Le bleu est une couleur chaude / skrivet gant ar c’hantread evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG

bleucouleurSetu ur vandenn-dreset gant Julie Maroh hag a zere gant ar mare, zoken m’eo bet embannet e 2010. Petra a lak anezhi diouzh ar c’hiz eta ? He danvez evel-just : an heñvelreizh hag an diaester d’he bevañ : gouzañv sell ar re all hag asantiñ e-unan da gaout ur revelezh disheñvel.

Dre zeizlevr Clementine, an harozez, e tizoloer buhez ul liseadez a sant enni trivliadennoù iskis evit Emma, plac’h he blev glas. Diskoachet eo deomp hent karantezus an div blac’h yaouank ha penaos eo degemeret gant o zud. Ne echuo ket mat o istor met ul levr eo a zoug bri d’ar garantez, forzh peseurt hini e vefe, hag a c’heller ijinañ bezañ ur skoazell evit ar familhoù o defe poan oc’h asantiñ dibaboù o bugale.

C’hoant hon defe d’e reiñ da lenn d’an holl re o deus manifestet a-enep an eured evit an holl e miz Genver.

Meur a briz en deus bet al levr, en o zouez priz al lennerien Fnac-SNCF festival Angoulème 2011. Ur film a zo bet savet diwar ar vandenn-dreset gant Abdellatif Kechiche a vo skignet er salioù teñval e 2013.bleu

Trugarez d’ar c’hantread eil kenstriver! Kit da lenn e vlog.

Advertisements

Ur respont to “Le bleu est une couleur chaude / skrivet gant ar c’hantread evit kenstrivadeg 3 bloaz SaG”

  1. […] ‘ta, un eil pennad diwar-benn Le bleu est une couleur chaude ? Ya tudoù, distroit da lenn hini ar c’hantread, met setu bremañ ma hini peogwir ‘m eus lennet al levr bannoù-treset a-benn ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: