Room

roomPell zo e felle din lenn Room, pa oa bet deuet er gouloù e galleg ma ‘m eus soñj mat. Tremenet ar bloavezhioù, ur film a zo bet etre-tan zoken ha setu me o lakaat ma c’hrabanoù war al levr e saozneg, a-benn ar fin!
Pemp bloaz eo Jack, bevañ a ra en ur pezh, gant e vamm. Ne oar ket e vev en un doare disheñvel-mat eus an dud all. Hag ur sapre doare disheñvel eo : skrapet eo bet e vamm ha chomet bac’het er pezh-se e-pad seizh bloaz bremañ. Gwallet e vez reoliek gant he skraper ha c’hoant he deus diskouez ar bed d’he mab ha tec’hout kuit eus an toull-bac’h-mañ. Ur wech kontet ar wirionez d’he mab e klaskont un doare da guitaat “Pezh”.
Yezh ar romant a zo dedennus-tre peogwir eo kontet gant Jack, gant e doare da welet ar bed (an traoù a zo ken pouezus ha tud, gant pennlizherennoù dezho, peogwir ne oar ket ez eus eus tud all, estreget Old Nick), gant e fazioù (ne guzulian ket ar romant m’ho peus poan gant an “irregular verbs” e saozneg! :D)… Ur romant fromus eo ivez ha kontet en un doare a seblant din gwirheñvel evit ur bugel pemp bloaz, ne gompren ket perak e fellfe d’e vamm bevañ en un doare all, bezañ heptañ da vareoù zo. Soñjoù emgar en deus met ur sell dedennus war ar bed “diavaez” gant reolennoù e-leizh. Kalz simploc’h e oa ar bed evitañ e “Pezh”.
Ur preder a zo ivez diwar-benn ar mediaoù, Jack a gav kelaouennoù o komz diwar e benn, pe abadennoù er skinwel ha ne gompren ket perak eo ken brudet, evel tud ar skinwel a c’halle gwelet.
Ur romant kreñv-tre eo, a lak da soñjal er gevredigezh, en darempredoù etre an dud hag er c’hañv, e stummoù liesseurt. Dedennet e vefen o welet ar film bremañ.

Romant iwerzhonat ha kanadian gant Emma Donoghue. Embannet Pan Macmillan, d’ar 6 a viz Eost 2010.

Advertisements

2 Respont to “Room”

  1. Pegen brav eo al levr-mañ. Pegen diaes ivez. Lennet ‘meus anezhan ar bloaz tremenet (ne ‘meus ket sellet ouzh ar film ivez, n’on ket sur ‘meus c’hoant).
    A-du ganit on, dedennus eo an doare eo skrivet al levr, gant gerioù Jack. Gant e c’herioù emaomp en ur bed all, e ved.
    Ul levr da lenn!!

    • Ya, ur bern prantadoù fromus-tre a zo (pa adkav e vamm gant ar polis, pa vez komprenet he deus klask en em lazhañ,hag ar fin!)
      Kompren a ran tefe ket c’hoant sellet ouzh ar film met anzav a ran on dedennet peogwir e vo start diskouez an traoù kement gant sell Jack neuze marteze e vo disheñvel? Gwelout a rin, moarvat ne sellin ket diouzhtu-diouzhtu!
      Ya, e bed Jack emaomp met dont a reomp a-benn da ijinañ mat pegent start eo dizoloiñ ar bed ha pegent anat e seblante an traoù evitañ a-raok, pa n’en doa ket komprenet e oa direizh…
      Ya, sur!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: