Muze n°64 (gouere, eost, gwengolo 2011)

Goude souezhadenn vrav niverenn 63 Muze em eus bet c’hoant kenderc’hel gant niverenn an hañv. Ur golo bravoc’h ha fentusoc’h e oa ouzhpenn ;p
En niverenn-mañ ez eus da gentañ un teuliad diwar-benn an diva, kanerezed opera a gan hirie an deiz eveljust met ivez petra eo deuet ar ger da vezañ goude (tud evel Marilyn Monroe a c’haller gwelet evel un diva) hag un tammig istor gant poltred Maria Callas da skouer. N’on ket dedennet spontus gant an tem met desket em eus traoù memestra.
Da c’houde e oa un teuliad dedennus kenañ diwar-benn Indianed Amerika, plijet en deus kalz din ar sell war an arz a-vremañ da skouer hag ar preder war personelezh an arz (daoust hag eo ret ober traoù un tamm “artizanel” evit bezañ tost eus skeudenn an indianed hag evelse gwerzhañ pe krouiñ traoù modern pe c’hoazh un doare meskaj eus an daou? Ur re votoù doare Converse a zo skeudennet en teuliad a lak ac’hanon da soñjal ez eus tu da zibab an trede “respont”…). Goude-se ez eus skeudennoù, keñveriet e vez skeudennoù kozh bet tapet e fin an XIXvet gant skeudennoù nevez. Daou bennad a zo ivez diwar-benn ar sinema, penaos eo bet skeudennet an indianed er sinema (er western da skouer), giz ar filmoù pro-indian doare Dances With Wolves hag all. An eil pennad a zo diwar-benn tudenn Pocahontas. Fin an teuliad a zo troet kentoc’h war al lennegezh gant un danevell ha poltred he skrivagnerez, Louise Erdrich. Echuiñ a ra an traoù gant un toullad mennozhioù levrioù da lenn, en o-zouez reoù Sherman Alexie. Notennet ‘m eus un toullad!
An teuliad war-lec’h a gomz eus merc’hed o vevañ avañturioù bras. Poltred an Aostralianez yaouank Jessica Watson he doa graet “tro ar-bed” (met ne glote ket gant an hentoù ofisiel neuze n’eo ket bet kontet) gant ur vag dre lien hec’h-unan da 16 vloaz. Goude-se ez eus un toullad pennadoù-kaoz : Sell ur sokiologour a studi an emzalc’hioù arvarus, David Le Breton, war an ezhomm a zo gant ar merc’hed mont kuit da vevañ e-maez ar gevredigezh, daoust d’ar sell bresk a zo warne. Maud Fontenoy o komz un tamm eus an ezhomm da ziskouez eo gouest ar merc’hed d’ober kement hag ar baotred pe c’hoazh ar graperez Catherine Destivelle. Evit ar sportourezed-se n’eo ket tec’hout a reont ha kalz plijadur o deus da zistreiñ d’ar gêr goude. An div a veneg al lenn evelun dra a-bouez e kerzh ar prantadoù digenvez-se memestra, ha gwir eo e vez alies skrivet ganto diwar-benn ar pezh o deus bevet goude. Disheñvel un tamm eo evit Anne Nivat, a zo kelaouerez a vrezel. Ar pezh a blij dezhi a zo kaout darempred gant tud ar broioù e-lec’h ma labour, kaout ur sell a-dost ha skrivañ diwar-benn-se en un doare un tamm distag eus ar mediaoù boaz, labourat a ra eviti hec’h-unan un tamm. Dedennet tre on da lenn al levr bannoù-treset a zo bet savet diwar he fenn. War memes tem e vez gwelet goude skeudennoù bet tapet gant Alexandra Boulat aet da anaon e 2007. Poltred Alexandra David-Néel a zo warlerc’h, ur plac’h bet e broioù Azia hec’h unan, en XIXvet kantved! Bet eo e Lhassa zoken ha betek he marv e oa o vont hag o tont, spered dieub hag araokour ganti, ur sapre plac’h war a seblant! Kaoz a zo goude eus levr Olivier ha Patrick Poivre d’Arvor diwar-benn tud bet o kantren, ergerzherien (?). Un tamm eus al levr, ul lodenn eus ar pennad diwar-benn Isabelle Eberhardt (de Liesen, anavezet ivez gant hec’h anv arab El Sayyed Mahmoud), ur plac’h yaouank leun a fouge a wiske dilhad paotred evit mont da bourmen war maezioù Aljeria. Dedennet-tre e oa gant broioù Maghreb. Ur pennad-kaoz a zo gant ar c’helaouenner goude evit komz eus ar c’hwec’h plac’h a vez meneget el levr Jusqu’au bout de leurs rêves hag ar beajoù dre vras. Ur pennad-kaoz all a zo gant Fadéla Hebbadj, kelennerez prederouriezh ha skrivagnerez. Peseurt prederourien a oa ergerzherien (dre heg alies) ? Petra eo an avañtur e prederouriezh ? Met ivez an divroañ hag an doare ergerzh e c’hall bezañ. Skrivet he deus Fadéla Hebbadj ul levr diwar-benn tud dibaper e Bro C’hall (e touez traoù all).
Un danevell skrivet gant Annemarie Schwarzenbach a zo goude. Berr-tre eo. Ur skrivagnerez a vro Suis e oa ha beajet he deus kalz. Er bloavezhioù 30, nec’het un tamm gant emdroadur politikel Europa ha skuizh gant ar bec’h a vez lakaet warni gant he mamm e ya da welet e lec’h all. Suj d’an dramm eo avat… ha digempouez un tamm neuze. Mignonez Ella Maillart e oa ha dediet eo bet eil levr Carson Mc Cullers dezhi. Ur plac’h dedennus a varvas abred, da 34 vloaz. Evit klozañ gant ar sapre teuliad-se ez eus un dibab levrioù (reoù zo a seblant brav-tre, embannet gant La Martinière, gant pennadoù tennet diwar levrioù brudet, skrivagnerien a bep seurt o komz eus beajoù, boued a bell vro hag all), filmoù, teulfilmoù hag ur bladenn.
Un teuliad diwar-benn an ijin a zo goude. Kregiñ a ra gant ur pennad un tamm start, sell ar prederouriezh war an ijin. Luziet ‘m eus kavet (re skuizh e oan moarvat ^^). Skeudennoù Chris Nicholls a oa e-kichen (ar rummad Fantasyland bet savet evit ar gelaouenn ganadian Flare) a zo plijus-tre da sellet. Kalz aesoc’h eo ar pennad warlerc’h diwar-benn ar filmoù a gomz eus ijin en un doare bennak : Arizona Dream, filmoù Buñuel, Mulholland Drive, La science des rêves, Sen to Chihiro no Kamikakushi
E filmoù zo e vez implijet an ijin evel ur gentel, e reoù all evit tec’hout ar wirionez, reoù zo a ya zoken betek mont e bed an hunvreoù (Nightmare on Elm Street, Inception) ha reoù all da ziskouez an dañjerioù pa gonter gaou o klask ijinañ traoù all (Le beau mariage gant Eric Rohmer). Ur pennad-kaoz a zo goude gant Nicole Fabre (bredelfennerez, prederourez, skrivagnerez) diwar-benn plas an ijin er gevredigezh, ijin ar vugale, an ezhomm da hunvreal, ar riskloù liammet d’ar gwirvoud (paranoia hag all). Un toullad levrioù a guzul evit echuiñ (an holl a seblant dedennus!). Skeudennoù eus rummad Shadows tapet gant Kipling Phillips (ur skeudenner a-vicher amerikan o chom e Hambourg) a zo goude, fentus int. Un danevell savet gant Bernard Werber a zo ivez Le dernier livre he anv. Tremen a ra en dazont, e-lec’h m’eo chomet an dud a sav gant al lenn abalamour d’an tech da embann traoù gwir hepken ha n’eo ket istorioù faltazi ken. Ur pennad-kaoz a zo gant ar skrivagner goude evit komz eus e strollad La ligue de l’imaginaire a glask difenn al lennegezhioù gwelet evel izel : polis, moliac’h, skiant-faltazi hag all. Dedennus em eus ar mennozh en deus diwar-benn pouez ar skrivagner e bed an embann gall (un doare politique des auteurs un tamm), alies eo pouezusoc’h ar skrivagner eget ar skrid e-unan, dreist da galite an destenn hag an istor. Un dibab levrioù ha filmoù a zo evit klozañ an teuliad.
An teuliadig da c’houde a glask studiañ buan-ha-buan ar mennozh “rekipe” evit sevel ur best-seller. Ur pennad-kaoz gant un embanner a labour e ti Robert Laffont a zo, displegañ a ra penaos en deus nac’het embann Da Vinci Code peogwir e soñje dezhañ ne zedennfe den ebet er c’hwec’hkorn, ar souezhadennoù a bep seurt e vez e bed an embann, perzh personelezh ar skrivagner evit al re a werzh ur bern levrioù (brokusted Marc Levy, tu divoutin Amélie Nothomb da skouer). Menegiñ a ra ivez labour pouezus an embanner evit kuziliañ ar skrivagnerien da adlabourat o skridoù pe c’hoazh an doare gall da vezañ a-enep al levrioù a vez gwerzhet mat.
Ur varzhoneg hag un danevellig (spontus awalc’h!) skrivet gant lennerezed a zo goude. Ur pennad diwar-benn ar c’hlichedoù lennegel (evit komz eus a levr 99 clichés à foutre à la poubelle) a zo kentoc’h diwar-benn troiennoù yezh e gwirionez (une belle brochette, célibataire endurci ha traoù evelse). Ur gontadenn bet skrivet gant ul lennerez hag ur pennadig kaoz ganti a zo evit echuiñ gant an niverenn fonnus-mañ!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: