Kenstrivadeg evit 3 bloaz Soubenn ar Geek

Salud!

Ur pennad un tammig disheñvel hirie !

Marteze e oar dija reoù zo ac’hanoc’h on bet enoret gant trede priz Brezhoneger(ez) ar bloaz Prizioù an Dazont (Frañs 3 Breizh/Ofis Publik ar Brezhoneg) e miz Genver.
Reoù zo ac’hanoc’h o deus merzet ivez e vo a-benn nebeut tri bloaz ar blog-mañ! Soñjit ‘ta! Tri bloaz a c’hoarioù, filmoù, bannoù-treset, levrioù (hag all) a-vil-vern! >< (Nag ur bern amzer kollet! ^^)
Evit lidañ-se e felle din aozañ ur genstrivadeg. Kinnig a ran deoc’h neuze, adalek hirie ha betek an 12 a viz Meurzh (devezh an deiz-ha-bloaz) kas pennadoù a c’hallfe bezañ embannet amañ.

Reolennoù :
– skrivañ ur pennad (e brezhoneg!) a glotfe gant rannoù Soubenn ar Geek : ul levr, ul levr bannoù-treset, ur film, ur stirad pe abadenn, ur c’hoari video (ne lakan ket ur gelaouenn peogwir n’eo ket bras a-walc’h ar rann-se evit ar mare).
– lakaat ur skeudenn d’an nebeutañ
– mirout a ran ar gwir da chom hep embann ar pennadoù diwar-benn oberennoù na vezont ket kavet en un doare “ofisiel” (da bellgargañ war lec’hienn an arzour, da werzhañ hag all.)
– implijout a rin geriadur Firefox ha difazier LibreOffice (Trugarez d’an Drouizig!) a-raok embann ar pennadoù (neuze e reizhin traoù ma ‘z eus ezhomm).

M’ho peus ur blog dija (unan WordPress d’an nebeutañ) e c’hallin blogiñ en-dro ho pennad (gant m’ho po lâret sklaer eo evit kemer perzh er genstrivadeg evel-just ^^ (gant ur pingback davet ar pennad-mañ da skouer)). Mod all e vo embannet evel ur pennad amañ (meneget e vo an anv a fello deoc’h). Kasit ho pennadoù da geekezig[at]gmail.com

Petra ‘vo ar priz? Hervez danvez ho pennad e kinnigan d’an hini ar c’hounezo dibab ur priz etre an teir notenn gant ar muiañ a evezhiadennoù. Perak? Ahaha, perak ket?! (Ur gentel eo evidoc’h, a-benn lakaat evezhiadennoù war traoù a blijo deoc’h :p)
Filmoù : 1 2 3 / Stiradoù : 1 2 3 (laoskel a rin da zibab etre ar bloavezh meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini kentañ, war-eeun pe dre steam evit an trede)
(ne cheñcho ket al listenn-mañ ma lakit ur bern evezhiadennoù war ur pennad all etre-tan :p)
Dibab ar priz, an doare da gas hag all a vo gwelet goude embannadur an disoc’hoù (met tu ‘zo deoc’h ober o soñj diouzhtu hañ! ^^)

Dibab a rin ar pennad a blijo ar muiañ din. Subjektivel penn-da-benn. Met an holl a vo embannet (gant ma klotfont gant ar reolennoù, anat deoc’h) !
An disoc’h a embannin d’an 19 a viz Meurzh, gant an holl pennadoù.

Setu! Arabat kaout aon da skrivañ diwar-benn traoù a blij deoc’h, a fell deoc’h lakaat da zizoloiñ (n’eo ket ret e vefe traoù nevez). Pedet oc’h da gomz diwar-benn ar genstrivadeg-mañ (pe get, ma fell deoc’h chom hep kaout re a gevezerezh!!) met ne cheñcho netra evit an disoc’h.
Laoskel a ran ac’hanoc’h da skrivañ neuze 😉

Advertisements

5 Respont to “Kenstrivadeg evit 3 bloaz Soubenn ar Geek”

  1. fiskal ! sot on gant ar c’hoarioù ! spi ‘m eus em boa amzer da gemer perzh !!

  2. […] ‘vel-just) gant ar soñj kenstrivañ da geñver deiz ha bloaz ar blog Soubenn ar geek (gwelet amañ). Ra ma vevo pell c’hoazh […]

  3. […] hepken, ‘vel-just) gant ar soñj kenstrivañ da geñver deiz ha bloaz ar blog Soubenn ar geek (gwelet amañ). Ra ma vevo pell c’hoazh […]

  4. […] pennad-mañ a zo bet savet evit kemer perzh er genstrivadeg aozet gant ar blog Soubenn ar Geek. N’eo ket ur pennad diwar-benn ur bladenn, anat deoc’h, met […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: