Dielloù evit bloavezhioù 90

To Die For

Posted in Filmoù with tags , , , on Eost 14, 2016 by geekezig

todieforE kerzh diskouezadeg Gus Van Sant e gwarez-filmoù Frañs em eus merzet n’em boa ket gwelet kement-se a filmoù savet gantañ. Unan a fell din groñs gwelet a zo My Own Private Idaho hag egile, a zo bet kuzuliet din da c’houde, a oa To Die For. Divizet ‘m eus kregiñ gant hemañ.
Suzanne Stone a zo ur plac’h sur outi a fell dezhi groñs dont da vezañ brudet er skinwel. O vevañ emañ en ur gêriadennig amerikan keitat, hep netra ispisial. Goude hec’h eured gant mab perc’henn ur preti italian e klasko kousto pe gousto kaout labour er chadenn skinwel lec’hel. Goude-se e klasko sevel un teulfilm diwar-benn krennarded ar gêriadenn ha tamm-ha-tamm e savo he raktres…
Savet eo To Die For evel ma vefe un teulfilm. Atersadennoù Suzanne, c’hoar he gwaz, daou grennard a vo neuze, mesket gant prantadoù a ziskouez splann an darvoudoù. Un doare fentus hag efedus da gontañ an istor, e metoù ar skinwel neuze. N’eo ket gwall vrav poltred Suzanne hag ar pezh a c’hall unan bennak ober evit kaout brud ha dont a-benn e bed ar skinwel. Evidon-me eo savetaet ar film (ouzhpenn 20 vloaz bremañ) gant an dibab dezrevellañ meneget a-us ha gant an aktourien (na fentus gwelet Joaqin Phoenix ha Casey Affleck ken yaouank e roloù krennarded droch ouzhpenn), Nicole Kidman da gentañ (ur golden globe ‘zo aet ganti e 1996 evit ar perzh-se), evel-just hag ivez marteze gant an neuz hag an aergelc’h, a lak da soñjal un tamm e Edward Scissorhands (moarvat abalamour da sonerezh Danny Elfman, met d’an dibab livioù flamm ivez). Ul lodenn dedennus eus ar film ivez, hag a zo start un tamm koulskoude, a zo an doare ma implij Suzanne krennarded evit mont betek penn he raktres, ar pezh a lak anezhi da seblantout drouk en un doare izel peogwir e oar mat int gwan en un doare bennak, ar pezh a zo e gwirionez danvez orin romant Joyce Maynard, awenet gant un istor bet c’hoarvezet er Stadoù-Unanet.
Ma, peadra zo da gontañ neuze met spi ‘m eus e vin souezhet gwelloc’h gant an eil film!

Film sevenet gant Gus Van Sant (diazezet war romant Joyce Maynard). Stadoù-Unanet Amerika, 1995, 1e46.

Regression

Posted in Filmoù with tags , , , on Mae 1, 2016 by geekezig

RegressionPlijout a ra labour Alejandro Amenábar din, dre vras. Regression ne seblante ket dispar avat met soñjal a rae e oa ret din e sellet memestra evit ober ma ali.
Tremen a ra darvoudoù ar film e 1990 er Stadoù-Unanet. Ur plac’h yaouank a lâr eo bet gwallet gant he zad e kerzh un oferenn satanek. Kregiñ a ra un enklask neuze, levezonet, marteze, gant ar mediaoù a lak en a-raok testeni ur plac’h a gont traoù heñvel, enklaskoù an FBI hag a bep seurt traoù hep prouenn fetis ebet.
Ur film skrij eus ar c’hlaselañ eo Regression ha daoust din kavout plijus Ethan Hawke, Emma Watson ha David Thewlis n’hallan ket lârat on bet plijet gant ar film. Kavet ‘m eus dister a-walc’h an istor, n’on ket bet souezhet na gant an diskoulm na gant aergelc’h ar film. Na dipitus! Ha koulskoude e vefe bet ret din kompren pa nac’has lenner DVD ma urzhiataer lakaat ar film da vont en-dro dec’h da noz! 😉

Film sevenet gant Alejandro Amenábar. Kanada, Spagn ha Stadoù-Unanet Amerika, 2015, 1e46.

Simon Werner a disparu…

Posted in Filmoù with tags , , , , , on Ebrel 1, 2016 by geekezig

simon-werner-a-disparuAbaoe pell em boa klevet komz diwar-benn ar film-se, ur film «bihan» gall, brud mat gantañ. Ur film simpl eo a ziskouez memes darvoudoù gant selloù an tudennoù disheñvel a bep eil. Bep tro e vez komprenet elfennoù zo, a-benn kompren pep tra e fin ar gont. Un doare fentus da frammañ ar film a sikour da dapout evezh ar seller me gav. Goude-se n’eo ket dedennus-tre an istor (ul lisead yaouank a zo difoupet kuit diabeg, al liseidi a grog da ijinañ a bep seurt traoù) me gav ha dreist-holl n’eo ket dispar an aktourien. Sonerezh plijus a zo avat (unan eus abegoù brud ar film eo ivez) gant Sonic Youth. A-benn ar fin ne gomprenan ket mat perak eo ken brudet ar film, c’hwezhet pep tra abalamour d’ur mennozh diazez kavet mat? Ma, n’eo na hir na displijus a-grenn met un tamm goullo eo an disoc’h evidon-me.

Film sevenet gant Fabrice Gobert. Frañs, 2010, 1e33.

Her Story

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , on Genver 2, 2016 by geekezig

her-story-titlKlevet em eus kalz komz eus Her Story ar bloaz-mañ. N’ouzon ket perak ne felle ket din e brenañ padal e seblante dres bezañ an doare c’hoari a blij din. Da vare distaolioù ar goañv ‘m eus soñjet e oa poent din gwelet petra ‘oa memestra!
Ur c’hoari «simpl»-tre eo : un enklasker polis omp ha dirak un urzhiataer omp. Un diaz a zo digor ha gallout a reomp klask gerioù. Videoioù a zo da sellet, videoioù ur plac’h aterset gant ar polis. He gwaz a zo difoupet kuit. Deiziadoù disheñvel a zo ha meur a atersadenn neuze. Deomp da sellet ouzh ar videoioù (pemp d’ar muiañ gant memes enklask gerioù) ha kompren tamm-ha-tamm petra ‘zo c’hoarvezet, pe kregiñ da gaout ur mennozh…her-story-klaskKalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari hag gant pep video o kaout mennozhioù gerioù nevez da glask (anvioù tud meneget en testeni da skouer). Ur c’hoari levraoueger eo un tamm me gav 😀
Posupl eo ivez lakaat doare gerioù war pep video evit adkavout anezho (‘m eus ket komprenet mat ar pal) hag ivez “mirout” videoioù a gostez, a gaver pouezus da skouer. Koulskoude, n’eus doare ebet da dennañ anezho pe da renkañ anezho ha ne vo ket dalc’het kont eus ar re hon eus gwelet evel pouezus pe get setu ‘m eus ket komprenet mat da betra servije kennebeut.her-story-videoGoude ur mare (un eur pe div?) avat em boa gwelet un toullad mat a videoioù ha ne oan ket gwall sur eus an darvoudoù tremenet. Un doare da druchañ ‘m eus kavet a-drugarez d’ar seurt tagoù aze (neuze e servijont d’un dra bennak, neketa?) pezh n’eo ket fin met d’am soñj n’em befe ket kavet an holl videoioù en un doare all ha n’on ket bet sikouret kalz e gwirionez gant ar videoioù da sellet ouzhpenn, ar pep pouezusañ ‘moa kavet drezon ma-unan.
Pezh a gavan un tamm dipitus gant ar c’hoari eo n’eus diskoulm sklaer ebet, d’ar c’hoarier-ez eo d’ober e veno (div deorienn a zo dre vras) hag un tamm c’hwerv ‘m eus kavet ar fin-se neuze, evel ma vankfe un dra bennak. Un doare darvoud iskis a zo ivez er fin, un den o tont da gomz ganeomp evit gouzout ma hon eus kavet an diskoulm, pezh a zo ne c’houlenn netra resis (forzh penaos n’hallomp ket respont estreget gant ya pe nann) hag ur wech respontet d’an den-se e vez gwelet ar c’hoari evel echuet. Iskis!
Traoùigoù ‘zo fentus tro-dro d’an diaz enklask (peogwir eo an dachenn c’hoari skramm burev un urzhiataer) : testennoù bihan da lenn, un horolaj giz-kozh hag ur c’hoari bihan solitaire).her-story-ouzhpenn Soñjet eo mat eo an doare da c’hoari me gav ha simpl eo da implij, zoken gant urzhiataerioù n’int ket galloudus d’am soñj, n’eus ezhomm dornell ebet, al logodenn hag un douchennaoueg a zo trawalc’h evit ober pep tra. Ar pep pouezusañ a zo ar filmoù ivez, an aktourez (Viva Seifert a zo kentoc’h ur ganerez war a seblant!) a zo kendrec’hus (mod all ne vefe ket div deorienn d’am soñj) ha tamm-ha-tamm e vez un tamm teneridigezh evit ar paourkaezh plac’h-se hag hec’h istor.her-story-e Saozneg saoz eo neuze eo ret diwall d’ar gerioù implijet (meur a wech ‘m eus klasket gerioù a zo kentoc’h «amerikaneg» hep disoc’h) ar pezh a c’hall bezañ un tamm iskis evit tud na gomzont ket saozneg bemdez. Ret eo bezañ gouest da gompren saozneg dre gomz ha/pe dre skrid ha kaout trawalc’h a c’heriaoueg evit klask ivez. Evit ar mare n’eo ket bet troet ar c’hoari e yezhoù all din da c’houzout pezh a c’hall bezañ domaj evit c’hoarierien zo.
Ar sonerezh a zo piano simpl ivez, na vir ket da vezañ aketus evit mont war-raok met a grou un aergelc’h a-wechoù nec’hus.
Ur c’hoari bihan eo neuze met dic’hortoz ha kentoc’h fin me gav, daoust din bezañ bet dipitet gant an disoc’h ha/pe ganin ma unan a-benn ar fin (diouer a ijin? C’hoant e padfe pelloc’h? Un tamm kollet etre an div deorienn?).
Lakaet n’eus ac’hanon da soñjal em chabistr karetañ eus levr Maïlou G-S Tamallet ! ivez ^^
Kuzuliañ a ran ar c’hoari-se rak n’eo ket ker, n’eo ket hir met ret eo kaout c’hoant tremen e amzer da sellet videoioù ha soñjal e gerioù da glask hepken, n’eus netra all d’ober e gwirionez pezh a c’hall bezañ gwelet evel ur film etreoberiat en dizurzh kentoc’h eget ur c’hoari er ster boutin. Deoc’h da welet!

C’hoari evit un den diorroet hag embannet gant Sam Barlow. Da bellgargañ hepken evit Windows, OS X hag iOS abaoe ar 24 a viz Even 2015.

Minimum Wage

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , , , , , , , on Ebrel 24, 2015 by geekezig

minimum_wageAbaoe ma oa deuet er-maez e felle din lenn Minimum Wage. Ul levr a gont buhez pemdez ur paotr yaouank, treser, eo. Evit ar mare e tres kentoc’h evit kelaouennoù porno met klask a ra pellaat un tamm eus ar bed-se. Bevañ a ra gant Sylvia ha tro en deus da welet ingal e strollad mignoned. Netra dreistordinal neuze met ur poltred efedus eus ur mare, gant a bep seurt prederiadennoù (diwar-benn saviad an heñvelrevidi, diwar-benn an difoc’hañ hag all). Plijus-tre eo da lenn ha lenn a rin an eil levrenn buan moarvat!minimum_wage_pl

Istor ha tresadennoù gant Bob Fingerman. Embannet e galleg gant Les Humanoïdes Associés, d’ar 16 a viz Ebrel 2014.

Le bleu est une couleur chaude

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Du 22, 2013 by geekezig

bleucouleurPetra ‘ta, un eil pennad diwar-benn Le bleu est une couleur chaude ?
Ya tudoù, distroit da lenn hini ar c’hantread, met setu bremañ ma hini peogwir ‘m eus lennet al levr bannoù-treset a-benn ar fin!!

N’on ket bet o welet film La vie d’Adèle ha n’ouzon ket ma rin abalamour d’ar barnadennoù fall am eus klevet ha lennet tro-dro din pe war ar rouedad. Gwelloc’h ‘oa din lenn al levr BT orin neuze. Le bleu est une couleur chaude a zo un istor karantez, o kregiñ er bloavezhioù 90 ha goude. Clémentine a zo ur grennardez voutin o vevañ e Lille, ur mignon he deus met santout a ra n’eo ket n’he bleud gant ar paotr e keñver rev, c’hoant. Chom a ra sorc’hennet gant ur plac’h he blev glas bet gwelet e kêr ha tro he do da gomz ganti ha da vevañ un istor karantez ganti da c’houde.
Le bleu est une couleur chaude a ziskouez un istor karantez evel kant mil all (gwarizi, sotoni, touellerezh met ivez evel-just teneridigezh, plijadur hag ur bern traoù plijus all). Pezh a zo, e c’hoarvez etre div blac’h ‘pezh n’eo ket anat da zegemer er gevredigezh. Plijet on bet gant an doare da gontañ (Emma a zo o lenn deizlevr Clémentine e gwirionez) hag an tresadennoù. Gwenn-ha-du dreist-holl, gant livoù da vareoù zo hepken…
Evel-just ez eus traoù simpl, implijet en ur bern istorioù karantez a-benn reiñ dezho un tu fromus. Ha neuze? Mont a ra en-dro ha deuet brav eo, ken gwir e seblant santadoù zo. Un istor vrav a guzulian groñs.Le-bleu-est-une-couleur-chaude-plancheSkrivet ha treset gant Julie Maroh, embannet e ti Glénat abaoe an 31 a viz Meurzh 2010.

Joe’s Apartment

Posted in Filmoù with tags , , on Du 5, 2013 by geekezig

joeGouzout a raen e oa eus ar film-se hag e oa droch, met n’em boa ket e welet biskoazh daoust din bezañ bet sot gant Jerry O’Connell d’ur mare zo. Ur sapre degouezh eo e vefe bet skignet en Utopiales me gav din! ^^ War a seblant e oa an trede gwech hepken d’ar film bezañ skignet (war skramm bras) er c’hwec’hkorn ha start-tre eo kavout ur skouerenn, Warner Bros o klask kuzhat un tamm ar film bremañ.
Ma, neuze. Joe’s Apartment! Ur paotr yaouank eus Iowa a erru e New York. Dre zegouezh e kav lojeiz (ne gontin ket penaos :D). Ur bern kloreged a zo en ti, ha komz (ha kanañ!) a reont! N’eo ket gwall sirius ar paotr na gwall brop kennebeut neuze e plij kalz dezho. Perc’henn an ti a glask gounit arc’hant avat ha neuze e vez abafet (pa n’eo ket gwashoc’h!) an dud, dezho da vont kuit. Joe hag e geneiled niverus a stourmo outo, en ur glask ivez merc’heta merc’h ur senedour ha kavout/mirout labour…
Un toullad mat eus al lodennoù gant ar c’hloreged a zo e stop-motion, ar pezh a ra e kosha kentoc’h mat. Ar fent n’eo ket gwall fin (kalz staot-kaoc’h a zo) met c’hoarzhet ‘m eus kalzik, gant chadenn bublik ar c’hloreged da skouer, pe an holl dammoù kan ha dañs droch ! ^^ Ur sell spontus war kêr New York (evel vez gwelet ur wech an amzer) a zo ouzhpenn. Ur film “forzh petra” neuze met n’eo ket ken didalvoud-se.

Film amerikan sevenet gant John Payson e 1996, 1e17.

Gone Home

Posted in C'hoarioù video with tags , , , , , , on Here 25, 2013 by geekezig

gonehomegamePell ‘zo am boa c’hoant da c’hoari da Gone Home peogwir em boa klevet kalz a varnadennoù vat. Seblantout a rae bezañ dres an doare c’hoari a c’hallfe plijout din. Profitet ‘m eus eus un distaol evit e brenañ daoust din kaout kant c’hoari all d’ober d’ar memes mare.
Kregiñ a ra an traoù gant ur gemennadenn : emaomp o tistreiñ d’ar gêr goude ur pezh troiad e Europa (tremen a ra an istor e miz Even 1995, er Stadoù-Unanet). Hon familh n’eus dilojet e-pad omp beaj da vont da di un eontr marvet nepell.
N’eus den en ti dianav-se deomp ha d’an dudenn… En ur furchal en ti, e kaver traoù. Diwar-benn an eontr-se, diwar-benn ur romant bet skrivet gant hon zad, diwar-benn hon c’hoar vihan a seblant kaout diaesterioù er skol. Skrivet he deus un doare deizlevr/lizher deomp. Klevet e vo he skrid tamm-ha-tamm. Un aergelc’h nec’hus-tre a zo en ti, an tredan seblant mont a-dreuz hag ur sapre korventenn a zo er-maez. Petra ‘zo c’hoarvezet amañ?
Ijinit ur point ‘n’ click met hep al lodennoù komz gant an dud all peogwir n’eus den all ebet : setu c’hoari Gone Home. Pourmen en ti, lakaat ar gouloù, furchal en tiretennoù a-benn kompren perak n’eus den neblec’h. Un dibab un tamm iskis met a zo kevrinus ha fromus adalek ar penn-kentañ. Daveoù fentus a zo (X Files er skinwel pe me oar) ha traoù all… gone-home_4Kaozeadennoù e-pad kentelioù el lise war tammoù baper, a bep seurt paperioù ha traoù a c’haller kavout o ruzañ e ti an holl (e lec’hioù dic’hortoz emaint o ruzañ aze met bon). Traoùigoù a zo da “ziskoulmañ” peogwir eo prennet dorioù zo, a-benn echuiñ ar c’hoari. Plijus eo lizhiri Sam da selaou, dedennus an tudennoù hag ar pezh a c’hoarvez ganto. Ya evel-just e c’hallo tud zo soñjal eo simpl, n’eus netra dic’hortoz e gwirionez, istor ur familh voutin, istor ur grennardez disheñvel un tamm… GoneHome5Ha neuze? Deuet brav eo aergelc’h ar bloavezhioù 90 (ha plijusoc’h e tle bezañ evit Amerikaned a anavez ar merkoù a vez gwelet hag all) ouzhpenn. N’eo ket gwall “zudius” ha ne bad ket pell, met un istor vrav eo hag efedus, c’hoant hon eus da c’houzout hiroc’h ha traoù ‘zo a chom dispis, deomp da ijinañ ar pezh a fell deomp a-benn ar fin…
Kuzuliañ a ran Gone Home neuze!

C’hoari PC, Mac ha Linux diorroet hag embannet gant The Fullbright Company, 15 a viz Eost 2013.

Detention

Posted in Filmoù with tags , , on Kerzu 6, 2012 by geekezig

DetentionE-pad an hañv em boa folennataet un niverenn eus ar gelaouenn Mad Movies ha souezhet e oan bet gant an notennoù vat roet d’ur filmig DTV (Direct to Video) anvet Detention (gwelet em boa ar pennad met soñjal a raen e oa un teen-slasher nul neuze ne oan ket aet pelloc’h). Lennet em boa ar pennadoù hag abaoe e FELLE din gwelet ar film da vat.
Setu, graet eo.
Ijinit ur meskaj etre Scream, Scott Pilgrim, Donnie Darko, kan tra all hag ur c’hlip o tont eus ar bloavezhioù 90 gant daveoù bep div eilenn. Setu petra eo Detention. Gwerzhet evel ur slasher movie met n’eo ket penn-da-benn, rak ur film diwar-benn ar veaj en amzer eo ivez ^^ ha kalz traoù all c’hoazh. Frammet gant un den a rank kemer ouzhpenn kokain, farsadennoù e pep frazenn pe dost, traoùigoù e pep lec’h (hag un “effing” prom song, aze e oan 10 vloaz adarre)
C’hoarzhadennoù a-vil vern, bamet rak ar stil droch a guzh traoù kalz finoc’h ha kalz anaoudegezh eus ur bern traoù (sonerezh ha filmoù da zigentañ eveljust, met traoù all ivez), tudennoù a c’hallfemp gervel anezho Goonies-krennarded enoeet…
E fin ar film e felle din e sellet en-dro diouzhtu! (ne oa ket c’hoarvezet-se ganin abaoe peeeeeell.) Laouen on bet neuze o welet e oa ur bonus hepken :  ar film displeget gant ar skipailh. Me oar petra sellin an dibenn-sizhun-mañ ^^

Points noirs & sac à dos

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Eost 13, 2012 by geekezig

Kregiñ a ra mat-tre Points noirs & sac à dos : ar pajennoù a zo reoù un agenda, a rank bezañ gwir agenda Leslie Plée. Daoust da skeudennoù Beverly Hills, an traoù all a glote kentoc’h mat gant un agenda skolaj ordinal ^^
Da c’houde, ez eo dediet al levr d’an holl reoù vihan. Ral eo 😀
Points noirs & sac à dos a gont bloavezh 4re klas Leslie Plée : ur veaj da vro Alamagn, istorioù gant he mignonezed (hounnezh deus kontet-se da houmañ ha blababla), he darempred gant he mamm, kentelioù zo, Alex (ar paotr koant) hag all…
Traoù zo a zo un tammig pounner (an diwad, ar butun) met moarvat e klot gant he eñvorennoù, traoù all a zo fentus spontus (he mamm o vont kuit o lârat dezhi “nozvezh vat” hag hi o respont “oh ya, dreist e vo, Ace of Base ‘zo vont da dont ha kanañ a refomp All That She Wants a-hed an noz, traoù evelse ^^)
Ul levrig simpl-tre (an istor hag an tresadennoù) met a vez lennet gant plijadur, dreist-holl evit ar re o deus anavezet prantad meur Fun Radio hag all (un tamm yaouankoc’h on met an daveoù a zo sklaer memestra ^^). Skañv! Moarvat ne blijo ket re d’ar re ouzhpenn 35 pe dindan 22 avat…