Link’s Crossbow Training

N’eo ket echu ar c’hoari ganin c’hoazh, met bon, al lodenn vrasañ em eus graet memestra, setu e gav din on gouest da gomz diwar e benn dija.

Link’s Crossbow Training a zo ur c’hoari tennañ evit ar Wii, a dremen e bed The Legend of Zelda : Twilight Princess hag a zo gwerzhet gant ur benveg anvet Wii Zapper, un doare pistolenn blastik.

(ya n’eo ket dres evel kroazwareg Link, hañ…)


Deuet eo ar c’hoari-se er maez en Europa rik ur bloaz goude Twilight Princess (hag ar Wii ‘kea).
E gwirionez e seblant bezañ kentoc’h ur c’hoari prof pa brener ar Wii Zapper kentoc’h eget ur c’hoari klok e-lec’h ma c’haller implij ar Wii Zapper…
N”em eus c’hoari all ebet evit c’hoari gantañ met plijet on memestra ^^
Eveljust ez eo berr kenañ ar c’hoari, n’eus nemet 9 live (rannet e teir rann bewech). Dre vras e pad teir munutenn ober ul live.
Pep rann a zo ur pal gantañ. An hini kentañ a ginnig tennañ e-kreiz gwennoù. A-wechoù int difiñv, gwechoù all n’int ket, kuitaat a reont ar skramm buanoc’h-buanañ…

An eil rann a zo unan “difenn”, tudennoù drouk a zo o tont davet Link ha ret eo tallañ outo.

An trede rann a ginnig kentoc’h pourmen en un endro e-lec’h ma rank ar c’hoarier lazhañ an niver resis a dud drouk a zo el lec’h. En doare se e ranker impljout an nunchuk ouzhpenn ar wiimote.


Eveljust e pep live, hervez ma tenner en un doare resis, ma teuer a-benn da dennañ hep c’hwitout ar gwenn hag all e vez gounezet poentoù. E fin ar bed e vez graet ar gont. Adalek 20 000 poent on eus ar vedalenn arem (hag e vez diskuilhet ar bed warlerc’h), 40 000 ar vedalenn arc’hant, 60 000 an hini aour ha 80 000 an hini aour-gwenn (platin ma fell deoc’h).
Setu, simpl kenañ eo.
Ar blijadur a zo neuze klask penaos tizhout an disoc’h uhelañ.
Me ‘m eus bet meur a zoare. Da gentañ e klasken tennañ mat war ar gwennoù ha tizhout 20 000 evit diskuilhañ ar bed warlerc’h, ouzhpenn se e c’hoarien war-sav hag en ur glask kaout e gwirionez emzalc’h ur c’hroazgwareger (ya ya, fentus eo sellout an dud all o c’hoari gant ar Wii…). Siwazh ne oan ket barrek spontus ha diaes eo c’hoari er stumm-se. Kroget on neuze da c’hoari azezet ha zoken da boz ma daouilin war ma daoulin evit chom hep krenañ re. Da c’houde ‘m eus merzet e oa tu da zistruj traoù en endro hag e veze gounezet poentoù gant se! Tennañ a raen kalz warno hag a-wechoù e oa kalz poentoù da dapout!
Pezh a zo, an doare se a vir da ober heuliadoù tennoù mat ha kreskiñ feur ar poentoù. Bremañ neuze e klaskan tizhout ar feur uhelañ.
Siwazh n’eo ket trawalc’h (5 medalen aour-gwenn ‘zo ganin, 2 aour ha 2 arc’hant)… ‘M eus aon evit lodennoù ‘zo e vo ret din c’hoari hep ar Wii Zapper evit truchañ dont a-benn da dizhout ar vedalenn warlerc’h.
Mod all e keñver aergelc’h e vez adkavet penn-da-benn sonerezh, endro ha lec’hioù Twilight Princess, ur blijadur eo!
Kavout a ran un tamm diboell seurt c’hoarioù, met a-benn ar fin, pa vez lakaet en ur bed a garomp (kalz) e vez tapet plijadur bras ha zoken m’eo berr ha n’eo ket gwall liesseurt an traoù da ober e ro c’hoant mont pelloc’h, tizhout ar vedalenn warlerc’h…
Tu ‘zo da c’hoari da veur a hini ivez, met n’eo nemet un doare emgann pep hini d’e dro evit tizhout an niver uhelañ a boentoù, n’eo ket disheñvel-tre eus ar pezh a reer dija e-unan.
Ar Wii Zapper (ha dre vras an astennoù evit ar wiimote hag an nunchuk) a zo ur mennozh mat. Ijinomp ar blijadur da c’hoari d’ur c’hoari tennañ gant ar santad derc’hel ur gwir arm (seblantout ar ra spontus ar frazenn-mañ *aaaah, lazhañ!* met kompren a rit awalc’h ‘michañs), talvoudegezh ha nerzh ar c’hoari a zo disheñvel kenañ memestra!

Setu bremañ emaon o vont da glask tapout ar medalennoù a vank din!

Advertisements

4 Respont to “Link’s Crossbow Training”

  1. Ha setu! 7 medalenn aour-gwenn ha div aour bremañ! ( liveoù 7 hag 8 )
    Penaos dont a-benn da gaout an div-se?! Aaaah ^^

  2. En ur gavout un daore efudusoc’h c’hoazh da druch… eee, derc’hel ar zapper ^^

  3. Ya, ‘benn ar fin n’eo ket aesoc’h hep ar Wii Zapper.
    Met setu, deuet on a-benn da gaout an 9 medalenn aour-gwenn! Yac’hou!

  4. […] dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini kentañ, war-eeun pe dre steam evit […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: