Kenavo bloaz kozh…

Setu echu 2016 ha c’hoant ganin da gomz diwar-benn Soubenn ar Geek. Ouzhpenn c’hwec’h vloaz eo ar blog-mañ bremañ. Daoust din bezañ bevet ur bloavezh sioul pe dost (beaj bras ebet, ezhomm ebet da glask labour pe cheñchamant bras ebet e keñver labour ha lec’h bevañ, estreget un dilojadeg) eo bet ar bloaz rouesañ e keñver skrivañ pennadoù. Koulskoude ‘m eus bet lennet, sellet, c’hoariet kement hag ar bloavezhioù all.

Anzav a ran on bet diskaret ha n’eo ket marteze gant ur postel dizanv am boa resevet e miz Ebrel. Me oar a-walc’h eo arabat reiñ re a bouez da seurt traoù. Pezh a zo, n’eus ket kalz traoù all a lak ac’hanon da soñjal e servij ma blog d’un dra bennak, setu on techet da grediñ er pezh a oa bet lâret er postel-se, evit lodennoù zo. Sur on n’eo ket mat ma live brezhoneg (met se a ouien a-walc’h dija ha kendrec’het on e c’hall pep hini mont da lec’h all ma kav ken spontus-se ma yezh, pe kas evezhiadennoù/posteloù madelezhus evit sikour ac’hanon da wellaat). Techoù fall a zo ganin, ur bern, levezonet on dre ret gant ar galleg pe ar saozneg, pep lec’h tro deomp. Piv n’eo ket? Deskiñ a ran ha klask a ran chom hep ober ar fazioù bet lâret din jentil en dro met plegoù fall a chom bepred ha n’on ket en un endro brezhoneger em buhez pemdez ken. Pe ket e memes stumm da vihanañ. Sur on e cheñch an dra-se un dra bennak.

Ma. N’on ket paouezet da lenn, da sellet ha da c’hoari neuze met an niver a vrouilhedoù pennadoù em blog a zo kresket ha kresket hep na gavfen kalz youl evit sevel anezho e gwirionez. Klasket ‘m eus mirout un nozvezh ar sizhun evit skrivañ pennadoù pe c’hoazh skrivañ ma fennadoù DIOUZHTU (an diskoulm kazi gwellañ evidon-me) met skuishoc’h-skuishañ e oan bepred hag an dale bet tapet na deuen ket a-benn da adtapout james.
Un deiz bennak e lâris da Dornoz «c’hoant ‘m eus da c’hoari da d/Tomb Raider met ret eo din skrivañ pennadoù evit SaG» hag e respontas din «ma vir ar blog ac’hanout da ober ar pezh a fell dit ober n’eo ket mat» (tamm-pe-damm). Ur sapre flac’had e voe evidon rak re wir e oa. ‘M eus aon eo kollet ganin ar blijadur da skrivañ evit SaG. Ul lodenn eus ar blijadur hepken rak da vareoù zo e fell din ober memestra hag e ran, laouen. Met daoust ha ret eo din skrivañ diwar-benn pep tra? N’eo ket. Klask a ran aozañ gwelloc’h ma amzer met n’on ket deuet a-benn evit c’hoazh. Klask a ran ivez mont war-raok gant raktresoù krouiñ all am eus war ar stern abaoe pell, ur romant hag ur c’hoari video (testenn hañ). N’an ket kalz war-raok kennebeut.

Un dra all a zo, un emdroadur a vez kavet er bed a-bezh, emdroadur ar rouedad dre vras : sklaer eo n’a ket an dud kement da lenn blogoù ken met ne fell ket din sevel ur chadenn Youtube evit reiñ ma alioù. Seblantout a ra din bezañ ul labour kalz startoc’h (ouzhpenn skrivañ e vo ret filmañ ha frammañ!) ha ne fell ket din en ober. Ne fell ket din prenañ dafar, n’eo ket ma fal. Ne fell ket din diskouez ma fenn, klask sonerezh ha pep tra a c’hall bezañ gortozet eus ur chadenn YouTube kronikennoù sevenadurel. Ma fal a oa skrivañ reoliek diwar-benn ar produoù sevenadurel a vevezan.

An diouer a evezhiadennoù a zo digalonekaus ivez, un tammig. Lakaat a ra da soñjal n’eus den ebet o lenn. N’eo ket dre ret ur gudenn, me kennebeut ne laoskan ket evezhiadennoù goude pep pennad a lennan war blogoù all. Pezh a zo e kavan start gwelet ‘m eus muioc’h a spam eget a evezhiadennoù ha dreist-holl gwelet kemennoù pozitivel, kalonekaus (blaz «motivational» ganto) er spam-se. Gouelet ‘m eus dourek abalamour d’ur brezhoneger, ur gwir den en doa kollet kalz amzer da lârat din pebezh den euzhus e oan, soñjal a ran bemdez pe dost er gerioù-se, o soñjal devezhioù zo ne servij da vann ebet skrivañ e brezhoneg diwar-benn produoù sevenadurel, n’eo nemet ur c’holl amzer peogwir n’eus brezhoneger all ebet dedennet gant seurt traoù met mousc’hoarzhin a ran reoliek peogwir on entanet gant frazennoù madelezhus robotoù rusian pe amerikan… Trugarez robotoù ar bed da reiñ kalon din, ar vrezhonegerien ha gwir lennerien ne reont ket avat. Daoust ha skrivañ a ran evit robotoù na gomzont ket brezhoneg? Ne gav ket din… 😦

Ma fal nevez a zo kenderc’hel da skrivañ reoliek met hep n’em santout ken kablus ma ne ran ket. Gant ar spi e vo tud c’hoazh evit ma lenn ur wech an amzer, hag evit reiñ o ali da vareoù all, kuit din da soñjal e komzan ma unan evel ar c’hozh follez ma ‘z on, moarvat.

Ra vo seder ha brav 2017 evidoc’h ha leun a levrioù, filmoù, levrioù bannoù-treset, c’hoarioù video, stiradoù da zizoloiñ!

Komzomp e brezhoneg diwar-benn an danvezioù a garomp, daoust da bep tra!

Advertisements

13 Respont to “Kenavo bloaz kozh…”

  1. O paouez lenn da bost on. 😞 Gwir eo, ne laoskan ger ebet, hag a-wechoù ne lennan ket kement tra skrivet ganit met atav em eus plijadur o resev ur bostel o kemenn din teus skrivet war da vlog! Bamet on gant da c’hoant kinnig ar pezh teus lennet pe sellet, plij a ra din kalz da doare da skrivañ (piv a zo difazi?). Hervez kont, teus tremen 600 den enskrivet! Dispar! Ha pet zo displijet?… N’eus den rediet da lenn da vlog, evel ma lavarez. Klask a rin lezel gwech an amzer ur gerig. 😊 Kalon dit ha gourc’hemennoù evit ar pezh a rez e brezhoneg. Ha mall warnon lenn da romant kentañ!! Ma glaskez un embanner… 😉 pokoù. Anne-Sophie

  2. Olier ar Mogn Says:

    Lennet em eus ar pezh a skrivez aze. Ur wech ouzhpenn e welan penaos e c’haller digalonekaat an dud A RA, eveldout. Dalc’h mat bepred, a bouez bras eo da vlog. Fazioù a reomp holl. Ar pezh a gont eo krouiñ un endro “madelezhus”, evel ma skrivez, ha mont war-raok holl asambles. Ur yezh n’eo netra hep ar gevredigezh a ya ganti, hep darempredoù etre tud sevenet. Ar gevredigezh-se hon eus da adsevel. Mall warnon lenn da romant ivez !

    • Dres! Ma c’hortozomp bezañ difazi a-raok sevel traoù e brezhoneg e varvo ar yezh, se zo sur!
      Laouen on o welet ne oa nemet un hinienn hag eo kentoc’h madelezhus darn vrasañ lennerien all ma blog!
      Trugarez dit ha poent din stagañ da vat gant ma romant neuze!! 😀

  3. Anthony Le Crom Says:

    Trugarez dit Geekezig evit ar pennadoù skrivet ganit dibaoe pell ‘zo diwar-benn bep seurt traoù sevenadurel. Gwir eo n’em eus ket biskoazh leusket evezhiadenn ebet, ma hini kentañ eo. Aon ‘meus e oa diaes din abalamour d’am live brezhoneg. Met ul lenner akourset e oan hag atav am eus bet plijadur o lenn pennadoù skrivet ganit, hag a-wechoù tro am eus bet da vont pelloc’h : gwellout ur film, pe lenn ur bandenn-treset bennak kuzuliet war ar blog-mañ. Setu perak am boa c’hoant da leuskel ur gerig dit fennoz evit lavar trugarez vras dit…

    Bloavezh mat dit ha mirit kement a startijenn evit da raktresoù o tont…

    • Trugarez dit Anthony evit da evezhiadenn! Pegen dispar eo lenn ez eus bet tud o klask mont pelloc’h hag o tizoloiñ traoù a drugarez d’am fennadoù! Servijout a ra d’un dra bennak neuze 🙂
      Bloavezh mat dit ha trugarez c’hoazh, startijenn a zo ganin en-dro! Gant ma pado 😉

  4. Salud dit
    Ya, bevet em eus se ivez, spontus eo an droug a c’hell tud ‘zo ober ; da be vat, ne ouezan ket, m’eo ar memes hini em eus bloket e ouezan mat piv eo, debret eo gant ar warizi hag ar santimant eo-eñ perc’henn war ar brezhoneg, asambles gant e hendadoù… tud klañv en o spered a zo e pep lec’h, ret eo derc’hel start ha gouzout mat ar pezh a blij dit-te ! Ur blijadur hiniennel eo skrivañ, hag en ur ober, e talc’hez soñj ivez eus an traoù o deus lodet da vuhez e-pad ur pennad.
    Me n’on ket eveldout, ne gavan ket re vat skrivañ ar pennad kerkent goude m’em eus echuet da lenn. Hen ober a ran a-wezhioù, met gwelout a ran e vank d’ar pennadoù-se ar sel a-gil a c’hell lakaat ac’hanon da lavaret : ur bennoberenn eo, pe n’eo ket. Laouen e vezan atav pa echuan ul levr ha sklaer eo ez eus muioc’h a draoù da lavaret war an tomm. Met ar re a zisoñjomp lavaret 3 pe 4 deiz diwezhatoc’h, daoust ha pouezus int, a-benn ar fin ?
    N’em bez ket kalz amzer da verdeiñ war ar rouedad abaoe un nebeut bloavezhioù, met ur blijadur e vez din lenn da vlog ur wezh an amzer. Lenn a ran ar pennadoù db an oberennoù a anavezan da gentañ, goude ar re db oberennoù em eus klevet anv diwar o fenn, ha m’em bez amzer e kendalc’han gant ar re a blij din o skeudenn 🙂 N’eo ket ken fall-se da vrezhoneg, arabat dekoniñ ! ha pa welez ar miliadoù a vlogoù e galleg leun a fazioù, m’en dare perak ez eus tud o klask spazhañ laou gant se ! ar pezh a gont eo ezteurel, ha lakaat ar brezhoneg war-wel, ober a rez an daou, gourc’hemennoù ha mat pell ‘zo ! Devezh mat dit ha dalc’h krog, pouezus eo da vezañs amañ evidomp, memes ma n’en kavaromp ket alies a-walc’h.

    • Ya, ar gwir a zo ganit!
      Ur blijadur hiniennel eo skrivañ met just a-walc’h da vareoù zo e c’hall seblantout dister lodenniñ ar blijadur-se. N’eo ket evel-just.
      Ya, an diskoulm eo skrivañ diouzhtu evit ober e gwirionez met evit kaout danvez e kavan kenkoulz gortoz, eveldout. Start eo kavout an diskoulm gwellañ. Moarvat e vin sederoc’h ar bloaz-mañ, evel ma teuio e teuio ha d’ar mare ma teuio ha mat pell zo!
      Trugarez vras dit ha gourc’hemennoù dit ivez ha ra kemend-all ma n’eo ket muioc’h 😉

  5. Popopop ! Petra a lennan amañ ! Sed un afer all c’hoazh ! Ha pelec’h e c’hellin mont da lenn ken alies pennadoù o tennañ d’ar bandennoù-treset ?
    Tremenet on dre aze ivez (gallout a rez lenn ar pennad “Ha kenderc’hel a rin gant ar blog-mañ ?” war ma blog). Ha dres, dilezet eo un tammig ar skrivañ pennadoù ganin, diouer a amzer, diegi… Heverk eo da zalc’husted, plijadur a roez d’az lennerien, ar blijadur da lenn ur blog e brezhoneg, n’eus ket kement anezho, da zizoleiñ filmoù, levrioù nevez… Reiñ a rez, hep goût re da biv… met resev a reomp.
    Neuze, n’em boa ket e lâret dit c’hoazh met “trugarez”.

    • 😀
      Sur eo lâret evelse… 😉 Komzomp e brezhoneg diwar-benn levrioù bannoù-treset nondedie! ^^
      Ya, sur on n’on ket ma-unan o kaout reujadoù diegi evelse. Arabat din reiñ re a bouez d’ar pezh a ijinan, ne vo den o tamall din skrivañ re nebeut, michañs!
      Lennet em boa da bennad (hep laoskel evezhiadenn ebet, aha!) met vad a ra e adlenn, trugarez dit 🙂
      Gwir eo bepred, pevar bloaz war-lerc’h!
      Trugarez dit ha kendalc’homp neuze, gant al lusk a gloto ganeomp hag en ur soñjal er pezh a zo pouezus : komz diwar-benn ar pezh a garomp e brezhoneg! Gant ma raio ur bern tud all, gant fazioù pe get 😉

  6. Salud ! Kroget em eus lenn da vlog ar bloaz paseet. Plijus-tre eo evidon. Desket ‘meus brezhoneg ar bloaz trement ivez neuze ne welan ket kalz fazioù. Mat-kenañ eo ar pezh e kinniges. Trugarez vras dit ha bead mat !

    • Trugarez dit! Laouen on o c’houzout e plij dit ar pezh a ginnigan war ar blog. Gourc’hemennoù evit da vrezhoneg, buan out bet o teskiñ! Bloavezh mat dit!

  7. O paouez lenn tout ar pezh ‘peus skrivet e 2017 emaon. Mersi deoc’h. Mersi bras. A-bouez eo kenderc’hel. Evit hor yezh deomp-ni. Chom a rayo bev mod-se. Pokoù

    • Trugarez vras deoc’h Youenn evit ho kerig! Spi ‘m eus n’eo ket bet re hir lenn kement a bennadoù 😉
      Ur blijadur eo resev evezhiadennoù evel hoc’h hini, kenderc’hel a rin rak ya, me gav a bouez ivez! Ken ar c’hentañ!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: