Le bleu est une couleur chaude

bleucouleurPetra ‘ta, un eil pennad diwar-benn Le bleu est une couleur chaude ?
Ya tudoù, distroit da lenn hini ar c’hantread, met setu bremañ ma hini peogwir ‘m eus lennet al levr bannoù-treset a-benn ar fin!!

N’on ket bet o welet film La vie d’Adèle ha n’ouzon ket ma rin abalamour d’ar barnadennoù fall am eus klevet ha lennet tro-dro din pe war ar rouedad. Gwelloc’h ‘oa din lenn al levr BT orin neuze. Le bleu est une couleur chaude a zo un istor karantez, o kregiñ er bloavezhioù 90 ha goude. Clémentine a zo ur grennardez voutin o vevañ e Lille, ur mignon he deus met santout a ra n’eo ket n’he bleud gant ar paotr e keñver rev, c’hoant. Chom a ra sorc’hennet gant ur plac’h he blev glas bet gwelet e kêr ha tro he do da gomz ganti ha da vevañ un istor karantez ganti da c’houde.
Le bleu est une couleur chaude a ziskouez un istor karantez evel kant mil all (gwarizi, sotoni, touellerezh met ivez evel-just teneridigezh, plijadur hag ur bern traoù plijus all). Pezh a zo, e c’hoarvez etre div blac’h ‘pezh n’eo ket anat da zegemer er gevredigezh. Plijet on bet gant an doare da gontañ (Emma a zo o lenn deizlevr Clémentine e gwirionez) hag an tresadennoù. Gwenn-ha-du dreist-holl, gant livoù da vareoù zo hepken…
Evel-just ez eus traoù simpl, implijet en ur bern istorioù karantez a-benn reiñ dezho un tu fromus. Ha neuze? Mont a ra en-dro ha deuet brav eo, ken gwir e seblant santadoù zo. Un istor vrav a guzulian groñs.Le-bleu-est-une-couleur-chaude-plancheSkrivet ha treset gant Julie Maroh, embannet e ti Glénat abaoe an 31 a viz Meurzh 2010.

Advertisements

7 Respont to “Le bleu est une couleur chaude”

  1. plijout a rafe din e lenn, hennezh !

  2. Lennet ganin ha sellet ouzh ar film : gwelloc’h chom hep keñveriañ an div oberenn, ken disheñvel int. Diaes eo ijinañ e peseurt mod eo bet komprenet oberenn Julie Maroh gant Kechiche ken tort en em gav e istor dezhañ padal ne c’hoarvez ket an traoù e mod-se er BT… Livet brav eo ar garantez gantañ avat, met droch eo memestra e zoare da skeudennaouiñ ur prantad seks etre 2 vaouez !

    • Dres ar pezh ‘m eus lennet ya! Ouzhpenn e seblant iskis ivez taolennadur ar metouioù sokial (ar gelennerien prolo enep-heñvelreviad hag an arzourien bourc’hiz digor a-spered…)
      Ur mignon din a zo bet jenet-tre gant ar prantadoù rev ha pa ‘m eus lennet ar BT ne gomprenen ket eus pelec’h e c’halle dont, poan ‘m eus oc’h ijinañ petra ‘zo er film e gwirionez ^^
      Ma!

      • Da geñver ar film, lennet ‘moa, touez an evezhiadennoù : “un taolennadur sokial a-zoare”… ha veldout, n’em boa ket komprenet perak… kliche penn-da-benn “trec’h ar garantez war stourm ar rummadoù sokial”… youhou !
        Diwar ar prantad seks… siwazh en ul lenn Julie Maroh (dipitet bras anezhi) (juliemaroh.com) e komprener buan a-walc’h eo bet ijinet ha fantasmet ar prantad-film-se penn-da-benn gantañ. Hag an div aktourez da glemm ma oa bet tenn spontus ar prantad-c’hoari-mañ… Ma ! Setu en deus gounezet Kechiche ar gwir da vezañ anavezet evel sevenour didruez.

        Setu troet ar bajenn gant Julie (haha) ha treset he deus un oberenn nevez, “Skandalon”. Da vezañ gwelet ‘mesk pajennoù SAG a-benn nebeut marteze ? 🙂

      • Na trist eo lenn-se memestra 😦

        Lakaat a ran “Skandalon” em listenn traoù da lenn, trugarez dit! 🙂

  3. […] bep seurt em boa klevet diwar-benn La vie d’Adèle. Plijet e oan bet gant Le bleu est une couleur chaude m’ho peus soñj mat em boa kavet gwirheñvel ha fromus. La vie d’Adèle a zo awenet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: