Friday Night Lights – bloavezh 3

Ma ma ma.
Ur wech ouzhpenn ez eus c’hoarvezet ur beeeern traoù abaoe fin ar bloaz araok met an diverrañ a zo efedus. Tami a zo renerez al lise dija. Da c’houde ez eo kentoc’h traouigoù e-giz “echu gant ar c’houblad-se pe get” pe neuze ar fed e vefe Smash c’hoazh er vro o labourat en Alamo Freeze (ur fast-food bennak)….
Mod all n’eo ket cheñchet re an traoù e kêr Dillon. Dedennus spontus ‘m eus kavet an trede bloavezh-mañ (13 rann enni) dre ma vez kalz kaoz eus skolioù-meur. Ur bern tudennoù (Lyla, Matt, Tim, Tyra) a zo oc’h echuiñ gant al lise ha ret eo dezho soñjal en dazont. Ordin e vez meneget seurt traoù er filmoù amerikan met fetisoc’h em eus kavet aze : ur geidenn resis eo ret kaout evit mont e skolioù zo, an teuliadoù da brientiñ kalz en araok, an emgavioù kazi e-giz emgavioù labour pe c’hoazh (hag eveljust) pegen ker eo ar frejoù skoliata. Ur bern traoù all a c’hoarvez a-hed an istor (krogadoù football, ur familh nevez a cheñch un tamm en traoù e bedig ar football, un eured hag all) met se eo e gwirionez kalon ar bloavezh evidon. Fromus spontus eo hag ur gwir stress a vez o c’hortoz an disoc’hoù gant an tudennoù (ur spont!).
Ne vez ket kaoz ken eus Santiago met ur paotr anvet J.D. a erru er vro. E dad a zo sorc’hennet gant ar football (ha n’eo ket marteze) hag ur sell nevez a zo war an darempred a c’hall krennarded zo kaout gant o zud hag ar bec’h a vez lakaet warno evit dont a-benn. Prantadoù start-tre a vo zoken.
Julie a grog da labourat evit gellout kaout un oto, Tyra a glasko gwelaat he zeuliad en ur gemer perzh e buhez al lise met mont a raio ivez da heul ur paotr a ra rodeo, Lyla a vev hec’h unan gant he zad a zo bet touellet hag en deus kollet kalz arc’hant, Matt a yelo da glask e vamm ha ret e vo dezho tapout un divizh diwar-benn Lorraine a zo e gwirionez o koll he fenn. Rann ar c’hrogad stad a zo dreist hag an hini diwezhañ tout ivez. Daoust ma komprener dre ret e vo disheñvel mat an dazont, e vo aet ur bern tud war heñchoù all (ha gwell a se evito?) ez eus ivez kalz traoù nevez da sevel ha da vevañ. Hast ‘m eus gwelet penaos e troio an traoù e Dillon, ur wech ouzhpenn.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: