Theatrhythm Final Fantasy

Ur wech an amzer ez eus c’hoarioù iskis evelse. Ijinit ur c’hoari lusk gant sonerezhioù Final Fantasy, setu petra eo Theatrhythm. C’hoariet em eus bet d’ar Final Fantasy-où kentañ (bet azasaet war GBA pe NDS). Ar pevare pe ar pempvet (n’ouzon ket perak ne dalc’han ket soñj!) en doa plijet kalz din. An eil ivez… Ma! Evel ur bern tud em boa kavet brav eston an eizhvet pa oa deuet er-maez hag an dekvet ivez… Met n’em boa ket ar mekanikoù evit c’hoari setu ne seblante ket re c’hrevus (P’am bo prenet ur PS3 hag ur skinwel HD e c’hallin pellkargañ ar re mare PS1… Un deiz bennak!)
Ma, ar sonerezh em eus ordin kavet brav hep bezañ sot-nay ganto kennebeut. Met kavet em eus e oa ur mennozh mat sevel ur c’hoari evelse rak pinvidik kenañ eo ar c’hoarioù-se a-fed sonerezh.Evit kregiñ e vo ret c’hoari gant an doare series (an diazez). Dibabet e vez 4 tudenn e-touez un toullad (unan evit pep c’hoari da zigentañ) evit krouiñ ur skipailh, ha dav!
Goude-se eo ret dibab ur c’hoari. Tri zamm sonerezh a zo evit pep c’hoari, tri doare disheñvel a zo : Field (gwer war ar skeudenn a-us gant ur Chocobo), Battle (ruz, klezeoù) hag Event (glas, film). Tammoù bihan evit digeriñ ha klozañ a zo ivez met n’int ket gwir lodennoù c’hoari, just peadra da dapout poentoù ouzhpenn.Dre vras neuze e vo un tamm sonerezh heverk eus an tu “pourmen”, emañ a zo diskouezet gant ur “ront” hepken”hag e heulier un hent, unan eus an emgannoù (boutin pe bras) gant 4 ront unan evit pep ezel eus ar strollad, hag unan all eus tammoù bras ar c’hoari, ar fin pe un darvoud bras kenañ ur ront hepken met a fiñv war ar skramm a-bezh.E fin an tammoù ez eus ur feature drive gant notennoù arc’hantet a c’hall degas notennoù alaouret : Field ur chocobo a lak da vont buanoc’h, Battle un “invocation” hag Event hiroc’h an tamm sonerezh hag ar film.Ar ront aze a zo ar merk evit al lusk, pegoulz eo ret touch (ruz), ruzañ (melen) pe chom pouezet (gwer).
E fin pep tamm e vez gounezet poentoù XP ha tu zo da wellaat hon tudenn (muioc’h a chañs, nebeutoc’h a boentoù kollet pa vez c’hwitet un notenn…) hag ivez “rhythmia”, a servij da ziskoachañ tudennoù, kartennoù da zastum, tammoù sonerezh da selaou, filmoù da sellet ha me oar-me. Ur wech tizhet 10500 poent em eus bet un doare enebour-fin, hag ur wech deuet a-benn ar roll-serriñ. N’em boa ket komprenet e oa un “istor” da echuiñ ha tout… Ma, moarvat e vo tammoù all evelse ur wech an amzer, rak ur rann anvet “encore” a zo deuet ouzhpenn pep c’hoari e roll dibab series.Un doare taktik a zo neuze e keñver galloudoù, evel en ur gwir RPG.Ur wech echuet ur c’hoari evelse e c’haller mont da adober anezho e stumm challenge evit gwellaat hor skor. Ur wech deuet a-benn an doareoù basic (aes) hag expert (normal) e c’haller c’hoari an tammoù expert er mod series ha m’hon eus un skor mat e vo tu da c’hoari  ivez e stumm ultimate (diaes)!
Klasel eo ar score : A-us da 70000 poent S, etre 600000 ha 70000 A, etre 50 000 ha 60 000 B… N’eo ket re start tizhout S eus an taol kentañ e doare basic. Startoc’h e teu da vezañ an traoù e doare expert eveljust, ha poan ‘m eus alies gant ar stumm ultimate ^^ Ingal eo bet ret din kregiñ da implijout ar pezh a vez gounezet a-wechoù en emgannoù, pluennoù feniks hag all.
Ma na c’hwiter notenn ebet e vez graet ur “perfect chain” (aes a-walc’h da gaout) ha ma reer ur perfect (critical) ordin e c’haller kaout un “all critical” (se na deuan ket a-benn alies avat ^^)Ar c’h/Chaos Shrine a zo ivez, tammoù all a servij da gavout “notennoù teñval” n’em eus ket komprenet mat da betra servij c’hoazh met startoc’h eo! Un tamm battle hag un event a vez hepken, eus forzh peseurt c’hoari. Hervez live ar skipailh e vez live an tammoù-sonerezh. Dre ma c’hoarien atav gant ma skipailh dreist er penn-kentañ e oa start spontus, ur wech komprenet-se e tapan ur skipailh gwanoc’h hag un tammig aesoc’h eo ^^ (petra ‘ta?)
Un tu streetpass a zo ivez, e lec’h ma eskemmer un doare fichenn diwar-benn hor partienn hag ivez un “dark note” da eskemm gant ar re all. N’em eus eskemmet gant den evit ar mare! Tu ‘zo ivez da c’hoari gant tud all o deus ar c’hoari ivez, a-benn dont a-benn asambles an notennoù teñval…
E saozneg emañ pep tra (komprenet ho poa moarvat…) ar pezh a c’hall bezañ torr-penn evit tud zo, ha rediet eo ober pep tra e doare aes a-benn diskoachañ al liveoù startoc’h ar pezh a hegus ivez c’hoarierien zo. Me n’on ket bet jenet, un doare pleustriñ, evit kompren ar c’hoari ha penaos e ya en-dro hep bezañ digalonekaet re vuan gant al live eo bet evidon.
Moutig-tre eo ar c’hoari, gant tudennoù adtreset un tamm SD, met un doare melkoni a zo ivez hag a ro c’hoant da c’hoari en-dro d’ar c’hoarioù pe da zizoloiñ anezho (FF 6, non de die! Marteze e prenin un deiz bennak gant “console virtuelle” (ar stal evit pellgargañ c’hoarioù kozh bet azasaet en-dro) ar Wii, sell!)
Tu ‘zo da bellgargañ tammoù sonerezh ouzhpenn met 1€ e koust pep tamm! Hag ouzhpenn 50 a zo deuet er-maez e Japan…
Amzer din echuiñ ar c’hoari, kaout an holl tudennoù da ziskoachañ hag all e vo marteze packoù marc’hadmatoc’h? Gwelet e vo!
Kalz plijadur a vez o c’hoari avat, amzer un ton hepken pe ur c’hoari a-bezh (pe meur a hini!) : kuzuliañ a ran ar c’hoari d’an holl a blij dezho Final Fantasy pe ar c’hoarioù lusk rak dilvezout a ra ar boan. (Hag e hunvrean eus Theatrhythm-où diwar-benn c’hoarioù all… The Legend of Zelda da skouer? *huanadenn*)

Ober un evezhiadenn

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.