Ar plac’h interet div wech

D’am meno n’em boa ket bet tro da lenn skridoù Dir-na-Dor araok (pe neuze n’em eus tamm soñj ebet…) ha laouen e oan o tizoloiñ Ar plac’h interet div wech. Dedennus eo skridoù digeriñ ha klozañ Jef Philippe (daoust d’un tech “brezhoneg yac’h” a ziplij din, peogwir n’ouzon ket petra eo brezhoneg klañv…) gant skeudennoù ha kalzig titouroù diwar-benn ar skrivagner hag ivez ar romant. Ma, kregiñ a ra an istor en un davarn e-kichen ar vered e lec’h ma kont un gward ar vered penaos en deus bet interet memes plac’h div wech, peogwir e oa bet interet ez-vev ar wech kentañ. Plijet on bet spontus gant lodenn-se an istor, kevrinus ha tout.
Goude-se e ra anaouedezh ar Roll-se gant un den a c’hortoze, hag a gont neuze d’e dro e istor… Ha kavet em eus hiiiir. N’on ket bet fromet gant an istor, na gant tudenn ar plac’h, setu n’on ket deuet a-benn da veizañ re tout fin al levr. Ya, gwallgaset eo bet met implijout a ra Maodez hag e vamm ha n’ouzer ket mat petra ispisial he deus estreget tresoù un ael…
Moarvat on chomet re dost eus an darvoudoù hep gwelet ar skeudennoù/mennozhioù a zo donnoc’h en istor (ar plac’h a vefe Breizh da skouer)…
Dipitet on bet, komprenet ho peus. Ma! N’eo ket fin ar bed.

Advertisements

13 Respont to “Ar plac’h interet div wech”

  1. stefancarpentier Says:

    E pe lec’h e oa bet embannet evit ar wech kentañ ‘ta? Skrivet eo?

  2. Ya ya, skrivet eo. En un niverenn eus ar gelaouenn “Breiz” e oa (‘m eus ket soñj pehini met skrivet eo el levr) dindan an anv “Ar feunteun wenn”.

  3. Michael Says:

    En-doa bet lesanviou’ / anv-pluñv-all ivez:

    DIOUZH KUZUL AR BREZHONEG evit al evr-mañ:

    ( HA SELLET IVEZ AL LIAMM-SE: )

    http://www.brezhoneg.org/levriou%20nevez%20B.htm

    ” … Erwan ar Moal (1874-1957),Yves Marie Le Moal, Dir-na-Dor, eus Koadoud e-kichen Gwengamp, a zo bet unan eus ar re o deus pledet ar muiañ gant ar brezhoneg e hanterenn gentañ an xxvet kantved .
    Ul labour divent a reas e vuhez-pad evit lakaat ar brezhoneg da vevañ ha bras-meurbet e voe e levezon e Bro-Dreger. Labourer-douar e timezas gant e c’hoar-gaer e 1921 evit desevel bugale e vreur Joseph marv e-pad ar brezel.
    Un den a feiz kreñv ivez e oa ha c’hoant en deus bet mont da veleg. Kent se ez eas da gloerdi bras Sant-Brieg e 1894, met diskredik warnañ e-unan e tilezas ar mennozh-se e 1896. Neuze e voe evezhier e Gwengamp ha goude mestr-studi e skol Sant Charlez e Sant-Brieg. Eno e tarempredas Frañsez Vallée a lakaas anezhañ da genlabourat er gelaouenn Kroaz ar Vretoned. Enni e krogas da skrivañ e 1898 hag e kemeras renerezh ar gelaouenn-se goude.
    Unan eus ar re o deus skrivet ar muiañ e brezhoneg ez eo ; ha c’hoazh n’eo ket sur e vefe bet kavet pep tra, rak mareoù ’zo bet, moarvat, e veze ret dezhañ duiñ paper evit peurleuniañ un niverenn da zont: se ’zo kaoz ne oar den piv a zo koachet a-drek lod eus an anvioù-pluenn a gaver en Arvorig -kelaouenn vizkiek renet ha savet gantañ e 1913-, hag er gelaouenn Breiz a reas Erwan ar Moal war he zro e-pad 13 vloaz.
    E 1902 e voe embannet Pipi Gonto, e oberenn anavezetañ, un dastumad kontadennoù. Ar re-mañ a chomo dedennus evit meur a remziad c’hoazh, skrivet ma ‘z int en ur brezhoneg yac’h ha leun a ijin.
    E 1907 e voe e penn krouidigezh “Breuriez ar Brezoneg” evit deskiñ brezhoneg, ha ivez galleg dre ar brezhoneg d’ar vugale.
    Kenlabouret en deus gant an aotrou Perrot evel merour Feiz ha Breiz adal 1918. E 1920 e vo unanet Feiz ha Breiz (8 000 koumananter) hag Arvorig (800 koumananter) evit tri bloaz hanter.
    E 1921 ec’h embannas « Essai sur la question bretonne »; o tiskouezh ur spered broadelour, hogen gant kred ha sentidigezh ouzh mennozhioù ha divizoù an Eskopti.
    E 1922 e krouas gant L. Dujardin ha Y.V. Perrot “Emglev Sant Iltud”, ti-embann katolik e brezhoneg.
    Etre 1925-1927 e voe rener ar Bleun Brug.
    Ur gelaouennig evit ar vugale a grouas ivez e 1932, Breizadig hec’h anv.
    Barzhonegoù, pezhioù-c’hoari ha marvailhoù e-leizh a zo ivez diwar e bluenn. “.

    HA DIOUZH WIKIPEDIA: SELLIT AL LIAMM-SE:

    http://br.wikipedia.org/wiki/Erwan_ar_Moal

    • stefancarpentier Says:

      Ar pep gwellañ evit kavout titour diwar-benn hon skrivagnerien (varv) a zo lenn labour Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien.
      Geegezik, diwar-benn ar brezhoneg yac’h, ar c’hontrol a dle bezañ brezhoneg beleg, diwar batrom ar galleg…

      • Michael Says:

        Trugarez evit ho menoz Stefan.
        Al levr Lukian Raoul ” geriadur a r skrivagnerien ” zo ganin.

      • Ah ya marteze ‘walc’h!

      • Kevarc’h deoc’h !

        Me ne ‘m eus lennet netra gwelloc’h eget levr e teir lodenn Frañsez Favereau “Lennegezh e brezhoneg en XXvet kantved”, embannet gant Skol Vreizh, evit dizoleiñ ur skrivagner bennak : kont ez eus eus e vuhez, arroudoù ag e oberenn ha kement zo, gant un nebeut burutelladennoù.

        Un tamm doare al “Lagarde et Michard” evit ar vrezhonegerion he deus an oberenn-se. Pezh a vank a vefe ul levr a-zivout lennegezh vrezhonek an XVIIIvet hag an XIXvet kantved ha ned a ket levr Favereau en tu arall da 1968, m’emañ ma soñj en e reizh.

  4. stefancarpentier Says:

    Goulenn a raen bete-gouzout e vefe ar stumm orin ganin :p

  5. Trugarez Michael evit tout an tiouroù-se.

    Kompren a ran Stefan ^^

  6. […] meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini […]

  7. […] lennek, brezhoneg chimik… hag al lennegezh. Evel Geekezig (sellit ouzh he fennad aze -> https://soubennargeek.wordpress.com/2012/05/03/ar-plach-interet-div-wech/) e vezan hegaset pa vez klasket gwerzhañ ul levr diwar ar fed m’eo yac’h ar brezhoneg […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: