Desperate Housewives bloavezh 6

Ur bloavezh ouzhpenn leun a draoù skrijus hag a gozh-koazioù e Wisteria Lane.
N’on ket bet kendrec’het gant pep bloavezh eus Desperate Housewives met anzav a ran e plij din heuliañ ar stirad bepred. Ar pempvet bloavezh a oa mat-kenañ. Ar c’hwec’hvet n’em eus ket kavet ken kendrec’hus marteze, koulskoude e oa a bep seurt traoù dedennus! En o-zouez “kevrinoù” ar bloavezh tro-dro d’ar familh nevez erru hag ar muntrer.
Div rann “maez an istor” a zo bet, unan diwar-benn “lazher Wisteria Lane” hag e vuhez hag ivez unan o tremen warlerc’h gwallzarvoud Nedeleg (ooooh, gwellañ rann ar bloavezh e oa hini Nedeleg marteze!) e-lec’h ma huñvree pep hini eus ar pezh a vefe “c’hoarvezet ma…”.
Istorioù Bree ha Lynette ‘m eus kavet dedennus a-hed ar rummad, ha meur a zra soutil a zo bet en-dro da C’habrielle (perak n’he deus ket bet c’hoant desevel he bugale e spagnoleg pe c’hoazh pa felle dezhi sikour ar c’houblad heñvelreviad da gaout ur bugel). Istorioù Suzanne ha Katherine avat…
Fin ar stirad ne oa ket fall, diskoulmet e vez traoù zo met un dra nec’hus a vez dizoloet er fin hag a chom direspont… Ehe!
Bon setu, n’eo ket bet gwellañ bloavezh Desperate Housewives met n’eo ket bet an hini fallañ kennebeut.

Advertisements

6 Respont to “Desperate Housewives bloavezh 6”

  1. Ha war peseurt chadenn e vez gwelet?

  2. Trugarez. Gwelet ‘vo da vloaz neuze 🙂

  3. […] a-benn lakaat evezhiadennoù war traoù a blijo deoc’h :p) Filmoù : 1 2 3 / Stiradoù : 1 2 3 (laoskel a rin da zibab etre ar bloavezh meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad […]

  4. […] zo, brav eston. Ul levr dudius ha teñval, en deus lakaet ac’hanon da soñjal e istorioù Desperate Housewives un tamm ! Laouen on o vezañ bet lennet ar romant-mañ, a-benn ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: