Elric 1

 

Marteze ez eus tud a blij oberenn Moorcock dezho en ho touez? Me, n’anavezen ket (estreget e anv evel-just). En ur lenn levrenn gentañ ar c’homic-book nevez-mañ gant tudenn Elric (AN dudenn brudet spontus sañset) em eus kavet fentus gwelet e oa “mabden” anv mab-den 😀 (E saozneg hag e galleg, koa! skouer : “les mabdens sont partis” traoù evelse). En tu-hont da-se… Luziet spontus ‘m eus kavet an traoù, peogwir ez eus n’ouzon ket pet bed e-barzh oberenn Moorcock. Heuliet e vez un dudenn en ur bed e-pad div bajenn, unan en ur bed all e-pad div bajenn, unan en ur bed all e-pad div bajenn… Skuizhus. An tresadennoù n’int ket dreistordinal ouzhpenn. N’on ket deuet a-benn da vezañ dedennet. 😦

Advertisements

7 Respont to “Elric 1”

  1. dedennus !
    pa moa lennet ar c’homic-se ne oan ket sur vije bet degemer mat gant tud n’o dije ket bet ur raktañva istorioù Moorcock hag e “liesbed” (multiverse e saozneg).

    Pa oan e skolaj ‘moa splujet e levrioù Moorcock gant ur blijadur dibar (goude bezañ lennet Tolkien ha Zelazny).
    diwezhatoc’h ‘meus c’hoariet e c’hoarioù-roll tennet eus e sagaoù… koulz lavarout on em bleud gant e harozed-se (Elrick, Hawkmoon, Corum…) hag o istorioù burzhudus.
    neuze oan-me war un dachenn anavezet gant ar c’homic-se 😉 ha ‘meus bet plijadur vras adkavout harozed an istor evel ma mije bet mignoned gozh din :p

    bremañ ne ouzon ket ha kuzuliañ a rafen dit lenn ar romantoù…
    aon meus eo un tamm evel levrioù zo : un dra da lenn pa vezomp krennarded c’hoazh hag ur wech bezañ aet diwar an oad ne vez ket tu bezañ tapet gant hudouriezh an oberenn…

    ( pe… ma vefes dedennet gant un abadenn c’hoari-roll e bed Elric pe Hawkmoon digor eo hon taoliad ! 😉 )

    • Meur a gomics a zo bet gant tudenn Elric war a seblant. Ar memes hini e oa, sur?
      Kompren a ran ar santad ha moarvat eo plijus-tre da lenn evit ar re a anavez mat liesbed Morcoock ya. N’ouzon ket ma klaskin lenn al levrioù un deiz bennak (an tañva-se n’en deus ket roet c’hoant din kement-se)… Gwelet e vo! Gwir eo n’ouzon ket ma plijfe din kement bed Mikdemia m’am befe kroget hirie an deiz. Iskis hañ! A-wechoù e c’haller bezañ souezhet brav ivez gant traoù gwelet evel “krennard” gant un den all 🙂
      Evit ur prantad c’hoari-rol eeeeh, gwelet a rin ivez met trug evit ar bedadenn 😀

  2. e galleg n’anavezan nemet daou. unan gant Soleil hag hennezh gant Panini. met ez eo gwir ez eus bet ur bern e saozneg (re evit ma yalc’had :p)

  3. Me ‘m boa lennet Elric un dra bennak evel daou pe tri bloaz zo. Profet e oa bet din gant ur mignon (ne lârin ket piv eo :p). Ar wech kentañ e oa din e lenn, daoust ma’m boa lennet Hawkmoon pa oan krennard.
    Tapet e oan bet gant hudouriezh ar bed hag al liesved anezhañ.
    Diaesoc’h e tle bezañ mont gant ur c’homiks hag a vo berroc’h ha primoc’h an danevell anezhañ evit ar romant.

    • Anat!
      (N’em eus ket lennet evit dizoloiñ ar bed, ne vefen ket kroget dre aze ‘m eus aon, evit ma labour ne lavaran ket…)
      Bon, klask a rin lakaat ma fri e liesved Moorcock un deiz bennak neuze ^^

  4. […] zibab etre ar bloavezh meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: