Her Story

her-story-titlKlevet em eus kalz komz eus Her Story ar bloaz-mañ. N’ouzon ket perak ne felle ket din e brenañ padal e seblante dres bezañ an doare c’hoari a blij din. Da vare distaolioù ar goañv ‘m eus soñjet e oa poent din gwelet petra ‘oa memestra!
Ur c’hoari «simpl»-tre eo : un enklasker polis omp ha dirak un urzhiataer omp. Un diaz a zo digor ha gallout a reomp klask gerioù. Videoioù a zo da sellet, videoioù ur plac’h aterset gant ar polis. He gwaz a zo difoupet kuit. Deiziadoù disheñvel a zo ha meur a atersadenn neuze. Deomp da sellet ouzh ar videoioù (pemp d’ar muiañ gant memes enklask gerioù) ha kompren tamm-ha-tamm petra ‘zo c’hoarvezet, pe kregiñ da gaout ur mennozh…her-story-klaskKalz plijadur ‘m eus bet o c’hoari hag gant pep video o kaout mennozhioù gerioù nevez da glask (anvioù tud meneget en testeni da skouer). Ur c’hoari levraoueger eo un tamm me gav 😀
Posupl eo ivez lakaat doare gerioù war pep video evit adkavout anezho (‘m eus ket komprenet mat ar pal) hag ivez “mirout” videoioù a gostez, a gaver pouezus da skouer. Koulskoude, n’eus doare ebet da dennañ anezho pe da renkañ anezho ha ne vo ket dalc’het kont eus ar re hon eus gwelet evel pouezus pe get setu ‘m eus ket komprenet mat da betra servije kennebeut.her-story-videoGoude ur mare (un eur pe div?) avat em boa gwelet un toullad mat a videoioù ha ne oan ket gwall sur eus an darvoudoù tremenet. Un doare da druchañ ‘m eus kavet a-drugarez d’ar seurt tagoù aze (neuze e servijont d’un dra bennak, neketa?) pezh n’eo ket fin met d’am soñj n’em befe ket kavet an holl videoioù en un doare all ha n’on ket bet sikouret kalz e gwirionez gant ar videoioù da sellet ouzhpenn, ar pep pouezusañ ‘moa kavet drezon ma-unan.
Pezh a gavan un tamm dipitus gant ar c’hoari eo n’eus diskoulm sklaer ebet, d’ar c’hoarier-ez eo d’ober e veno (div deorienn a zo dre vras) hag un tamm c’hwerv ‘m eus kavet ar fin-se neuze, evel ma vankfe un dra bennak. Un doare darvoud iskis a zo ivez er fin, un den o tont da gomz ganeomp evit gouzout ma hon eus kavet an diskoulm, pezh a zo ne c’houlenn netra resis (forzh penaos n’hallomp ket respont estreget gant ya pe nann) hag ur wech respontet d’an den-se e vez gwelet ar c’hoari evel echuet. Iskis!
Traoùigoù ‘zo fentus tro-dro d’an diaz enklask (peogwir eo an dachenn c’hoari skramm burev un urzhiataer) : testennoù bihan da lenn, un horolaj giz-kozh hag ur c’hoari bihan solitaire).her-story-ouzhpenn Soñjet eo mat eo an doare da c’hoari me gav ha simpl eo da implij, zoken gant urzhiataerioù n’int ket galloudus d’am soñj, n’eus ezhomm dornell ebet, al logodenn hag un douchennaoueg a zo trawalc’h evit ober pep tra. Ar pep pouezusañ a zo ar filmoù ivez, an aktourez (Viva Seifert a zo kentoc’h ur ganerez war a seblant!) a zo kendrec’hus (mod all ne vefe ket div deorienn d’am soñj) ha tamm-ha-tamm e vez un tamm teneridigezh evit ar paourkaezh plac’h-se hag hec’h istor.her-story-e Saozneg saoz eo neuze eo ret diwall d’ar gerioù implijet (meur a wech ‘m eus klasket gerioù a zo kentoc’h «amerikaneg» hep disoc’h) ar pezh a c’hall bezañ un tamm iskis evit tud na gomzont ket saozneg bemdez. Ret eo bezañ gouest da gompren saozneg dre gomz ha/pe dre skrid ha kaout trawalc’h a c’heriaoueg evit klask ivez. Evit ar mare n’eo ket bet troet ar c’hoari e yezhoù all din da c’houzout pezh a c’hall bezañ domaj evit c’hoarierien zo.
Ar sonerezh a zo piano simpl ivez, na vir ket da vezañ aketus evit mont war-raok met a grou un aergelc’h a-wechoù nec’hus.
Ur c’hoari bihan eo neuze met dic’hortoz ha kentoc’h fin me gav, daoust din bezañ bet dipitet gant an disoc’h ha/pe ganin ma unan a-benn ar fin (diouer a ijin? C’hoant e padfe pelloc’h? Un tamm kollet etre an div deorienn?).
Lakaet n’eus ac’hanon da soñjal em chabistr karetañ eus levr Maïlou G-S Tamallet ! ivez ^^
Kuzuliañ a ran ar c’hoari-se rak n’eo ket ker, n’eo ket hir met ret eo kaout c’hoant tremen e amzer da sellet videoioù ha soñjal e gerioù da glask hepken, n’eus netra all d’ober e gwirionez pezh a c’hall bezañ gwelet evel ur film etreoberiat en dizurzh kentoc’h eget ur c’hoari er ster boutin. Deoc’h da welet!

C’hoari evit un den diorroet hag embannet gant Sam Barlow. Da bellgargañ hepken evit Windows, OS X hag iOS abaoe ar 24 a viz Even 2015.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: