Dielloù evit danevelloù

Kleier an trec’h

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Kerzu 15, 2015 by geekezig

kleierUn dastumad danevelloù hon eus dibabet ar wech-mañ evit klub lenn Pariz. Hini nevez Al Liamm gant skridoù Youenn Gwernig, perak ket? Goude bezañ bet lennet niverenn 411 Al Liamm e oa dispar mont da lenn an dastumad, evidon-me eo un dra klok lenn an daou asambles. C’hwec’h danevell a zo e Kleier an trec’h. Istorioù trist dre vras, kriz un tamm. Diwar-benn ar brezel, an divroañ, ar yezh, koll an dud kar… “Straed Santez Katell” ha “Mab e dad” o deus plijet ar muiañ din. Un daolenn eus an XXvet kantved eo evidon ivez hag un daolenn eus Breizh en un doare bennak. Eus Breizh, ar Vretoned hag ar brezhoneg… Un doare eo bet evidon da vont donoc’h e oberenn Youenn Gwernig ha da gompren gwelloc’h an den, a-drugarez d’an eskemm lizhiri etrezañ ha Ronan Huon e niverenn 411 Al Liamm ivez, evel-just. (kuzuliañ a ran marteze lenn da gentañ Kleier an trec’h ha goude niv. 411 Al Liamm ma c’hallit).

Dastumad danevelloù gant Youenn Gwernig. Al Liamm, d’ar 16 a viz Gwengolo 2015.

Bili er mor

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , , on Eost 16, 2015 by geekezig

Bili_er_morKinniget em boa an dastumad danevelloù-mañ a-raok ehan an hañv e klub lenn Pariz. Ne oamp ket niverus en emvod avat 😦
Ma! Un dastumad plijus a ginnig Annie Coz amañ. N’on ket bet tapet dre ret gant pep danevell met fent “Mousc’hoarzh glas Melen” en deus plijet din da skouer, “Tud, tudennoù ha bili er mor” an hini en deus plijet din ar muiañ hag evel-just on bet fromet bras gant “Ar gloued”.
Dodennoù a vez kavet ingal en dastumad : ar yezh, da zigentañ (“Kejadenn”, “Mousc’hoarzh glas Melen”, “Kenavo Matilda, au revoir!”), ar gevredigezh o cheñch pe cheñchet ha penaos e oa gwechall, familh, karantez ha marv.
Un dra ‘m eus kavet dic’hortoz e levrioù brezhonek hag am eus kavet deuet brav a oa ivez ar pouez lakaet war ar merc’hed ha war o neuz diavaez dreist-holl, gant evezhiadennoù mat pe fall (“Tud, tudennoù ha bili er mor” pe “Ar guchenn vlev”). Kalz fent a zo ivez tro-dro da ved an arz, ur bedig tud pinvidik e kêr kontrol eus bed teñzorioù simpl pe buhez start tud war ar maez…
Ur sapre pouez a zo ivez gant an darempredoù etre ar rummadoù (“Ar guchenn vlev”, “Hunvre Mona”…).
Pinvidik-tre eo neuze daoust da demoù zo dont en-dro ingal. Ur blijadur eo bet lenn Bili er mor evidon.

Deoc’h da c’houzout eo aet priz kentañ al levrioù faltazi gant Bili er mor da geñver Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2015 ha tapet eo bet ivez priz lennegel e brezhoneg roet gant Kelc’h sevenadurel Gwened gant dastumad danevelloù Annie Coz!

Dastumad danevelloù skrivet gant Annie Coz. Embannet gant Skol Vreizh, d’an 20 a viz Genver 2014.

Muze n° 67

Posted in Kelaouennoù with tags , , , , , , , , , on Eost 18, 2014 by geekezig

Muze-67Plijus ‘m eus kavet niverenn-mañ ar gelaouenn Muze. Kregiñ a rae gant un tamm pourmenadenn (distro, evidon) e diskouezadeg Tim Burton a oa bet e filmaoueg Frañs gant ivez danevell “Le Corbeau” Edgar Allan Poe (n’ouzon ket m’am boa bet lennet dija). Ur poltredig eus Artemisia a oa da c’houde, n’anavezen ket tamm ebet ha spontus ‘m eus kavet hec’h istor! Ur pennad-kaoz gant Raphaël Enthoven a ginnig an abadenn philosophie war Arte a oa da heul, dedennus seblant bezañ. Un deiziataer sevenadurel a oa ivez met un tamm diwezhat e oa evel-just ^^
Un teuliad bras diwar-benn Portugal a oa kinniget en niverenn-mañ : an arz ha penaos eo bremañ, degemeret pe get, o tiskouez trubuilhoù an dud (dilabour da skouer), tresadennoù Paula Rego, ur pennad diwar-benn ar merc’hed en arzoù hag an arzourezed (en o-zouez Agustina Bessa-Luís), pouez ar varzhoniezh gant Camões, Pessoa hag all. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Maria de Medeiros aktourez ha sevenourez, eviti eo ar portugaleg he bro ha n’eo ket kement-se al lec’h, ur soñj en deus plijet kalz din :), labouret he deus bet ivez tro-dro d’an dañs ha d’ar c’hezeg, e gwirionez em eus kavet e seblante bezañ ur vaouez dedennus-tre! Oberennoù Carla Cabanas a oa diskouezet goude, etre skeudenn hag engraverezh, kavet ‘m eus e oa kreñv santad ar memor o tispenn… Un dastumad skeudennoù evit taolenniñ Portugal (lec’hioù, tud) a oa da c’houde a-raok treiñ war-zu ar fado gant Amália Rodrigues, ar plac’h nemeti e panteon Portugal (!) ha Cristina Branco a gan fado hirie an deiz. Ur pennad-kaoz a oa ivez gant Joana Vasconcelos, arzourez bet pedet e Versailhez, a labour arouezioù Portugal ha plas ar merc’hed er gevredigezh. Evit echuiñ an teuliad e oa ur poltredig eus ar varzhez Sophia de Mello Breyner ha danevell “Le mari” skrivet gant Lídia Jorge, un istor spontus a-walc’h diwar-benn ur plac’h gwallgaset gant he gwaz ha poltred ar skrivagnerez.
An eil teuliad a oa diwar-benn ar bannlevioù : ur sell e-keñver prederouriezh, petra dalvez bezañ “o chom” en un tu-bennak, ur pennad-kaoz gant ur sokiologour : an arz krouet er bannlevioù (rap, tag hag all) n’eo ket savet evit padout, an dramm e diavaez ar rouedadoù kenwerzhel, un toullad skeudennoù a oa e-kichen da ziskouez krouidigezhioù tisavouriezh an XXvet kantved. Da c’houde e oa neuze ur sell kentoc’h war ar sevenadur hag an arz : gant merc’hed ar Bondy Blog hag o sell war ar sevenadur, an doare ma vez lakaet an dud da soñjal emañ ar “gwir” sevenadur e Pariz hag an dud o vevañ er bannlevioù n’int ket graet evit mont d’ar c’hoariva ha d’ar mirdioù, seurt rakvarnioù start hag a vez intret en dud. An doare a zo ivez gant tiez ar sevenadur er bannlevioù a lak a-benn ar fin ar “boboed” parizian da brofitañ “eus an daou du” ha n’eo ket kement-se tud ar gumun. Hanane, a blij ar c’hoariva dezhi hag a vez graet goap outi en he metou, ha pa ya da welet pezhioù c’hoari e Pariz e vez selloù du warni digant tud wenn cheuc’h… Pe c’hoazh skouer Genevilliers a ginnig kentelioù dizoloiñ an arzoù hag ar sonerezh. Skouerioù filmoù a daolenn bannlevioù a zo goude ha neuze o emdroadur ivez (1936 : maezioù, pourmen goude kreisteiz e-barzh filmoù Rohmer betek La Haine pe L’esquive a ginnig selloù all penn-da-benn). Skeudennoù a oa goude-se eus oberennoù lightgraff Guillaume Plisson : brav-eston! JR a zo un arzour a dap skeudennoù “korn-ledan” eus yaouankizoù bannlev a voe peget war mogerioù Pariz. Ur pennad-kaoz a zo da c’houde diwar-benn an tag hag ar graff a oa dedennus-tre : istor, metouioù sokial a bep seurt ha dreist-holl disheñvel eus ar street art a zo degemeret gwelloc’h gant reolennoù digoroc’h (moulloù-livañ da skouer). Ur pennad-kaoz a zo da c’houde gant Malika Bellaribi-Le Moal, kannerez opera a labour gant bugale. Daou bennad a zo goude diwar-benn “Théâtre Des Quartiers” (TDQ) en Ivry ha levrdi La Courneuve, ar pezh a zo fromus un tamm da lenn en ur c’houzout eo bet serret al levrdi e deroù 2014… a-raok un tamm dibab levrioù ha filmoù evel-just.
Un teuliad all a oa diwar-benn ar boued : ur pennad-kaoz gant Anne-Sophie Pic, gwellañ chef ar bed e 2011 met ivez gant ur bredelfennerez ha poltredoù levrioù gant boued (Bridget Jones da skouer) dielfennet. Un dastumad skeudennoù gwastilli Amy Stevens ha boued-danvez Ed Bing Lee (fentus-tre!) pe c’hoazh skeudennoù Laura Letinsky. Da c’houde e tisto an traoù d’ar prederouriezh gant levr Michel Onfray diwar-benn prederourien ha boued pe c’hoazh skol-veur-pobl Argentan (anavezet ivez evel skol-veur-pobl ar blaz). Ur pennad a zo ivez diwar-benn an nann-kigdebrerien hag ar prederouriezh pe ar reolioù-voued. Ur pennad-kaoz a zo gant Caroline Mignot he deus ur blog kelaouenniñ boued ha poltredoù merc’hed a ra “stilouriezh” voued evit al levrioù kegin hag all. Un danevell a zo evit klozañ “Oeuf” gant Claude Pujade-Renaud he deus bet skrivet kalz diwar-benn ar boued hag an dibab levrioù ha DVD.
Al lodenn fin a tro-dro d’ar barzhoniezh ha da nevez-amzer ar barzhed, gant ur pennad-kaoz gant André Velter barzh hag embanner barzhoniezh, barzhonegoù lennerien ha lennerezed. Hag evit echuiñ e oa un danevell, ‘m eus kavet un tamm cliché chick lit tro-dro d’an eured bet skrivet gant Cali Keys hag ur pennadig-kaoz ganti.
Un niverenn leun a voued (aha) e oa neuze, gant a bep seurt temoù ha dizoloadennoù pinvidik bepred. Ur gwir blijadur e oa da lenn hag ur bern traoù ‘m eus ouzhpennet da ma listennoù levrioù da lenn ha filmoù da sellet! ^^

Bully (Projet Bradbury, 14)

Posted in Levrioù with tags , , , on Kerzu 17, 2013 by geekezig

bullyUn danevell hepken eo Bully met c’hoant a-walc’h am boa da lakaat ar gaoz warni ha war ar raktres a zo tro-dro dezhi. Skrivet eo bet gant Neil Jomunsi (pe Julien Simon) e-serr e “Raktres Bradbury”. E-pad 52 sizhun e kinnigo bep sizhun ar skrivagner un danevell nevez. Ganet eo ar raktres-se diwar ur frazenn bet lâret gant Ray Bradbury evit broudañ an dud da skrivañ : ma skrivit un istor bep sizhun n’hallo an holl bezañ fall! (n’eo ket se ar frazenn evel-just met unan eus ar mennozhioù a vez kavet enni). Paeet e vez neuze evit resev un danevell bep sizhun. Ur sapre labour en deus war ar stern!
Ar 14vet danevell eo Bully ha deuet on a-benn da lenn a-drugarez d’ul lennerez he deus kaset din he fichennaoueg (n’eo ket ur gwall gudenn, broudet eo an dud da rannañ ar fichennaouegoù gant ar skrivagner). N’anavezan ket stil ar skrivagner setu n’hallin ket keñveriañ gant ar pezh a ra da gustum met war a seblant eo ral a-walc’h dezhañ skrivañ traoù ken gwirheñvel.
Istor ur c’hrennard eo, ur c’hrennard a vez gwallgaset gant e gamaladed skolaj. Sorc’hennet eo gant ar vrud, fellout a ra dezhañ bezañ aktour hag ec’h ijin neuze eo filmet bepred. An dra-se a sikour anezhañ da dremen dreist an traoù drouk a vez graet dezhañ. Lakaat a raio anezhañ da zont da vezañ bourevier d’e dro pa c’houlenn d’ur paotr filmañ anezhañ.
Dedennus-tre eo peogwir n’eus tudenn “jentil” ebet. Digempouez eo an haroz ha gwallgas a ra kement m’eo gwallgaset. Poltred ar familh a zo spontus, hag ar skol n’eo ket kalz gwelloc’h : an holl a seblant diseblant da vat.
Un danevell gant ur sell nec’hus (dre hini ur “c’hamera”) ha start.
Evit gouzout hiroc’h war an danevell, ar raktres, ar skrivagner kit da welet e lec’hienn.

Skrivet gant Neil Jomunsi, embannet d’an 22 a viz Du 2013. Golo gant Roxane Lecomte

Le Prince

Posted in Levrioù with tags , , , , on Gwengolo 4, 2013 by geekezig

le_princeLe Prince a zo un danevell liammet gant levr La Sélection. En un 40 pajennad bennak e kinnig ar skrivagnerez gwelet sell Maxon war penn-kentañ ar c’honkour (hag un tammig a-raok) evit dibab ur wreg dezhañ. Plijus eo kaout tro da welet petra ha penaos e soñj Maxon ha fentus-tre eo gwelet an diforc’h etre e sell hag hini America evit darvoudoù zo a c’hoarvez el levr. Un danevellig dudius evit ar re a zo bet plijet gant La Sélection neuze!

Danevell amerikan skrivet gant Kiera Cass, embannet gant Robert Laffont en dastumad R e stumm niverel hepken, abaoe an 13 a viz Even 2013.

(Setu ar skrid ‘m eus bet kement a boan da bellgargañ, m’ho peus heuliet ma avañturioù war d/twitter!)

Nuit noire, étoiles mortes

Posted in Levrioù with tags , , , on Even 22, 2013 by geekezig

nuit-noire-etoiles-mortesUn dastumad danevelloù eo Nuit noire, étoiles mortes skrivet gant Stephen King.
Disheñvel mat eo an istorioù met n’eus ket kalz setu e lakin un ali evit pep hini :

– 1922
Hir a-walc’h eo danevell gentañ an dastumad, un novella eo kazi, ouzhpenn 130 pajennad dezhi.
Heuliet e vez testeniñ un den en deus lazhet e wreg gant sikour e vab e-kerzh an hañv 1922. Goude-se e c’hoarvezo ur bern traoù spontus dezho betek ar follentez…
Un aergelc’h spontus a zo gant 1922 hag an dezreveller a zo displijus spontus araok bezañ sot. Koulskoude e vez un tamm truez gant an niver a draoù euzhus a c’hoarvez dezhañ (pe d’e vab, kentoc’h plijus). N’eo ket fentus an traoù!

– Grand Chauffeur
Amañ e vez heuliet ur skrivagnerez a skriv romantoù “polis” jentil evit ar merc’hed kozh. Pedet eo da gomz en ul levraoueg. Tremen a ra mat an traoù hag al levraouegerez a ginnig dezhi un hent berroc’h evit distreiñ d’ar gêr. Kouezhañ a raio neuze ar skrivagnerez en ur pech spontus.
Un istor “rape and revenge” eo Grand Chauffeur. Goude bezañ bet gwallet ha kazi lazhet e stourmo an dudenn evit chom bev, distreiñ d’ar gêr ha prientiñ un doare dial met evel-just ne vo ket ken simpl-se an traoù… Souezhet on bet gant emdroadur an dudenn hag gant ar fin.
Un istor skrijus!

– Extansion claire
Emañ Streeter gant e oto pa gav war e hent un iskis a den a werzh traoù iskisoc’h c’hoazh. Dabiel eo e anv e galleg, Daouil a c’hallfemp treiñ e brezhoneg (pe forzh peseurt tra all gant memes lizherennoù). Ur c’hrign-bev a zo gant Streeter ha gouzañv a ra kalz abalamour d’ar c’himio. Ar gwerzher a ginnig dezhañ bevañ 15 vloaz ouzhpenn, en eskemm eus ul lodenn eus e arc’hant (evel-just) ha gant ma lako da goll unan bennak all 15 vloaz. Dibab a ra e “vignon” a-gozh : Tom. Tamm-ha-tamm e krog ur vuhez brav eston evit Streeter hag un dichañs spontus evit Tom.
Un doare da adwelet mojenn an diaoul a ginnig prenañ ene an dud eo, anat deoc’h. Iskis un tamm eo an ton, gant daveoù da darvoudoù bet c’hoarvezet e bed ar “people” (Winona Ryder hag al laeroñsi, Rihanna bet skoet gant Chris Brown, Kiefer Sutherland o vleniañ mezv hag all). Un tamm gwan ‘m eus kavet keñveriet gant ar re all.

– Bon Ménage
Kevrinus eo penn-kentañ Bon Ménage ha tamm-ha-tamm e sav un aergelc’h spontus. Peseurt soñjoù a c’hall sevel e penn ur plac’h a zizolo ur sekred euzhus diwar-benn he gwaz? N’eo ket posupl! Spontus eo, petra ober (ober van evit kenderc’hel gant ur vuhez trankil pe get)… Ha goude-se, penaos bevañ gant ar c’henemglev bet divizet etre gwaz ha gwreg ur wech komprenet gantañ e oa bet dizoloet e sekred?
Direnkus-kenañ eo peogwir eo savet dousik gant tudenn ur gwaz plijus, petra ‘rafemp ni e memes saviad?
Ur film a vo savet diwar an danevell-se war a seblant.

Kuzuliañ a ran a-walc’h an dastumad-mañ. N’eus netra skrijus-mik met peadra da brederiañ war tuoù teñval mab-den (skrijus en un doare posupl, kazi gwirheñvel alies). Grand Chauffeur ha Bon Ménage dreist-holl, an danevelloù kontet gant selloù merc’hed… ! Marteze n’int ket gwellañ skridoù Stephen King (n’am eus ket lennet kement-se e gwirionez) met ur prantad lenn plijus ‘m eus tremenet, pezh a zo mat dija.

Embannadur c’hallek e ti Albin Michel abaoe ar 1añ a viz Meurzh 2012.

Olive Kitteridge

Posted in Levrioù with tags , on Here 2, 2011 by geekezig

Ul levr speredek kenañ eo Olive Kitteridge. (Marteze n’eo ket evit netra en deus bet priz Pulitzer al Lennegezh e 2009!)
Dija, n’eo ket anat lârat m’eo un dastumad danevelloù pe ur romant. Lakaomp eo un dastumad danevelloù hag a grou ur romant. Kontet e vez bep tro istorioù tudennoù disheñvel, da vareoù disheñvel. N’eus ket ur red resis met un dudenn a zo boutin d’an holl istorioù : Olive Kitteridge. Ur plac’h rust, pounner (a gorf). Ur plac’h evel forzh piv, he foltred a vo livet a-hed al levr dre sell tud all a vev e memes kêr : tud bet skolidi dezhi (kelennerez matematik spontus ar skolaj eo bet), he gwaz, amezeien, tud a ra war dro ur stal bennak hag all. A-wechoù eo gwann he ferzh en istor met ordin e vo pouezus evit kompren anezhi. Olive Kitteridge a ginnig ivez poltred ur mare hag ul lec’h er Stadoù-Unanet : ur gêr vihan er Maine, gant ul lusk sioul ha tud simpl. Ul levr a lak da brederiañ war ar vuhez dre vras eo : an darempredoù koublad, an doare da sevel bugale hag an darempred ganto ur wech int deuet, ar gozhni hag all. Un tamm evel ma ra ar stirad Six Feet Under e lak da brederiañ diwar-benn piv omp ha petra a fell deomp. Brav eo e-keñver stil, brav eo e-keñver istor. Anzav a ran bezañ bet fromet gant al levr-se, war-nes da ouelañ er fin, pas peogwir eo trist pe e echu fall met peogwir e oa gwirion ar santadoù diskrivet, gwirheñvel an hollad hag e oan un tamm trist o laoskel Olive Kitteridge.

%d bloggers like this: