Dielloù evit dazont

Ravage 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Gwengolo 25, 2017 by geekezig

Golo al levr bannoù-treset mañ a blijas kalz din er stal-levrioù. N’am eus ket bet lennet Ravage gant Barjavel james setu n’ouzen ket petra gonte al levr.
Brav-tre eo tresadennoù Macutay, treser Filipinezat yaouank. N’on ket bet plijet gant an istor kement, siwazh. Kalz re verr eo, da gentañ. Er fin e oan etre daou : c’hoant da c’houzout hiroc’h ha mont war-raok ha dipit peogwir ne oa ket bet desket kalz a dra c’hoazh na war an tudennoù, na war ar pezh a raio an istor. Da welet neuze! Un aergelc’h dedennus a zo gant ar bed avat, modernelezh (e 2052 e tremen an traoù) gwirheñvel ha dañjer ekologel a vez santet.Istor gant Jean-David Morvan ha tresadennoù gant Rey Macutay. Embannet gant Glénat, d’ar 7 a viz Gwengolo 2016.

Advertisements

Lettres à mes parents sur le monde de demain

Posted in Levrioù with tags , , , , on Genver 20, 2016 by geekezig

lettres-a-mes-parents-sur-le-monde-de-demain

Un levr diwar-benn ur bern traoù disheñvel eo Lettres à mes parents sur le monde de demain. E stumm lizhiri, kaset gant Émile, 27 vloaz, d’e dud, e vo tro da gomz diwar-benn kentelioù digoust evit an holl en-linenn, boued hep kig pe gant kig amprevaned hepken, gwellaennoù ar vezegiezh ha taolioù-arnod davet Welcome to Gattaca kazi hag all hag all. Émile a zo ur gall yaouank bet e fin 2014 da vevañ e Stadoù-Unanet Amerika. Tro en do da welet doareoù all da vevañ, da vont da taolioù-grenn ha festivalioù, da atersiñ a bep seurt tud eus bed an teknologiezhioù nevez dre vras. Ur sell entanet ha dedennet a zo gant Émile. Alies mat e oar memestra gwelet peseurt tuioù fall a zo d’an traoù pe peseurt degemer a vefe graet da draoù zo e Europa (giz-kozh). Echuiñ a ra al levr e miz Meurzh 2015 gant ur respont a-berzh e dad.
Un toullad traoù am eus desket en ur lenn al levr-mañ (dreist-holl tro-dro d’ar boued ha d’ar yec’hed) met ur bern goulennoù a sav ivez ha dreist-holl ez eus peadra da vezañ nec’het bras. Splann spontus eo pouez GAFA (Google Amazon Facebook Apple), ul levezon brasoc’h war buhez pemdez tud ar bed a-bezh eget forzh peseurt politikour. Splann eo ivez eo gouest mab-den da ijinañ ur bern traoù, da hunvreal forzh pegement (betek re?) war tachennoù ar skiant, an teknologiezhioù met ivez gant doareoù kenskoazell evel an DIY (Do It Yourself) war bep tachenn pe dost. Traoù mat ha traoù fall neuze. Dipitet on bet a-benn ar fin ne gomzfe ket kement eus diskoulmoù evel ar gopr diazez pe e vefe gwelet an doareoù tisavouriezh emren (inizi-kêrioù gant peadra da vevañ hep kaout ezhomm eus an douar bras) evel traoù un tamm nay. Evel-just e oa start ijinañ e vefe ur sell neptu gant ur paotr 27 vloaz o tizoloiñ ur bern traoù. A-drugarez d’an doare-se da gontañ eo aes-tre da lenn hag e vez desket traoù hep merzout zoken, peogwir e seblant al lizhiri bezañ kaset deomp kazi. Un dibab plijus evit tizhout ar brasañ niver.
Ma, n’am eus ket keuz bezañ bet lennet al levr-mañ. Kavout a ran ne ya ket pell a-walc’h da vareoù zo met deskrivañ a ra splann petra a oa an hent a oa ar bed o klask kemer e-kerzh 6 miz bennak. Daoust hag eñ e vo e gwirionez an hent-se a vo tapet? Gwelet e vo. Un test eus 2014 ha 2015 er bed kornogat e vo, e doare pe zoare, sur.

Levr skrivet gant Dominique Nora. Embannet gant Grasset d’ar 1añ a viz Ebrel 2015.

Orange 1

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , on Gwengolo 21, 2015 by geekezig

Oranget1Un deiz e resev Naho ul lizher. Ul lizher diganti dek vloaz warlerc’h. Al lizher a gont traoù a zo o vont da c’hoarvezout ha traoù he deus keuz pas bezañ graet. Souezhet eo al liseadez ha ne daol ket evez kement-se. Met pa wel eo gwir pep tra e krog da vezañ dedennet un tamm. Un deiz bennak e ra tamm-pe-damm un dra bet goulennet ganti en dazont ober hag e cheñch red an amzer un tammig. Pep tra a zo tro-dro d’ur paotr yaouank nevez erruet el lise, a zo marvet ar bloaz warlerc’h. Ur wech an amzer e vez gwelet ar strollad mignoned en dazont, o vont war bez ar paotr da skouer.
Trist a-walc’h eo ar shojo-mañ, gant tresadennoù stil Nana un tamm (pezh a blij din neuze!). Kaoz a zo eus keuz ha melkoni, eus personelezhioù ivez, eus ar marv hag an emlazh. Kêr Matsumoto a zo lakaet war-wel en un doare efedus ivez. Plijet n’eus din kalz!orange-t-1d

Istor ha tresadennoù gant TAKANO Ichigo. Embannet e galleg gant Akata d’an 9 a viz Here 2014.

Le rire du grand blessé

Posted in Levrioù with tags , , , , , , , on Even 27, 2015 by geekezig

rire-du-grand-blesseLevr Cécile Coulon Le roi n’a pas sommeil em boa kavet bamus a-walc’h, hag ar plac’h hec’h unan a gavan dedennus. Bet e oan o selaou anezhi e Roazhon ha prenet he levr Le rire du grand blessé, ul levr skiant-faltazi ar wech-mañ.
Tremen a ra an istor en ur vro n’eo ket resisaet, un diktatouriezh bennak eo ar sistem ha nebeut a dudi hag a frankiz ‘zo gant an dud. Un dra hepken a zo aotreet : levrioù stad. Levrioù renket dre ar santad int sañset da zegas : fent, spont, from… N’eus ket eus al levrioù «kozh» ken. Ur wech an amzer e vez aozet abadennoù lenn ivez a zo arvestoù bras spontus. Neuze e rank implijidi stad diwall e tremenfe mat pep tra e kerzh an abadennoù-se. Unan eus an implijidi-se a vez heuliet el levr : evel an holl anezho, ne oar ket lenn. Goude ur gwallzarvoud avat, enaouet en ospital e lec’h ma vez graet re vat war e dro e klev bugale o teskiñ lenn…
Dedennus ‘m eus kavet Le rire du grand blessé. Daoust din kavout eo un tamm re verr ha n’eo ket displeget a-walc’h penaos eo erruet ar gevredigezh evel m’emañ. Ar pep dedennusañ a zo bet evidon gwelet 1075 o strivañ forzh pegement evit kuzhat e ouie lenn hag ivez an darempred a grog etrezañ ha Lucie Nox, ar vezegez he deus bet ar mennozh implijout testennoù resis evit sikour an dud klañv gant an dramm da leuniañ o santad a vank.
Bametoc’h e oan bet gant Le roi n’a pas sommeil neuze met bepred e kavan eo dedennus stil Cécile Coulon hag he c’hoant da glask labourat a bep seurt doareoù istorioù.

Romant skrivet gant Cécile Coulon. Embannet gant Viviane Hamy d’an 22 a viz Eost 2013.

Pax Romana

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , on Even 10, 2015 by geekezig

pax-romanaKuzuliet eo bet din al levr bannoù-treset-mañ gant Thibault, a oa war ma fost labour a-raok el levraoueg. Kendrec’hus eo pa guzul met pell on bet o kregiñ ‘barzh. Pax Romana a zo un istor beaj en amzer koulskoude, pa ‘m eus komprenet an dra-se on splujet e-barzh ! Kontet e vez un istor d’ar Roue Bihan, un istor diwar-benn penaos eo bet cheñchet ar bed… Ijinomp ez eus tud o tizoloiñ penaos beajiñ en amzer hag a ginnig o labour d’ar Vatikan. Ur raktres a vez savet neuze evit distreiñ en amzer da wellaat stad an Iliz ha da lakaat ar bed da araokaat buanoc’h. Kaset e vez ur strollad tud d’ober war-dro an dra-se.
Ur sapre levr eo Pax Romana, gant tresadennoù ispisial-tre ha kalz kaoz, lodennoù skrid a-bezh gant rentaoù-kont emvodoù etre an tudennoù. Un aergelc’h iskis-tre ha kendrec’hus a zo. Un tamm dipitus eo an doare m’eo degaset ar fin, re vuan d’am meno. Mod all eo ul levr a-feson !pax-romana2.

Istor ha tresadennoù gant Jonathan Hickman. Embannet e galleg gant Urban Comics d’an 20 a viz C’hwevrer 2014.

耳をすませば (Mimi wo Sumaseba) / Si tu tends l’oreille / Whisper of the Heart

Posted in Filmoù with tags , , , , , , , , , on Ebrel 9, 2015 by geekezig

whisperPell zo e felle din gwelet Mimi wo Sumaseba, ur film eus studio Ghibli n’eo ket anavezet ker. Ne oa ket bet deuet er-maez james e Frañs (ret oa prenañ an DVD saoz) a-raok ar blu-ray ‘m eus bet evit ma deiz-ha-bloaz. Ur film romantel eo Mimi wo Sumaseba. Istor ur skolajiadez a blij kalz kalz ar romantoù dezhi. Un deiz bennak e tizolo e vez amprestet memes levrioù ha hi gant memes paotr bepred. Kavout a raio war-lerc’h eo ur paotr eus he skolaj. N’en em glevont ket er penn-kentañ met tamm-ha-tamm e sioula ar plac’h, dedennet gant e varregezh da sevel violoñsoù. Mont a ra ar paotr e-pad daou viz da studial e Italia. E-keit-se e tiviz ar plac’h kaout ur raktres ivez, sevel ur romant!
Un istor karantez moutik-tre eo hag ivez ur sapre film diwar-benn ar youl da grouiñ hag an ezhomm da gaout ur pal. Brav-tre ‘m eus kavet gweledvaoù ar film (ar santual gant Sugimura da skouer), plijus aergelc’h skolaj disoursi un tamm ha ken youlek war memes tro. Ur film brav a vefe da vrudañ muioc’h, sur!

Film sevenet gant KONDŌ Yoshifumi. Diazezet war manga HIIRAGI Aoi. Japan, 1995, 1e51.

Interstellar

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Du 16, 2014 by geekezig

interstellar-1Kroget e oa kentoc’h mat Interstellar daoust da draoù zo chom amsklaer (perak ‘ta ‘n eus tamm boued ebet ken met ne seblant den gouzañv e gwirionez eus an naonegezh pe eus kudennoù yec’hed ma tebront maiz nemetken? Perak e chom petrol forzh pegement?). Heuliet e vez Cooper, un intañv a oa ijinour gwechall. E verc’h a soñj dezhi ez eus un tasmant n’he c’hambr o klask kas ur gemennadenn dezho. Kavout a reont asambles ul lec’h kuzh, e lec’h ma labour an NASA. Ur raktres a zo gant an doktor Bran : klask ur blanedenn all da gas an dud warni, p’emañ an traoù o trenkañ da vat. E ken kas ez eus un eil raktres : kas danvez-babigoù skornet hag adkrouiñ an denelezh gant ar bugaleañ (PMA) (setu perak ne gasont nemet ur plac’h er spas da c’houde!). Ma, mont a ra Cooper da saveteiñ ar bed neuze gant ur skipailhig tud ha lezel e vugale war e lerc’h. Murphy, e verc’h 10 vloaz, a zo diskaret ha kounnaret bras.
Tremen a ra al lodenn war-lerc’h er spas neuze, o klask war lerc’h ur blanedenn hag o tallañ ouzh a bep seurt traoù a gavont war o hent.
E gwirionez, darn vrasañ ar film en deus plijet kalz din, daoust d’an traoùigoù iskis ‘m eus meneget a-us. Fromus eo, brav ha kontet kentoc’h mat. Unan eus an twistoù ‘m eus kavet dic’hortoz ha plijus. Goude avat, ur wech erru mare ar c’hlozadur ‘m eus kavet e oa n’eus forzh petra. N’on ket deuet a-benn tamm ebet da grediñ en displegadenn (daoust din kavout plijus seurt traoù da gustum ^^) ha zoken ‘m eus kavet e oa torr-penn. Kavet ‘m eus e oa an hanter-eurvezh ziwezhañ un doare kliched eus filmoù Nolan dre vras (ne vanke nemet un tamm kanaouenn gant Edith Piaf :p), evel klozadur Inception met a badfe un hanter-eur e plas ur vunutenn pe nebeutoc’h. C’hoant am befe bet da heuliañ tudenn Bran kentoc’h da c’houzout petra c’hoarvez ganti met anat ne oa ket an harozez hag e oa ret diskouez nerzh ar garantez hag ar familh hag all hag all.
Un tamm dipitet on neuze peogwir eo kentoc’h mat ar film memestra met re zisplijet on bet gant ar fin ha dibaboù ‘zo evit bezañ gouest da gomz eus an tuioù mat, ‘pezh a zo domaj da vat. Bon, lakaomp on bet laouen-tre o welet aktourien zo na ouien ket e c’hoarient er film.
Un draig ‘m eus kavet fentus avat : n’eus ket kalz a fent e filmoù Nolan dre vras hag er film-mañ, an darn vrasañ a zeu eus ar robotoù. Ur c’hemenn a zo da welet? ^^

Film sevenet gant Christopher Nolan. Stadoù-Unanet, 2e49, (war skrammoù ar c’hwec’hkorn abaoe ar 5 a viz Du) 2014.

%d bloggers like this: