Le roi n’a pas sommeil

Ur wech ouzhpenn e tiskouez Cécile Coulon mestroniañ un aergelc’h, evel m’oa meneget goude bezañ lennet Méfiez-vous des enfants sages. Ar wech-mañ e tremen an traoù en un aergelc’h all. Ur geriadenn a ijiner kollet e kreiz parkeier ha koadeier, gant tavarnioù e-leiz, ur mezeg a anavez an holl hag all. Poultr an hentoù, c’hwezh c’hwez ar baotred goude un devezh labour start, blaz an alkool kreñv.
Poan ‘m eus bet un tamm o vont en istor, ne oan ket plijet-tre gant tudenn William, an tad. Buan a-walc’h e ya an istor davet Thomas kentoc’h, ar mab. Ur paotr sioul, fur ha lent. Labourat a ra mat er skol ha mont a ra mat an traoù evitañ. Tamm-ha-tamm e weler Mary hag he mab o sevel ur vuhez a-feson, labour, peoc’h ha c’hoantoù diazez ar vuhez. Ur gwaz kreñv eo deuet Thomas da vezañ, ne gaoze ket kalz met gounit a ra kalzig arc’hant en ur c’hoari poker, ha labourat a ra start.
Ne gontin ket pep tra, met kavet em eus e oa mestroniet kalz gwelloc’h red an darvoudoù hag istorioù an tudennoù eget en he romant araok. Deuet eo a-benn Cécile Coulon da sevel ur romant diazezet war un aergelc’h adarre met n’he deus ket ankouezet sevel un istor d’he zudennoù ha krouiñ un tonkad evito. Brav!

700 notenn ! ^^

Advertisements

Ur respont to “Le roi n’a pas sommeil”

  1. […] Cécile Coulon Le roi n’a pas sommeil em boa kavet bamus a-walc’h, hag ar plac’h hec’h unan a gavan dedennus. Bet e oan […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: