The King of Staten Island

Scott a zo pezh a c’hallfemp gervel ul “loser”. 24 vloaz eo, bevañ a ra c’hoazh gant e vamm, tresañ a ra met n’en deus ket echuet e skol arz james, c’hoant en defe bezañ tatouer, tremen a ra e amzer o straniñ gant e vignoned.
E c’hoar vihan a ya d’ar skol-veur hag en em adkav e-unan gant e vamm, he deus kavet un dousig nevez. Distabilaet bras eo Scott.
Awenet eo ar film gant buhez an aktour, Pete Davidson, en deus kollet e dad pomper e tourioù ar World Trade Center d’an 11 a viz Gwengolo 2001. Ur film diwar-benn ur paotr n’eo ket gouest da greskiñ gant bec’h e dad haroz, ur paotr kollet en e gañv. Evel boaz gant Judd Apatow e kav din eo ar prantadoù paotred o komz tro-dro d’ur banne bennak a zo ar re vravañ, e-lec’h ma tiskouez an dud o fromoù, o wanderioù (kalzik prantadoù o deus lakaet ac’hanon da soñjal er film The 40 Year-Old Virgin). Brav eo darempred Scott gant bugale Ray ha brav e emdroadur. Ur film a-feson e gwirionez. E-touez gwellañ reoù Judd Apatow evidon.

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.