañ (pe e stumm boest evit reoù zo) war Mac, PC, iOS, Kindle Fire HDX, Ouya, Ps3, Ps Vita. Diorroet hag embannet gant Telltale Games, a-hed ar bloavezh 2012. PEGI 18+

Ul lodenn ouzhpenn a zo da brenañ ma fell deoc’h anvet 400 days, da bellgargañ hepken.Landscape_400_daysEn DLC-se e vo pemp rannig gant pemp tudenn disheñvel. Mont a ra en-dro dres evel ar c’hoari The Walking Dead. Tremen a ra an traoù e korf 400 devezh (anat deoc’h) e lec’hioù disheñvel, ul liamm a vo avat ha sañset e tispleg traoù ‘zo evit an eil bloavezh (e gwirionez dibaboù zo en do ul levezon, tudennoù ‘zo a vo gwelet en-dro marteze). Dister a-walc’h ‘m eus kavet an DLC. N’am eus kavet na fromus na dedennus. Re verr e oa pep rann evit kavout plijus an tudennoù pe en defe hon dibaboù ul levezon gwirion war ar pezh a dremeno. Dipitus bras neuze dreist-holl e seblant din arguzenn “ul levezon en do evit an eil bloavezh” bezañ un arguzenn evit gwerzhañ ha n’eo ket kement-se evit kalite an hollad. Ma…The_Walking_Dead__400_Days_Lodenn ouzhpenn da bellgargañ gant memes binvioù, abaoe an 3 a viz Gouere 2013. Diorroet hag embannet gant Telltale Games, PEGI 18+

Advertisements

Ur respont to “The Walking Dead (bloavezh 1) + 400 days”

  1. […] ar santad ‘m eus bet o sellet ouzh ar bomm-bruderezh, eus ar frazenn “Gone Home meets The Walking Dead… wih time travel”.  A! Aha! Ahaha! “Shut up and take my money” evel ma vez […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: