The Miseducation of Cameron Post

E 1993 e tremen ar film. Goude bezañ bet gwelet o pokañ ur plac’h e vez kaset Cameron gant he familh d’ur c’hamp relijiel evit “sikour ar grennarded” da vont e biou ar santadoù evit tud memes reizh.
Ne fell ket da gCameron mont, ne gompren ket petra ‘ra aze. A bep seurt poelladennoù, doare d’ober a vo gwelet.
Dedennus eo ar film, a-bouez diskouez ez eus bet hag ez eus c’hoazh eus seurt kampoù, sañset da “sikour” ar grennarded hag o familhoù. Div drederenn gentañ ar film a zo simpl hag efedus, komprenet ‘vez mat n’eo ket prest Cameron da zegemer doareoù ar c’hamp. An trede lodenn a zo trumm, re hir, evel ma na vefe ket bet posupl kavout ur c’hlozadur all met n’on ket bet kendrec’het. Domaj eo rak reiñ a ra ur blaz un tamm c’hwerv d’ur film a oa mat betek-hen.

Film sevenet gant Desiree Akhavan. Stadoù-Unanet Amerika ha Rouantelezh-Unanet, 2018, 1e30.

Ur respont to “The Miseducation of Cameron Post”

  1. […] yaouank ha dreist-holl mab ur pastor. Brasoc’h eo pouez ar relijion hag ar familh eget e The Miseducation of Cameron Post, anat deoc’h. Ne vo ket lakaet evezh ar seller-ez kemen war an darempredoù etre ar re […]

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.