Kingsman : The Secret Service

kingsman-secret-serviceN’en doa ket plijet-din kement-se bomm bruderezh Kingsman pa dremene bepred er sinema. Tudenn Samuel L. Jackson a rae aon din. Met dedennet e oan abalamour da v/Matthew Vaughn. Un tamm aon ‘m eus bet e deroù ar film, an emgann kentañ en davarn da skouer ‘m eus kavet iskis. Da beseurt mare on deuet a-benn da n’em laoskel da vont, ‘m eus ket soñj met goude-se ‘m eus kavet fun da vat! Ur bern traoù droch a zo, ur c’hoant ober un dra skañv ha ket dark (tudenn Samuel L. Jackson an hini a rebech-se d’ar film nevez!), traoù droch da vat a zo, ur bern dafar spierien cool met ivez traoù plijus degaset gant ur sell modernoc’h : plijet en deus kalz din ar prantad e lec’h ma tizolo an tri danvez Kingsman piv ‘vo ret dezho merc’heta evel arnodenn. An darempred etre Eggsy (an haroz) ha Roxy (keneilez o tremen an arnodennoù) a zo plijus-tre ivez, n’eus netra romantel, just kenlabour. Roxy a gemer perzh e gwirionez en traoù hep bezañ gwelet evel ur plac’h da saveteiñ. Ur prantad am eus kavet bamus da vat a oa an emgann en iliz, digredus-mik. Hag anzav a ran e oa kentoc’h fentus tudenn Samuel L. Jackson a-benn ar fin. Ur sapre film eo neuze, n’eo na fin na brav eston met dudius ken-ken, leun a fent hag a energiezh, gant sonerezh plijus hag a oar bepred petra eo ha na fell ket dezhañ bezañ un dra all. Ma fell deoc’h ur film spierezh disoursi, kit d’e welet!

Film sevenet gant Matthew Vaughn. Rouantelezh-Unanet, (18 a viz C’hwevrer) 2015, 2e09.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: