Nolife Story

skeudenn diwar lec’hienn Omaké books

Pemp bloaz eo chadenn Nolife (abaoe an deiz kentañ a viz Even 2012) hag un doare burzhud eo memestra. Florent Gorges, troour, istorour Nintendo ha “buhezskriver” (?) en deus bet c’hoant sevel ul levr o kontañ istor ar chadenn betek neuze.

Da zigentañ e vez kavet el levr poltredoù Sébastien Ruchet hag Alexandre Pilot, peseurt doare bugale e oant ha penaos int erruet betek sevel Nolife.
Kontet e vo ivez penaos eo bet ganet ar mennozh, penaos eo bet prientet an teuliadoù hag all evit tud n’o doa ket bet labouret evelse araok, klask un anv hag all. Goude-se e vo ret dezho diskuliañ ar raktres evit kenlabourat gant tud all. Bloavezhioù 2006-2007 a vo start un tamm peogwir e c’hortozont paperoù a-benn kregiñ da skignañ. Ur bern abadennoù a zo prest, lonket an arc’hant dija padal n’eo ket krog ar chadenn da skignañ zoken!
Ur wech lañset an traoù d’an 1 a viz Even 2007 e vo ret d’ar skipailh talañ ouzh kudennoù teknel, un degemer a-wechoù un tamm yen, kalz evezhiadennoù digalonekaus. Poltredoù bihan an dud oc’h erruout tamm-ha-tamm (a-vicher war traoù resis-tre pe get) a zo el levr araok chom a-sav un tammig evit displegañ an abadennoù vras a vez kavet war ar chadenn.
Goude-se e kroger en-dro gant istor ar chadenn ha gant mareoù start adarre : penaos eo bet savetaet ar chadenn gant arc’hant Ankama (ur strollad bras a-walc’h, a embann c’hoarioù video, bannoù-treset, fiñv-tresadennoù hag all). E 2008 e oa-se. Evit chom sklaer gant ar sellerien ez eus bet savet un abadenn o lârat e oa marv ar chadenn, araok displegañ e oa bet savetaet gant un embregerezh diavaez. Ur prantad benniget e-lec’h ma c’hallo an daou rener goprañ tud nevez. Ur bloaz e pado, rak, e keit-se, daoust dezho klask un diskoulm evit gounit arc’hant drezo o-unan ne teuont ket a-benn. E miz Gouere 2009 e lâr Ankama dezho ne vo ket posupl sikour ken. Ret eo dezho kemer un diviz bras neuze. Buan a-walc’h e soñjont en ur chadenn paeus araok kavout diskoulm Nolife Online, un doare koumanant evit gwelet dielloù ar chadenn war ar rouedad. Ar pezh a zo, e miz Kerzu 2009, daoust d’un niver dereat a goumanantoù n’eus ket arc’hant a-walc’h ken evit ma chomfe an holl da labourat, goulennet e vez digant ar re o deus labour e-lec’h mont kuit… Ur prantad start spontus evit an holl. Evit skañvaat un tamm ar skrid e kinnig Florent Gorges ur prantadig “karantez” o tisplegañ penaos o deus kavet tud zo er skipailh ur c’haredig a-drugarez d’ar chadenn!
2010 a vo tristik neuze, betek ma vefe disklêriet e vo tu da vuzuliañ deglev ar chadennoù ADSL gant Médiamétrie. Peadra a-benn ar fin, da c’houzout ma vez sellet ar chadenn e gwirionez! Hag ez eo! Ret eo dezho gortoz miz Meurzh 2011 evit kaout disoc’hoù klok da ginnig d’ur meradur bruderezh, France Télévisions Publicité ha setu neuze evit ar wech kentañ bruderezh ofisiel (n’eo ket emglevioù/sponsor gant mignoned evel ma oa bet a-wechoù araok) skignet war ar chadenn d’an 2 a viz Mae 2011! Ur c’heloù dispar evit an holl. Tamm-ha-tamm e vez merzet ez eo sirius ar chadenn, ar “boxoù” a c’houlenn diganto kaout o chadenn ha n’eo ket ar c’hontrol ken. Sederoc’h eo an traoù e 2011-2012 neuze ha lidet e vo deiz-ha-bloaz ar chadenn war an ton bras (gant un abadenn filmet e miz Mae 2012) e miz Even. Daoust da se n’eo ket simpl pep tra ha ret eo da re a fell dezho sikour ar chadenn koumanantiñ pe chomet koumanantet. Setu penaos emañ an traoù hirie an deiz araok distro-skol ar chadennoù tele e miz Gwengolo a-zeu.
Evit echuiñ e ro meur a ezel eus ar skipailh o sell war ar chadenn araok un daol-grenn gant pemp den pouezusañ ar strollad.

Plijus-tre eo da lenn, daoust d’ar re a anavez ar chadenn gouzout traoù zo dija abalamour da abadennoù evel Debug mode pe nozvezhioù deiz-ha-bloaz ar chadenn e lec’h ma oa bet komzet eus seurt traoù dija. Komprenet vez gwelloc’h peseurt tud int ha pegen kalonek int bet evit kas ar raktres da benn (ha gant piv int bet skoazellet hag all). Daou pe dri fazi ‘m eus kavet, met n’eo ket souezhus. Ur stil simpl-tre a zo gant Florent Gorges, ar pezh n’eo ket displijus evit ul levr a-seurt-se met a zo iskis da vareoù zo (gant troiennoù fentus met n’int ket dre ret brav). Traoù zo a zo dic’hizet dija, dreist-holl ar pezh a sell ouzh Davy Mourier hag e raktresoù diavaez (paouezet etretan) met moullet e oa bet al levr dija ha n’eo ket grevus evit al lenner (ret eo derc’hel soñj eo bet skrivet araok miz Gouere 2012 ha setu tout). Brav eo ar vaketenn, ar golo plastek, ar skeudennoù a-vil-vern el levr. N’on ket bet kalonek a-walc’h evit gortoz ha distreiñ kant gwech war ar stand evit ma vefe sinet ma levr e Japan Expo met laouen on dija gant ar merk-pajenn a zo e-barzh (na cheuc’h!) hag an doare kartenn da zastum am eus bet. Evidon-me ez eo anat ne oa ket tu da sevel seurt levr araok ar prantad seder a zo abaoe tamm-pe-damm ur bloaz hag un doare brav ez eo da lidañ pemp bloaz ar chadenn ha d’ober un tamm kil-sell war ar raktres ha petra eo deuet da vezañ.
Ul lennadenn a ro c’hoant da sevel raktresoù sot-nay, krediñ e hunvreoù a seblant dibosupl hag a zegas doujañs evit tud hag ur chadenn dibar er c’hwec’hkorn.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: