The Hunger Games

Divizet em boa ur pennadig zo dibab The Hunger Games evel lennadenn hañv. N’em eus ket gwelet ar film, c’hoant ganin lenn al levr da gentañ ha lenn un tamm saozneg ouzhpenn. N’eo ket start ar yezh tamm ebet, evit ar re a zo gouest da lenn e saozneg ne vo kudenn ebet.
Moarvat ho peus klevet komz eus The Hunger Games dija? War kevandir Amerika e tremen, e-lec’h ma oa Kanada hag ar Stadoù-Unanet moarvat. Ur gêrbenn a zo savet ha tro-dro dezhi lodennoù a ra war-dro al labour-douar ha traoù all, pep hini gant e danvez arbennik. 13 lodenn a oa, met goude un emsavadeg e chom 12 hepken. Ha goude ar memes emsavadeg ez eo bet savet an “Hunger Games”, bep bloaz e vez kaset ur paotr hag ur plac’h etre 12 ha 18 vloaz d’ur c’hoari bras, skignet er skinwel ha ret eo d’ar 24 krennard-se lazhañ an eil egile/eben a-benn ma chomfe unan hepken.
Ya ya ya, soñjal a rit e Battle Royale ha me oar-me.
Evidon-me (Battle Royale (ar film) fangirl) n’eus netra da welet. Daoust ma fell d’ar skrivagnerez sevel un dra un tamm politikel (ha c’hoazh moarvat e teu da vezañ el levrennoù war-lerc’h kentoc’h) n’eo ket ken kreñv tamm ebet. An tu filmet a zo ivez eveljust ha neuze ur bern lodennoù prientiñ atersadennoù hag ivez preder e-pad ar c’hoari diwar-benn “petra fell d’ar sellerien gwelet evit sikour ac’hanon?”. Ar c’hoari en-unan, lazhañ ar reoù all hag all, n’eo ket pouezus kement-se (estreget er fin, pa teu da vezañ un tamm ur “redi”).
Ma, n’hallan ket lârat eo disi The Hunger Games, n’on ket bet plijet gant tudenn Katniss, sur outi ha war memes tro un tamm lu e-keñver santimantoù Peeta a zo splann d’an holl abaoe ar penn-kentañ, ingal e soñj dezhi kaout ur strategiezh dispar padal ez eo kentoc’h ar reoù all o deus… Ma. Un tamm re aes eo ar c’hoari, n’eus kazi dañjer gwirion ebet kennebeut. Met kalz a fent a zo (a-drugarez da dudenn Haymitch dreist-holl) ha plijus ken-ken eo da lenn. Daoust ma n’eus netra souezhus spontus e vez c’hoant gouzout hiroc’h, ha tapet on bet penn-da-benn! Abaoe pell n’em boa ket bet ar santad-se, ar c’hoant da genderc’hel kousto pe gousto. Kompren a ran a-walc’h perak en deus plijet d’ur bern krennarded hag e gwirionez e lennin al levrennoù all, digudenn.

Advertisements

10 Respont to “The Hunger Games”

  1. plijet kalz eo bet va merc’h (13 vloaz) gant an tri levr, pellgargabl evit netra war teamalexandriz 😉

    • Dispar m’o deus plijet dezhi!
      teamalexandriz n’eo ket ur strollad a skign traoù maez lezenn?
      Me gendalc’ho da amprestiñ anezho el levraoueg 🙂

      • Ober a reomp an daou… nann, n’eo ket er-maez lezenn m’emañ al levrioù ganit e c’hellez pellgargañ o stumm niverel (memes reolenn hag evit ar sonerezh). Paeet hon eus hor c’houmanantoù el levraoueg, neuze e c’hellomp pellgargañ, a gav din ! Prest e vijen da baeañ ur skodenn vloaz evit ar servij-se, met n’eo ket bet lakaet e plas evit poent. Hag evit pezh a sell ouzh prenañ al levrioù niverel, sed un dra n’on ket evit ober gant linux…

  2. Ah ya, me grede bezañ lennet-se da vare ar chare ‘oa bet tro-dro d’ar goncourt ‘oa bet reizhet ganto araok skignañ pe ‘m eus ket soñj petra…
    Gwell-a-se neuze. Iskis eo evit al levrioù niverel gant linux… Un diskoulm a rankfe bezañ memestra!
    Met n’on ket aet en tu-hont d’al levrioù frank a wirioù pe da amprestiñ levrioù niverel dre al levraoueg evit ar mare, met trawalc’h eo dija ^^

  3. […] bannoù-treset, c’hoaroù video lusk ha The Hunger Games em eus bet c’hoant da lenn un dra sirius (spi ‘m eus e vo un toullad lennerien evit […]

  4. Lonket eo bet an tri levr e pemzektez gant ma merc’h 13 vloaz ivez. O lennet he deus goude bezañ gwelet ar film ha plijet on bet ma verzfe na donoc’h eo ul levr evit ur film.

  5. 🙂 Me n’em eus ket gwelet ar film c’hoazh met ya, brav eo dizoloiñ al levrioù a-drugarez ha bezañ souezhet mat (me ne vezan ket dre vras ^^” Peogwir e lennan levrioù diazez filmoù a blij din spontus, n’hallont ket degas kement a-benn ar fin! Ma! Battle Royale da skouer pe The Princess Bride…)

  6. […] n’on ket bet gouest da c’hortoz pell araok lenn heuliad The Hunger Games… N’em eus ket c’hoant da gontañ re, kregiñ a ra an eil dres warlerc’h al […]

  7. […] gwelet ‘m eus The Hunger Games ar film. Ma. Laouen on da vezañ lennet al levr da gentañ rak traoù zo o deus displijet din hag o defe displijet din hep anavezout a n istor en […]

  8. […] meneget hag ar bloaz kentañ a-benn dizoloiñ ar stirad memes tra) / BT :  1 2 3 / Levrioù : 1 2 3 / C’hoarioù-video : 1 2 3 (ar c’hoari gentañ war wiiware pe itunes evit an hini […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: