Frozen

Gwelet ‘m eus Frozen a-benn ar fin! Evel an holl em boa klevet kanaouennoù zo hag a bep seurt traoù diwar-benn ar film. Dedennet a-walc’h e oan o welet petra e rofe, plijet e oan bet gant Raiponce, neuze perak ket? Brav-tre eo ar film met hegaset on bet gant character design ar merc’hed a seblant tout heñvel, me oar ez eus farsadennoù tro-dro da se met peadra zo, ur spont eo memes tra. Plijus a-walc’h eo an istor (diazezet war kontadenn rouanez an erc’h) met kavet ‘m eus e oa kalz re a ganaouennoù, a-wechoù evit netra pe dost (adkontañ un dra bennak pe e plas ur gaozeadenn a rankfe bezañ leun a gounnar, from pe traoù all). Un tamm ponner ‘m eus kavet an tu-se eus ar film neuze n’on ket deuet a-benn da vont da vat e-barzh. Plijet on bet avat gant tudenn Anna a glask war-lerc’h he c’hoar drezi ec’h unan. N’on ket bet jenet gant ar fent, lodennoù klasel ur film bevaat evel-se a zo evel-just gant loened pe is-tudennoù aze evit lakaat an dud da c’hoarzhin. Ma, diwezhañ film Disney neuze a soñje din kavout un tamm gwelloc’h, mankout a rae un draig da lakaat ac’hanon da vezañ entanet da vat evit ma c’hall ober filmoù bevaat all. Domaj!

Advertisements

2 Respont to “Frozen”

  1. […] ho peus ne oa ket bet plijet kement-se gant Frozen. Met plijet e oan bet kalz gant Les mondes de Ralph! Anzav a ran e plije din spontus bomm-bruderezh […]

  2. […] Un tamm douetañs ‘m eus e keñver an droidigezh (d’ur mare zo ez eus un dave da Frozen met moarvat em befe komprenet splannoc’h an daveoù er gaozeadenn e saozneg) ha fentus eo […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: