Equilibrium

Equilibrium a zo ur film a felle din gwelet abaoe pell. Ha moarvat e vefe bet ret din e welet d’ar mare ma oa deuet er-maez…
N’ouzon ket m’ho peus soñj met gwerzhet e oa bet Equilibrium evel un asez The Matrix. Eveljust e c’haller soñjal ez eo heverk a-walc’h eus gizioù a oa e deroù ar bloavezhioù 2000.
E-keñver istor e vezer tostoc’h eus traoù skiant-faltazi klasel : Brave New World, THX 1138 hag all. Goude un trede brezel bed e tiviz mab-den paouez da kaout santimantoù. Peoc’hus eo an traoù (ha diene, anat deoc’h) hag un doare polis a glask distruj an traoù difennet : levrioù, pladennoù ha me oar me. Heuliet e vo un ezel eus ar polis-se a baouezo gant an dramm a gemer an holl a vir anezho da santout.
Komprenet ho peus. N’eo ket istor souezhusañ ar bed met kentoc’h plijus eo da heuliañ. Ur wech tremenet an tamm emgann kentañ am eus kavet iskis (moarvat abalamour d’ar gouloù) ec’h anzavan e teu kentoc’h brav ar gun-kata, dedennus ha brav eo da sellet. Petra neuze en deus direnket ac’hanon (n’eo ket Christian Bale anat deoc’h*) ? Koshaet faaaaaall eo ha na gomprenan ket an dibaboù bet graet e-keñver endroioù, dilhad… An traoù a ra faos, ur meskaj kliche soviedel ha traoù skiant-faltazi un tamm droch (estreget dilhad ar polis a zo kentoc’h fun, daoust din chom hep kompren perak ez eus un tokarn marc’h-tan gant reoù zo). Plijus ‘m eus kavet ar film met moarvat e vefen bet frometoc’h gant ar c’hemenn pa oan krennardez. O c’hoarzhin e oan forzh pegement dirak ar fin ouzhpenn (un dra heñvel eus vilañ tamm Resident Evil (ar film!) a zo hag ordin e klaskin soñjal PIV a gav e ra brav? NUL eo!) ar pezh na sikour ket da gaout doujañs evit ur film a soñj din a oa sañset da vezañ sirius un tamm. Bah! Ne oa ket kalz arc’hant gant ar skipailh neuze e vo pardonet ar sioù ha soñjet eo ur film a eil renk sympa.

*En ur sellet ouzh ar “making-of” (un eilenn pe ziv on bet o tortal peogwir e oa anvet “trouver l’équilibre” memestra… -.-” Tud iskis evel ar re o deus labouret war efedoù ispisial ar film a zo e skipailh Studio Canal o prientiñ an DVDoù) em eus bevet ur gwir prantad “hiii 13 vloaz on”, kazi Orlando Bloom-style e-barzh La quête de l’anneau gant e dañs droch (tud zo a gompren an dave aze?) gant div eilenn (da 3:48) e-lec’h ma vez fardet Christian Bale hag e sell ar farderez en un doare iskis a c’halle bezañ pe 1/un doare “Bale Out” (c’hwi oar mat) araok Terminator pe 2/ur sell orged, n’ouzon ket ^^ Petra ‘rae er making-of n’ouzon ket kennebeut met adlakaet ‘m eus teir gwech diouzh renk en ur c’hoarzhin droch. Prouen ouzhpenn e vefe bet ret din gwelet-se pa oan krennardez. ALALA.

Advertisements

Ur respont to “Equilibrium”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: