Game of Thrones – bloavezh 1

Emichañs o peus klevet komz eus Game of Thrones, ur stirad produet ha skignet gant HBO er Stadoù-Unanet, diazezet war A Song of Ice and Fire, ur rummad romantoù “moliac’h teñval” (?) savet gant George R. R. Martin.
10 rann a zo d’ar bloavezh kentañ ha war a seblant e kont tamm-pe-damm ar pezh a c’hoarvez el levr kentañ (n’em eus ket bet tro d’o lenn). Un toullad bloavezhioù all a zo tu da ijinañ neuze! Filmet eo bet kalz en Ulster ha mod all e Maroko ha Malta.
Penaos displegañ petra gont Game of Thrones
War ur c’henvadir renet gant ur roue hag an “dorn” (un doare kuzulier-meur e karg eus ar surentez hag all) e tremen an traoù. Ar rouantelezh a zo rannet e 7 rannvro ha duged a zo e penn pep rannvro gant un arme dezho hag all. Robert Baratheon eo ar roue goude m’en deus trec’het Aerys Targaryen an eil lesanvet ar Roue Foll. Drouklazhet eo bet e “dorn” Jon Arryn ha ret eo dezhañ kavout unan nevez. Soñjal a ra neuze e Neddard Stark, dug rannvro an Norzh. N’eo ket gwall entanet met mont a ra betek ar gêr vras evit e vignon. E vab ennañ a chom da ren Winterfell gant e vamm, an div verc’h a ya gantañ hag e vab bastard a ya e-touez ar “Gwarded Noz” a vez o tifenn ar voger divent a vir ar c’hevandir ouzh dañjerioù lodennoù gouez an anternoz. Brandon unan eus ar vibien yaouank a rank chom e Winterfell abalamour d’ur gwallzarvoud c’hoarvezet pa oa familh ar roue aze…
Er c’hevandir e-kichen e klask hêr Aerys Targaryen un doare da dapout ar galloud en-dro, soñjal a ra neuze profañ e c’hoar da Drogo, Khal (roue) poblad marc’hegerien ha barbared.
Setu dre vras. Game of Thrones a gonto neuze an itrikoù politikel, ar gwalldaolioù evit tapout ar galloud, ar sekredoù (bugale kuzh ha me oar me)…
Graet eo kentoc’h brav ar savadurioù, an dilhad hag an aergelc’h krennamzerel dre vras (nebeutoc’h un tamm ar pezh a c’hoarvez muioc’h er su, peogwir e vez ingal un oabl faos). Kalz rev a zo ha kalz traoù spontus awalc’h. E gwirionez eo dedennus peogwir hon eus c’hoant gouzout petra c’hoarvezo da c’houde, kement a zraoù dic’hortoz a vez bep tro kazi (n’ouzon ket m’eo dedennus-tre evit ar re o deus bet lennet al levrioù neuze). Un tammig fent a zo a-drugarez da dudennoù zo (Tyron eveljust, breur korr ar rouanez) hag an holl a seblant luziet awalc’h, met nebeut awalc’h a zo plijus estreget marteze ar vugale (evit ar mare neuze!), eeeh, ar vugale Stark pa lavarin mat. Buan awalc’h e ya an traoù war-raok hag e fin ar bloavezh e vo cheñchamantoù forzh pegement. Un dra en deus hegaset ac’hanon un tammig a oa an tu “ret eo komz diwar-benn an holl”, a-wechoù ez eus prantadoù ur vunutenn hepken evit diskouez un tamm petra c’hoarvez eus tu an daou Dargaryen da skouer. Kompren a ran peogwir e c’hallfe ivez bezañ rebechet tremen re a amzer war tudennoù zo ha pas reoù all met da vareoù zo e kaven e torre-se al lusk, spontus. Ya, ur rebechig hepken, neuze…

Advertisements

5 Respont to “Game of Thrones – bloavezh 1”

  1. stefancarpentier Says:

    Emaomp-ni o c’hortoz an eil bloavezh. Selin a zo o lenn ar romantoù er mare-mañ. Diouzh ar pezh a lavar ez eo mat a-walc’h ar stirad e-keñver al levrioù.
    Anat eo ez eus muioc’h a vunudoù er romantoù.

    • Ya, gortoz a ran an eil bloavezh ivez! Ret e vo gortoz un tamm mat avat! (nevez-amzer 2012… hag an teaser a zo skeudennoù fin ar bloavezh kentañ hepken!)
      Anat! Un deiz bennak marteze e vin kalonek awalc’h evit o lenn! ^^”

  2. […] a-benn lakaat evezhiadennoù war traoù a blijo deoc’h :p) Filmoù : 1 2 3 / Stiradoù : 1 2 3 (laoskel a rin da zibab etre ar bloavezh meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad […]

  3. […] ne felle ket din lenn levrioù A Song of Ice and Fire, e oa trawalc’h din gant stirad Game of Thrones. Nevez ‘zo, en ur sellet ouzh ar pevare bloavezh (ya me ‘oar ‘m eus dale forzh […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: