Comment j’ai arrêté de CONsommer : Journal d’une année de lutte contre l’enfer marchand

Etre bannoù-treset, c’hoaroù video lusk ha The Hunger Games em eus bet c’hoant da lenn un dra sirius (spi ‘m eus e vo un toullad lennerien evit lârat “oooh, met lennet ‘toa traoù sirius all!”) Erruet eo al levr el levraoueg an deiz all ha, marteze on bet tizhet (piv na vefe ket un tammig?) pe em eus ezhomm da brederiañ war an dodenn n’ouzon ket, met c’hoant m’ eus da lenn al levr. (Spi ‘m eus n’eo ket abalamour d’an titl un tamm groz memestra, a seblant bezañ un dra marketing hepken…)
Goude bezañ displegan AN darvoud en deus bountet ar skrivagner da glask cheñch e doare da veveziñ e vo simpl-tre patrom al levr : ur miz, ur sujed. Da skouer miz Genver lakaat e plas un daolenn evit notenniñ ar produoù, da brenañ traoù a servijo hepken, pe a vo implijet kalz da vihanañ. Miz Meurzh dizoloiñ en dro an trokerezh ha me oar me. Miz Kerzu penaos beveziñ nebeutoc’h da vare Nedeleg h.a.
Skrivet eo en un doare simpl-tre, plijus-tre da lenn. Fent a zo, santet e vez ez eus traoù a zo bet gwashaet sur a-walc’h met bon, mont a ra en-dro. E fin pep miz ez eus un diverrañ eus an traoù a zo bet prenet pe get (hervez an daolenn bet savet e miz Genver), ar boued bet skoet hag all, tamm-ha-tamm hervez ar boazioù nevez. Traoù simpl-kenañ a reont a-benn ar fin : klask implijout ar boued doare boestoù-mir pe skornet a vez o ruzañ hep na vefent debret james hag all.
Alies em eus soñjet e oa aes ober kemend-all, met d’am soñj ne oan ket ken gwas eget ar familh-se a seblante bezañ bevezherien daonet memestra. Meur a-wech ivez em eus soñjet “ya, met ur blijadur eo ivez prenañ traoù”
Merzet em eus da skouer e oan techet d’ober ar pezh a ziskrivont : skarzhañ dilhad na lakan ket evit prenañ reoù all. Pe neuze skarzhañ dilhad ur wech em eus prenet reoù nevez. Daoust din kavout mat ar mennozh “mirout an traoù a servij hepken” (lakaomp 7 re loeroù, 7 bragoù bihan, 7 t-shirt un dra bennak evelse) anzavomp eo start! Ur blijadur eo ivez kaout dilhad, zoken reoù na lakomp ket bemdez. Peseurt t-shirtoù a virfen me da skouer, peogwir ez eo ma fec’hed dilhadel karetañ? ^^ (t-shirtoù stiradoù, c’hoarioù video hag all. Un doare dastumad eo en ur stumm)
D’am meno, an dra bouezusañ a zo gouzout skeiñ (pe kentoc’h, reiñ/lakaat da adaozañ) ha n’eo ket laoskel da dreinañ an traoù e-barzh armelioù, estajerennoù, er c’hav pe er c’hrignol. An dra startañ eo ivez.
N’on ket a-du tamm ebet gant kaout kartenn ebet. Dija em boa bet tro da brederiañ diwar-benn-se peogwir em eus ur mignon gant ur gartenn evit tennañ arc’hant hepken ha n’hall ket paeañ. Moarvat eo aesoc’h chom hep bezañ temptet hag e vezer rediet da fetisaat ar brenadenn (mont da dennañ arc’hant laosk, leuniañ ur chekenn) met tu ‘zo da vezañ un tamm suj d’ar re all ivez, ret eo goulenn digant mignoned evit gourc’hemenn dre ar rouedad hag all… N’on ket kendrec’het tamm ebet gant an dra-se.
Goude-se ez eus traoù un tammig re e-barzh taol-arnod ar familh : paouez a reont da zegas profoù pa vezont pedet pe da vont d’ar predti/sinema peogwir e koust arc’hant. Meur a wech ez eus tud tro-dro dezho a ziskouez pegen lu eo peogwir en em lakaont a-gostez dija hag ar pezh na vez ket degaset ganto e-kerzh ur pred da skouer (ur voutailhad win pe me oar) a vo degaset gant un den all pe prenet gant ar re a bed, bevezet e vo met gant tud all.
Memestra eo pa tivizont chom ur sizhunvezh hep prenañ netra, rediet int da veveziñ muioc’h eget kustum ur wech echu an taol-arnod ha mont da c’houlenn sikour digant amezeien evit kaout paper privezioù da skouer…
Seurt traoù a gavan diboell. Divizout eus ur budjed resis evit Nedeleg (100€ profoù, 100€ boued) ha lakaat o vab da gemer perzh a gavan kalz finoc’h da skouer. Ma setu un tamm an traoù a vez kavet el levr neuze.
A-benn ar fin estreget traoù poellek evel ober e goñtoù, klask prenañ traoù lec’hel, eskemm/dresañ e plas skeiñ ha prenañ traoù nevez hag all, ne vez ket desket kalz tra el levr. Ha kalzig traoù a seblant lu pe kontrol d’ar c’hoant diazez zoken. N’em eus ket kollet ma amzer o lenn, met ‘m eus aon ne cheñchin netra d’am doare da veveziñ :/

Advertisements

7 Respont to “Comment j’ai arrêté de CONsommer : Journal d’une année de lutte contre l’enfer marchand”

  1. Amañ emañ an enkadenn dija evit rediañ an dud vunut da cheñch o doareoù beveziñ hep na vefe un dibab d’o ferzh. Na vefe ket ar familh-se un tamm “bobo” ?!

  2. Anat dit, ar skrivagner e-unan a lâr sklaer adalek ar penn-kentañ. Digarez ma ne oa ket anat em skrid ^^”

  3. Ikacheuc'h Says:

    A-zivout an dilhad hag all e vefen laouen o kaout da soñj war al levr “Reflets dans un oeil d’homme” gant Nancy Huston.

  4. […] meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: